Karon
Sinoù diakritek |
---|
Sin diakritek
Breve ( ˘ )
Krogig / Dấu hỏi ( ̉ ) |
Merkoù all implijet a-wechoù evel sinoù diakritek |
Skrab ( ’ ) |
Karon (ˇ), pe caron, zo anv ur sin diakritek implijet el lizherenneg latin, gantañ stumm un tired kognek bihan en tu gin lakaet war ur gensonenn evit merkañ ar staonekadur.
Pa vez ul lizherenn gant ur varrenn serzh, evel L, l, d, t, e vez lakaet dre vras ur virgulenn-grec'h: L’, l’, d’, t’.
Anvet e vez ivez háček (LFE: /hʌːʧɛk/) e tchekeg, mäkčeň («merk blot») e slovakeg, strešica («toennig»), e sloveneg, kvaka pe kvačica («krogig») e kroateg ha serbeg ha katus («toenn») en estoneg.
Daoust dezhi da gaout ur stumm heñvel outañ e ranker ober an diforc'h etre ar sin diakritek-mañ hag ar breve:
- gant karon: Ǎ ǎ Ě ě Ǐ ǐ Ǒ ǒ Ǔ ǔ
- gant breve: Ă ă Ĕ ĕ Ĭ ĭ Ŏ ŏ Ŭ ŭ.
Implijet e vez dreist-holl evit skrivañ ar yezhoù slavek hag ar yezhoù baltek gant al lizherenneg latin met ivez ar friouleg ha yezhoù finnek evel an estoneg, ar yezhoù samiek, ar c'harelieg hag ar finneg (ez-ofisiel e rankfed ober kentoc'h gant š evit gant sh daoust ma vez graet ar c'hontrol gant an darn vrasañ eus an dud).
Implijet e vez ivez gant ar romanekadur pinyin evit merkañ un donenn.
Lizherennoù boutin skrivet gant karon
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Č/č distaget /ʧ/, da skouer e tchekeg Československo «Tchekoslovakia»
- Š/š distaget /ʃ/, da skouer e tchekeg Škoda»
- Ž/ž distaget /ʒ/, da skouer «žal» (glac'har)
- Ř/ř disategt /ɼ/, da skouer e tchekeg Antonín Dvořák
- Ď, Ť, Ň/ď,ť,ň distaget /ɟ/, /c/, /ɲ/, da skouer e tchekeg "Ďábel" «diaoul»
- Ľ/ľ distaget /ʎ/, da skouer e slovakeg "podnikateľ" «kenwerzhour»
- DŽ|Dž/dž distaget /ʤ/, da skouer e tchekeg džungle «janglenn»
- Ě /ě distaget /jɛ/
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |