krampouezhenn
Neuz
Brezhoneg
- Savet diwar ar strollder krampouezh hag an dibenn-ger -enn.
Furm anv-kadarn
krampouezhenn /krãmˈpweː(z)ɛn/ unanderenn benel (strollder : krampouezh)
- Unanderenn ar strollder krampouezh.
- Kinnig a reer din mont ouzh taol asambles gant ar chef, setu e tebran daou hanter bomelo hag ur grampouezhenn goñfitur paravis d'ur mestr-keginer tagnous, it da c'houzout perak. — (Yann Gerven, Brestiz o vreskenn, Al Liamm, 1986, p. 26.)
- Ur grampouezhenn etre nav, ha c'hoazh e oa manet un tamm brav ! — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 279.)
- Pep krampoezenn a oa ker ledan ha leur-gear Landerne, ... — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 70.)
- Ne ris ket kalz a van ouzh he daeroù, rak gouelañ druz a rae pa gare, da skouer pa c'hwite war ur grampouezhenn, [...]. — (Jarl Priel, Va Buhez e Rusia, Al Liamm, 1955, p. 5.)
- — « .... Ar marichal a zo deuet en-dro, pladet dezhañ e figur evel ur grampouezhenn. ... » — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 124.)
Deveradoù
Troioù-lavar
- Ne vo ket bras lod pep hini :
Hemañ a zo evel ur grampouezhenn etre nav c'hi. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 309.)