Mond a ran buzubul o selaou an istrogell-ze. (Mond a ra d’ar prenestr). Ha n’eus den war ar blasenn d’ober dezañ stanka e henou ? Morse den war ar blasenn d’ar munut ma vez ezomm euz ar baotred.
La bonne duchesse est maintenant gisante,
Gisante et honteuse, son cul à l’envers,
Ah ! donnez l’aumône au bard’ qui vous chante,
Au barde qui vous fait l’aumône de ses vers.
(An Aotrou JEREMI a gemer eur hreuzeur hag ema o vond da winta anezañ dre ar prenestr war benn ar haner).
An aluzen ? Anduillenn !
Respet deoh ! Aotrou komiser braz, ar hreuzeur a zo din. (Selaou a reont eur pennadig. Ne glever mui ar haner.)
Ouf ! Emichañs ema war hent ar bidouf. Kendalhom !... Peleh ema ho paperou ?
N’em eus na paperou na liziri. Va micher a zo liva. Levriou diwar-benn va micher, netra ken.
Petra eo ar paperig-mañ a zo oh astenn e fri a-zindan an horolach, war mantell ar siminal ? Sevel a ra an horolach hag e kav eul lizer. Lenn a ra.) Eureka ! amañ e oa an teñzor kuzet. Furchet em-eus, poaniet em-eus, kavet em-eus. Ka... vet... em... eus ! Souezet e choman ; penaoz em-eus kavet ken abred an hini a glasken ?... Gwir, gand tregont vloaz er vicher on deut da veza eur fri-furch dispar.Lenn a ra a vouez uhel).
« Va muia karet,