Mont d’an endalc’had

Serbeg

Eus Wikipedia
Tachenn ar serbeg e e 2006 (liv melen), e-kichen tachennoù ar bosnieg har c'hroateg

Ar serbeg zo ur yezh slavek a gomzer e Serbia ha lod eus ar broioù nes. Ur yezh ofisiel eo e Serbia, kenkoulz hag Montenegro ha Bosnia ha Herzegovina ma kaver kalzik a serbegerien ivez. Ur yezh rannvroel anavezet gant al lezenn eo ivez e Makedonia an Norzh, Roumania ha Kroatia. Komzet e vez gant war-dro 12 milion a dud en holl.

Ur yezh slavek eus skourr yezhoù slavek ar su eo ar serbeg, evel ar c'hroateg hag ar bosneg. Ur mare zo bet ma veze sellet ouzh ar "serbeg-ha-kroateg" evel ur yezh hepken, hag ar serbeg ur rannyezh anezhi. Un toullad yezhoniourien a gendalc'h da welet an traoù evel-se.

Graet e vez gant div lizherenneg dishañval evit skrivañ ar serbeg : gant al lizherenneg kirillek, an hini implijet ar muiañ hag an hini da vezañ graet ganti gant ar velestradurezh, ha gant al lizherenneg latin.