Stad dieub Prusia
Deiziad krouiñ | 1918 |
---|---|
Arvez | Prusia |
Anv er yezh a orin | Freistaat Preußen |
Yezh ofisiel | alamaneg |
Kan broadel | Heil dir im Siegerkranz |
Kevandir | Europa |
Stad | Soviet occupation zone of Germany, Reich alaman |
Kêr-benn | Berlin |
E tiriad | Soviet occupation zone of Germany, Reich alaman, French occupation zone in Germany |
Renad politikel | free state, parliamentary republic |
Korf lezenniñ | Landtag of Prussia |
Ezel eus | Republik Weimar |
Moneiz | Papiermark, Rentenmark, Reichsmark |
Perc'henn war | Nefertiti Bust |
Sez sokial | Republik Weimar |
A zo stok ouzh | Neutral Moresnet |
Raklec'hiet gant | Rouantelezh Prusia |
Bet erlec'hiet gant | Allied-occupied Germany |
Erlec'hiañ a ra | Rouantelezh Prusia |
Yezh implijet | alamaneg |
Deiziad divodañ | 25 C'hwe 1947 |
Ardamezioù | coat of arms of Prussia |
Relijion ofisiel | Protestantiezh, Katoligiezh |
Stad dieub Prusia (alamaneg : Freistaat Preußen) a voe Land pennañ Alamagn etre 1918 ha 1947, da vare Republik Weimar hag an Trede Reich. Diazezet e oa war ar pezh a oa bet Rouantelezh Prusia.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant dibenn ar Brezel-bed kentañ hag Alamagn trec'het e savas buan reuz er vro, a-fet armerzh koulz hag a-fet politikerezh. D'an 30 a viz Here 1918 e savas reuz e Kiel, e Proviñs prusian Schleswig-Holstein.
War ledañ ez eas ivez an Dispac'h kaset gant ar Spartakourien hag en Alamagn a-bezh e voe bec'h : freuz a voe e Berlin d'an 9 a viz Du, diskaret e voe ar re Hohenzollern, an Impalaeriezh alaman ha Rouantelezh Prusia ivez. D'an 9 a viz Du ivez e voe embannet krouidigezh Republik Weimar. Sed penaos e teuas Prusia da vezañ ul Land anvet Stad dieub Prusia.
E-pad daou zevezh e voe Friedrich Ebert kañseler ar Reich koulz ha ministr-prezidant Prusia, goude-se e voe sevenet ar garg-se gant Paul Hirsch.
Dre Feur-emglev Versailhez e voe divizet rannañ tiriad Alamagn, ha Rouantelezh Prusia eo a voe rannet dreist-holl:
- kantonioù Eupen ha Malmedy a voe roet da Rouantelezh Belgia
- Schleswig an Norzh da Zanmark,
- Posnania hag ul lodenn eus Silezia-Uhel a voe roet roet da Republik Polonia,
- Kêr dieub Danzig, Tiriad ar Saar ha Bro Memel (a voe staget ouzh Lituania diwezhatoc'h) a voe gouarnet gant Kevredigezh ar Broadoù.
Daoust da se e chomas Prusia Land brasañ Alamagn d'ar mare-se. E-pad pell e voe ar sokiaolourien e penn al Landtag gant Otto Braun da brezidant. Tapet e voe Prusia gant an nazied memes tra goude dilennadegoù 1932.
E-pad an Trede Reich e voe tennet tamm-ha-tamm hec'h ensavadurioù emren digant Prusia, a-benn ebarzhañ anezhi da vat. Karg ar ministr-prezidant a zeuas da vezañ Reichskomissar (« komiser ar Reich ») da skouer. Ar garg-se a voe fiziet e tud evel Franz von Papen, Kurt von Schleicher ha Hermann Göring.
Da zibenn an Eil Brezel-bed e tivizas an alouberien e vije diskaret ar pezh a oa arouez ar soudardegezh alaman. D'ar 25 a viz C'hwevrer 1947 ec'h embannas o dileuridi e Kuzul kontrolliñ ar Gevredidi al lezenn niverenn 46 ma oa embannet divodañ stad Prusia.
Roll ar re bet ministr-prezidant Stad dieub Prusia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]# | Anv | Penn-kentañ | Dibenn | Strollad politikel |
---|---|---|---|---|
1 | Friedrich Ebert | 9 a viz Du 1918 | 11 a viz Du 1918 | SPD |
2 | Paul Hirsch | 11 a viz Du 1918 | 27 a viz Meurzh 1920 | SPD |
3 | Otto Braun | 27 a viz Meurzh 1920 | 21 a viz Ebrel 1921 | SPD |
4 | Adam Stegerwald | 21 a viz Ebrel 1921 | 5 November 1921 | Kreiz |
- | Otto Braun (eil kefridi) | 5 a viz Du 1921 | 18 a viz C'hwevrer 1925 | SPD |
5 | Wilhelm Marx | 18 a viz C'hwevrer 1925 | 6 a viz Ebrel 1925 | Kreiz |
- | Otto Braun (trede kefridi) | 6 a viz Ebrel 1925 | 20 a viz Gouere 1932 (skarzhet da vare ar Preußenschlag) 30 a viz Genver 1933 |
SPD |
Karg lemet. Renet gant ar Reichskommissar |
20 a viz Gouere 1932 | 30 a viz Genver 1933 | ||
6 | Franz von Papen | 30 a viz Genver 1933 | 10 a viz Ebrel 1933 | Dizalc'h |
7 | Hermann Göring | 10 a viz Ebrel 1933 | 24 a viz Ebrel 1945 | NSDAP |
Proviñsoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E dibenn an Eil Brezel-bed e voe rannet Stad dieub Prusia e 16 proviñs :
- Prusia ar Reter, kêrbenn : Königsberg ;
- Posnania-Prusia ar C'hornôg, kêrbenn : Schneidemühl ;
- kêr Berlin ;
- Brandenburg, kêrbenn : Potsdam ;
- Pommern, kêrbenn : Stettin ;
- Posnania, kêrbenn : Posen ;
- Silezia-Izel, kêrbenn : Breslau ;
- Silezia-Uhel, kêrbenn :Oppeln ;
- Saks Prusia, kêrbenn : Magdeburg ;
- Schleswig-Holstein, kêrbenn : Kiel — trec'het e 1864 ;
- Hannover, kêrbenn : Hannover — trec'het e 1866 ;
- Westfalen, kêrbenn Münster ;
- Proviñs Hesse, kêrbenn : Cassel ;
- Proviñs Nassau, kêrbenn : Wiesbaden ;
- Proviñs ar Roen, kêrbenn : Koblenz ;
- Hohenzollern, kêrbenn : Sigmaringen (proviñs distag, a oa stag ouzh Proviñs ar Roen evit a selle ouzh an arme).
Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn. |