enezenn
Neuz
Brezhoneg
- Diwar an anv-kadarn enez hag al lostger -enn'.'
- Meneget er C'hatolikon (enesenn)
- Da geñveriañ gant ar gerioù ynys en kembraeg, enys en kernevveureg, inis en iwerzhoneg
Anv-kadarn
enezenn /ẽˈneːzɛn/ benel (furm vihanaat : enezennig, liester enezennoù)
- Enez a gomzer end-eeun diwar he fenn ha digemmet diouzh meur a hini all
- — Pa vefomp degouezhet e-tal ar c'hastell, a lâras an êgl da Gado, a zo en un enezenn en kreiz ar mor, e weli ur feunteun tost d'an aod. [...]. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 142.)
- ... hag e teuas da chom da enezenn Siek. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 140.)
- — Anzavit ouzign, eme Viel en eur vousc'hoarzin, oc'h deuet aman, enn enezen-ma, da glask kougn da guzet, pe bag da vont da Vro-Zaoz. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 194.)
- Dioc'htu ez a al lestr war-zu an enezenn, ha diskenn enni martoloded mar gouient. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 59.)
- Bet eo beteg e di e-unan hag hini Izabel, hag o zri, Jarlig, Jobig e verc'h hag Izabel gant peb a varaz, ha d'an enezenn. — (Fañch al Lae, Bilzig, Kemper, 1925, p. 70.)
- Met daou zeiz goude hor sav eor, ha ni dija pell awalc'h diouzh an enezenn, setu ma kouezhas gwall glañv ur soner, skoet gant kleñved lostennig ar vouzellenn dall. — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 89.)
- Mestr an archerien, ar wech kentañ dezhañ klevout anv eus seurt tra, ne ouie ket gwall vat petra ober, mont da Gemenez pe chom hep mont, pa voe gwelet ur vagig he gouelioù digor o tont eus tu an enezenn. — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 107.)
- Petra a oa a-dreñv an tevennoù-se, hedet penn-da-benn gant ur reñkennad kerreg lemm o kuzhat ouzhomp ar ribl ? Un enezenn pe an douar-bras ? — (Daniel Defoe, lakaet e brezhoneg gant Yeun ar Gow, Abrobin, Al Liamm, 1964, p. 17.)
- « [...]. Hebdale e voe stok al lestr ouzh ribl spoumek an enezenn. [...]. — (Langleiz, Romant ar Roue Arzhur/levrenn I : Marzhin, Al Liamm, 1975, p. 154.)
- Ur c'hastell kozh e oa, en un enezenn e-kreiz ur stêrig, bet savet gwechall da zifenn harzoù Breizh, ha bremañ hanter ziskaret, ar vein kouezhet en dour o talvezout da bont evit tremen war an douar. — (Roparz Hemon, Mari Vorgan, Al Liamm, eil emb. 1975, p. 82.)
- Unan eus al levrioù a gaven an dudiusañ a oa ar « Robinson Suis », ennañ istor ur peñsead taolet gant ar mor, gwreg ha bugale hag all, war un enezenn didud, e-lec'h ma reas un ti eus ur mell gwezenn gleuz ha ma renas, gant e dud, ur vuhez plijus-tre — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 202.)
- Dirak blockhaus Kanaam en em astenne bae Perroz, gant Taveeg, an enezenn rous ha sioul ha, [...]. — (Edouarzh Ollivro, troet gant Jakez Konan, Pikoù Mab e Dad, Mouladurioù Hor Yezh, 1983, p. 298.)
- Bezañ ez eus koulskoude douaroù frouezhus e-barzh an enezenn. — (Erwan Berthou, En bro Dreger a-dreuz parkoù, Mouladurioù Hor Yezh, 1985, p. 16.)
- Tour-tan ar Vouster evel-just, a-benn dezhañ, hir ha moan war un tammig enezenn e-kreiz ar mor. — (Goulc'han Kervella, Brezel ar Rigadell, Al Liamm, 1994, p. 81.)
Doareoù-skrivañ all
- En doare-skrivañ etrerannyezhel e vez skrivet enesenn.
Deveradoù
Troidigezhioù
- Ar pennad « enezenn » e-barzh Wikipedia