Aragoneg
Neuz
An aragoneg a zo ur yezh komzet en Aragon, kar-tost ha d'ar c'hatalaneg, ha d'ar c'hastilhaneg .
Niver a yezherien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hiziv ne chomfe ken nemet 10 000 yezher, en hanternoz ar vro (Sobrarbe, ha tro-war-dro).
Yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Estroc'h evit aragoneg a vez komzet en Aragon:
- kastilhaneg, pe spagnoleg,
- katalaneg, e reter ar vro, a-hed an harzoù gant Katalonia.
Rannyezhoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a rannyezh zo. Ar benaskeg, pe benasqués, a vez lavaret patués anezhañ gant ar yezherien, eo yezh komzet ar Val de Benás ; an altorribagorzano eo an hini komzet en Alta Ribagorza, dezhi arvezioù etre an aragoneg hag ar c'hatalaneg.
Skritur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daou zoare-skrivañ zo, hag un tamm bec'h etre an div gostezenn.