a-bik
Neuz
Brezhoneg
- Savet diwar an araogenn a hag an anv-kadarn pik.
Adverb
a-bik /aˈbik:/
- Serzh (diwar-benn dinaou an hentoù, an diribinoù)
- A-blom (diwar-benn an dilec'hiañ en egor)
- Hag e save a-bik en aer hag e tiskenne a-serzh. — (J.K. Rowling, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain, Harry Potter ha Maen ar Furien, An Amzer embanner, 2012, p. 174.)
- Sevel a-bik : dont da vezañ sonn, reut (diwar-benn ar blev war benn unan bennak)
- Eur c'hoarzadenn euzus, skiltrus, krenvoc'h evit ar c'hurun hag an aveliou, a respontas d'ean, ken ma savas e vleo a-bik en e benn. — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 70.)
- Peogwir e oa savet ma bleo a-bik war ma fenn... — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 413.)
- A-bik e save e vlev war e gilpenn. — (J.K. Rowling, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain, Harry Potter ha Maen ar Furien, An Amzer embanner, 2012, p. 214.)