Mont d’an endalc’had

maouez

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Etimologiezh

Savet diwar an anv-kadarn mav hag al lostger -ez.
Da geñveriañ gant ar ger kerneveurek mowes « plac'h ».
Maouez he c'hazh, gant Auguste Renoir.

Anv-kadarn

maouez /ˈmɔ.wɛs/ benel ( liester maouezed, maouezi).

  1. Den a zo benel e reizh.
  2. maouez kaer : kaerenn
  3. maouez kaezh : kaezhez
  4. maouez koant: koantenn, chevrenn, fulenn, tekenn;
  5. maouez kozh: gwrac'h, kozhardenn, kozhenn, kozhez, kozhiadez;
  6. maouez lart : lardonenn;
  7. maouez lous : louskenn, loudourenn, louzenn;
  8. maouez voan : moanardenn;
  9. maouez paour : paourez
  10. maouez pizh : pizhenn;
  11. maouez stipet : stipadenn;
  12. maouez teodek : teodenn;
  13. maouez tost : tostenn;
  14. maouez treut : treudasenn
  15. maouez a glemm : klemmasenn, klemmerez, klemmicherez;
  16. maouez a lorc'h : lorc'henn;
  17. maouez du he blev : duardez, dukardez;
  18. maouez melen he blev : meleganez;


Deveradoù

Troidigezhioù