Metazoenn
Neuz
Metazoa
Anv skiantel | Metazoa |
---|---|
Renk taksonomek | isrenad |
Takson uheloc'h | Apoikozoa, loen |
Deiziad kregiñ | 600 million years BCE |
Kod anvadurezh | Kod anvadurezh zoologek etrebroadel |
Ar metazoenned[1] pe Metazoa zo ur strollad bevedegoù (Klad) a vod al loened. Ar bevedegoù er strollad-se a zo :
- lieskelligek : mont a ra d'o ober meur a gellig disheñvelaet a c'hell mont d'ober gwiadoù,
- eukarioted : pep a galon o deus o c'helligoù hag organitoù all evel ar mitokondriennoù,
- heterotrofek int, da lâret eo e tebront danvez organek.
Ouzhpenn-se o boued n'eo ket implijet dre euvradur, er c'hontrol eus ar foue[2].
Savet eo meizad ar metazoenned e-keñver hini ar protozoered, anezhe bevedegoù unkelligek, d'ar mare ma vezent lakaet c'hoazh e renad al loened. Araokadennoù ar filogeniezh o deus lakaet ar skiantourien da viret an naoutur a loen (anv takson : Animalia) evit ar Metazoa hepken. An takson Metazoa n'eo ket heñvelster ken gant 'Animalia.
Rannet eo klad ar metazoenned etre ar Parazoered (ar spoue) hag an Eumetazoered a vefe en em zispartiet diouzh ar skourroù all 940 milion a vloavezhioù zo[3].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Dictionnaire breton des sciences et des techniques, Kreizenn Ar Geriaouiñ, 2020
- ↑ Jane Reece, Campbell Biologie, Laval, 2012, p. 770
- ↑ Nikoh N, Iwabe N, Kuma K, et al., "An estimate of divergence time of Parazoa and Eumetazoa and that of Cephalochordata and Vertebrata by aldolase and triose phosphate isomerase clocks", in Journal of Molecular Evolution, miz Gouere 1997, levrenn 45, Nnn 1, p. 97–106