Mont d’an endalc’had

Dogan skolveuriek

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Dogan.

Brud Nevez - Emgleo Breiz, 1991


Jakez Riou


DOGAN
PEZ-C’HOARI




BRUD NEVEZ
EMGLEO BREIZ


RAGLAVAR
Eur Pennadig Istor


Da ruzell-veure unan euz deiziou kenta miz eost 1932 – setu bremañ deg vloaz dres[1], e hoarveze eun darvoud, ha n’oa den en gortoz eus e strakadenn.

E-keid ma oa keal, e kêr-Wened, bokedi gant lidou pompaduz sizunveziad goueliou Pevare Kantved ar Feur-Emgleo a stagas Breiz ouz Bro-Hall, e tarze gand eur vombezenn hag e tisahe, e-kreiz kêr Roazon, ker-benn Bro-Vreiz, arouez-eñvor ar Feur-Emgleo eeun-hag-eeun, eun Delwenneg arem, hweh mil lur a bouez dezi, bet savet eno 21 bloaz a-raog.

An dra a hoarvezas d’ar zul, 7 a viz eost da 4 eur 40 euz ar mintin.

Trouz braz a reas ar poultr, e peb keñver : dindan oabl Doue hag e poull ar halonou. N’oa ket gwelet gwall-vad gant ar Vrezoned skeudenn o zujidigez, en abeg dreist-oll, ma oa bet lakaet an Dukez Anna, gant ar skultour Yann Voucher, da blega he glin dirag roue Bro-Hall azezet. Hag eun dra nevez e oa gweled Brezoned o lavaret : nann ! en doare-ze da aozerien Reuziou Gwened, klevet brogarourien oh embann, gand danvez-brezel, ne gavent ket deread e vije eñvoret, seurt eur Gouel laouen, e Breiz, gand Brezoned, ar Feur-Emgleo a reas ganto mevelien ur Bobl estren.

Paneved goueliou Gwened, koulskoude, ne gredan ket e vije bet eet hekleo tarzadenn Roazon en tu all da harzou Bro-Vreiz. Mouget e vije bet brao-braz ar helou, e heller kredi, gant Servijou an « Agence Havas ». Meneget e vije bet ar « mestaol », a-dra-zur, hogen e c’hweh linennig, ha mad, pell ’zo !... Dizoñj eo ar Hallaoued.

Gwened, avad, he-doa kaset he hefridi da benn gand aket, hag heb damant da gleier, trompillou, ha taboulinou ar Vruderez. E Gwened eo e oa bet sinet ar Feur-Emgleo e 1532. Da Wened e oa, na petra, da vruda war un ton braz ar seurt Degouez Istorel mennet gant Doue E-Unan !

Gand piou an duzig e oe broudet kelaouennerien an « Ouest-Journal », da genta, an « Ouest-Eclair » da heul, ha da houde, oll gazetennou Bro-Hall ?… E-pad c’hweh miz, heb ma oe disterniet eun devez, e oe helibini etre ar helaouennou, o voulla pennadou, o houlennata tud uhel : arzourien, skrivagnerien, politikerien, kargidi, diwar-benn kaerder ha madelez « dimezi » an diou vro, gall ha breizad, oh embann luhskeudennou aozerien ar gouel, ar merhed yaouank a oa da veza « rouanezed » an abadennou, ar brefeded, an eskibien, ar zonerien biniou, an tirvi, ar yer, an istr, — rag « Concours Agricole » a oa ivez, h.a., h.a.

Pajennadou a vefe da skriva diwar-benn an traou mad mesk-ha-mesk gant an traou droch, a oe dibunet er helaouennou da rei lufr da Reuz ar pevare Kantved.

Ha gouel a oe, ken a foeltre, e Gwened, penn-da-benn eur sizun ! Va zesteni a hellan rei, rag eno e oan, ha kazetenner ahanon, ouspenn.

Ha brud a oe : kazetennerien oll gelaouennou Europa, da lavared eo Daoulagad ha Diskouarn ar Bed-oll, a oa deredet da Wened, da weled, da gleved, ha da rei testeni a-zivoud Unvaniez didorr Breiz ha Bro-Hall, da embann ne weled du-mañ na liou na roud euz an dispaherien, a lavared e vagent keuz d’ar Frankiz a wechall. Paotred « Breiz Atao ? »… Eun dornadig fentigellerien !…

Ar zul, 7 a viz eost, a oa da veza an Deiz Braz. Ambrougadenn geneduz a-dreuz strêdou kêr, dre zindan ar bolzou-enor ha mor lïezlivet ar bannielouigou flammeg ; bole ar hleier, tennadeg kanoliou ; prezegenn dindan Kohu an Ed, gand an Aotrou Edouard Herriot, Ministr Braz Bro-Hall ; c’hoariva, sonerez, korolladegou al Loie Fuller, ha n’on dare mui petra…

Eun devez a hloar, e vije bet ar Zulvez-se, paneved taol-trafalgar Roazon.

Padal, a-raog an deiz, en-doa tarzet ar Monumant.

Ez-skwer e oa bet skoazellet Roazon gand Gwened !…

E Redon e oa erru an Aotrou Herriot, o tond diouz Pariz da Wened gand e goskor, pa glevas ar helou diwar diweuz mêr Roazon e-unan, an Aotrou Lemaître.

Ministr Kenta ar Hallaoued a lammas diwar beg e deod ar ger estlamm galleg brudet :

— « M… ! Petra ’lavarin dezo ? »

Dezo ?… D’ar Vrezoned deredet da Wened da ober degemer Dezañ, Kannad Bro-Hall, en ano Breiz Leal… Rag anad e oa, adaleg neuze, n’oa ket « leal » an oll Vrezoned !…

Tomm bero ruz e oa an heol, ar zulvez-se, en eun oabl hinon. Eun heol a viz eost. Ar Pennou-Braz, avad, e oa bet skornet o dremmou dezo gand ar helou kasauz. Ha ne oent ket evid diskornan a-hed an deiz.

Dremmou Gwenediz hag ar weladennourien n’oant ket heñvel. C’hoarzin a ree ar re-mañ gand eur joa divergont, o kleved an nevezinti. En ostaleriou leun-tenn hag en tiez, e touged yehedou da ziskar an Delwenneg ha d’an « dorfetourien » dianav


Ar boliserien, kennebeud, n’oa ket dizeblant o dremmou. Gweled a reent, hiviziken, eun « otonomist » milliget e kement kristen a yee re zonn gand e hent…

Diwar neuze, n’eo ket mui c’hoari e oe. Dindan boan lakaad goueliou Gwened da goll lufr ha talvoudegez, e oa red teurel an dorn prim ha buan war unan pe unan euz dismantrerien ar Monumant. Ouspenn m’o-doa eur vezekadenn da walhi. Soñjit eta ! kemennet e oa bet, en a-raog, dezo, poliserien, ha d’ar helaouennou, gand eur helh-lizer sinet : « Gwenn-ha-Du », e vije bet diskaret Delwenneg Roazon, da geñver goueliou Gwened !!! Ha kemeret e oa bet lizer ar Gevredigez Kuz evid eur godiserez !

Distaget e oe an oll friou-furch a-dreuz ar vro, hag e kement kêr ma vev Brezoned. Toullbahet e oe gwazed youank, heskinet berniou tud, ha greet, e-kerz c’hweh miz, furchadennou e ti ouspenn tri mil Breizad, kabluz dre ma karent o bro, pe, zoken, peogwir e ouient lenn ha skriva brezoneg.

Ne oe ket dizoñjet, evel just, nag aozer al linennou-mañ, na saver ar pezig-c’hoari a vo lennet da heul, nag arzour an tresadennou.

Difreta, klask ha diglask a oe greet, a-dreuz hag a-hed, e-pad miziou ha miziou…, padal, chomet eo ar Polis… ar pez a lavar Jakez Riou. Goueliou Gwened n’o-deus mui a dalvoudegez ; ha Ti-Kêr Roazon a zo goullo atao deg vloaz diwezatoh, logell e Vonumant.

E Gwened e oa ganin Jakez Riou ha R.-Y. Creston e-pad ar Zizunvez estlammuz. Meizet o-doa raktal da begen braz he-dije tennet strakadenn Roazon ; lakaet he-doa ivez da darza ar strobinell a oa kiliet ha morzet ganti ar Vrezoned.

War an taol, avad, n’oant ket bet heb merzout ar strafuill iskiz a grogas er Boliserien ; evel merien pennfollet e oant deut da veza, en o hrugell dizahet… Ha plijadur dim, gwalh or halon !

An taol breskenn-ze eo o-deus fellet da Jakez Riou ha da R.-Y. Creston skeudennaoui, en enor da Zarvoud-Meur ar 7 a viz eost 1932, e Roazon. Evel-se, e reas, en Amzer-Goz, an dramatour Æskulos : goude emgann-treh Salamis, e-leh lakaad Hellasiz da hweza gand al lorh war leurenn ar c’hoariva, e tiskouezas dezo ar Bersed fêzet, gand o hlemmou hag o hañv du.


Skrivet ha skeudennaouet eo bet daou arvestig an « Dogan » war an tomm, er bloavez 1932. Diembann e oant chomet, beteg henn, en abeg da veur a zarvoud ; ha menegi a hellan, e-touez ar re hrevusa, maro, e miz genver 1937, or heneil Jakez Riou, ha, goude-ze, ar brezel.

Hogen, setu-ni erru war dreuzou miz eost 1942. Trouz em-bije bet, hag eñ eet da Anaon, gand an dranta hag ar muia awenet euz or skrivagnerien — anvet em-eus Jakez Riou — ma n’em-bije ket roet d’am henvroiz ar pezig-c’hoari drant-mañ, da goulz degved Deiz-ha-Bloaz diskar ar « Monumant ».

Youenn DREZEN
Roazon, 31 a viz gouere 1942.




Tud ar c’hoari


LOM, eur polis,

LAOU, eur polis,

JEREMI, komiser,

POLISED 22, 6, 50, 9, 13,

AN ARZOUR,

AR HANER, er-mêz.







KENTA ARVEST



Bureviou ar polis, e kêr Roazon.

Allo ! allo !… Eur hard eur ’zo emaon o hopal e genou ar pellgomzer ha ne deu respont ebed din dre an orjalenn.

LAOU

Ken dit chom eur pennadig heb hopal, hag e teuio dit marteze eur respont bennag.

LOM

(droug ennañ) Allo ! allo ! Bouzar eo ar homiser Jeremi… Tri mil hast !...

LAOU

Unan hepken…

LOM

Unan petra ?

LAOU

Unan hepken. (Sila a ra dezañ eun draig bennag e pleg e skouarn.) Eur hast hepken. Den ne respont ha den ne responto : an Aotrou Komiser braz a zo, d’an eur-mañ, o c’hoari gand… Kompren a rez, Lom ? Unan hepken…

LOM

Ho ! la ! la ! ar seurt traou-ze a gomprenan dioustu. (C’hoarzhin a reont). Adarre gand e vestrez koant. A ! hennez a zo eul loen, m’hel lavar dit. Ha setu perag en deus kaset e wreg da Zant-Malo !…

LAOU

D’an otel Solidor. Evid yehed an itron, a lavar an Aotrou.

LOM

A ! Sant Malo benniget… Kerniel ar vaouez kêz a dle beza re bar da douriou an Itron-Varia. (Er pellgomzer) Allo !… Allo !

LAOU

Koll a rez da amzer, ha koll a ri da vouez.

LOM

Koulskoude, n’on ket evid chom heb goulenn.

LAOU

Goulenn pe chom hep goulenn a vo ingal din. Pa lavaran dit emañ, d’an eur-mañ, souchet brao e gwele e vestrezig.

LOM

Mar ne deo ket bet dihunet gand ar stailladenn spontuz, neuze moarvad, n’en-deus ket bet damant da nerz e gorv.

LAOU

Hennez a zo eur hole-taro.

LOM

Allo !… Allo !… An hoh anezañ ! ne responto ket.

LAOU

Ar ger Jeremi a zegouez gand salopri… (Ar homiser o tond tre).

JEREMI

Allo ! petra ’ hoarvez ?

LAOU

Petra ’ zo c’hoarvezet ?

LOM

Eun hanter eur ’ zo emaon…

LAOU

(Da Lom) Da henou !... (D’ar homiser). En dra spontuz a zo c’hoarvezet.

JEREMI

Petra ’zo c’hoarvezet ha petra a zo spontuz ?

LAOU

N’hoh-eus ket klevet eur stailladenn da bemp eur nemed ugent ?...

LOM

Eur boum hag eur bing, ’vel an Ivern o tarza.

JEREMI

Klevet em-eus - dre gousk pe dihun - ar boum hag ar bing, hag evid-se emaon amañ, beure mad.

LOM

Evid-se e halven ahanoh.

JEREMI

(Taer) ...Evid-se emaon amañ.

LOM

An Aotrou Komiser ne oa ket er gêr, moarvad ? O ! n’eus forz.

JEREMI

Hañ ?

LOM

O ! pep hini a zo libr...

JEREMI

Inosant, petra a zo c’hoarvezet ?

LOM

(Krenn), Ar monumant a zo bet dihastet.

JEREMI

Hañ !

LAOU

A zo bet diskaret.

JEREMI

Monumant piou ha monumant petra ?

LOM

Ar monumant kaerra a oa e kêr Roazon.

JEREMI

Hini plasenn an ti-kêr ?

LOM ha LAOU

Ya ! Monumant an Unvaniez !

JEREMI

Ar Mo... Ar Mo... mo... nunu... Allaz ! Allaz ! (Hag e kouez war e goañze, mantret).

LOM

(Mao an tamm anezañ, gand e zeskadurez nevez prenet) Gouzoud a rez, Laou : an unvaniez etre Breiz ha Bro-Hall ?

LAOU

Gouzoud a ran ; mil bell ’zo eo bet desket din ar gentel-ze euz on istor.

LOM

Te ’ oar an dra-ze mil bell ’zo ha me n’em-eus desket ar gentel-ze nemed ar mintin-mañ, - gand ar gazetenn ! Gwir eo, n’on ket bet keid ha te er skoliou ha den ne zeskas din e oe ar Vretoned, gwechall goz, o mistri dezo o-unan. Pevar hant vloaz ’zo nemetken, eo bet staget Breiz ouz Bro-Hall, ha ne oulen ket... Na tad, na mamm na mestr ne zeskas din ar gentel-ze. (Breizad taer, en eun taol). Tad, mamm ha mistri-skol a zo torfetourien.

LAOU

N’int ket torfetourien, Lom ; rag, kazi zur, ne oant ket gwall zesket o-unan.

LOM

(Eüruz). Hizio, e Gwened e vo greet gouel braz gand pevare kantved an Unvaniez, hag, eeun hag eeun, d’ar penn-devez... bing ! Hervez ar mod, ne blije ket ar monumant-se d’an oll.

JEREMI

Hañ ?

LOM

Me ’oa o tisplega da Laou penaoz eo c’hoarvezet an taol...

JEREMI

An taol, ar gwall daol... Daoust hag eo c’hoarvezet e gwirionez ?

LAOU

Mar deo c’hoarvezet ?

LOM

Flastret ha flistret.

LAOU

Mahagnet e kement korn ha war gement tu.

LOM

Friket.

JEREMI
(O prederia). Hirvoudusad noz !
LOM

Eur zaladenn.

JEREMI

(Evel o tihuni). Eur zaladenn ?

LOM

Ya ! ar monumant.

LAOU

Re wir.

JEREMI

A du ganto emaoh ?

LOM ha LAOU

Hopala ! ha n’emaon ket.

LOM

Ar hontrol beo. Ni a zisplege an eil d’egile penaoz eo c’hoarvezet an taol evid gouzoud an tu da lakaad or hrabanou war an dorfetourien.

JEREMI

Ped eur eo ? (Selled a ra ouz e vontr). Pemp eur hanter...

LOM

Eun hanter eur on bet o telefoni...

JEREMI

Piou a houlenn netra diganit ?... Perag eo bet gwintet ar monumant da bemp eur nemed ugent ? N’oa den eta war ar blasenn ? (Lom ha Laou a zell an eil ouz egile, nehet) Respontet ’ vin ?

LOM

Feiz ! evel kustum e oa, Aotrou Komiser.

JEREMI

Petra ’oa evel kustum ?

LOM

Ne oa polis ebed.

JEREMI

Siwaz ! ne oa polis ebed war ar blasenn d’an eur euz an noz ma oa lankidi o lakaad an tanfoeltr. Ne oa den war ar blasenn !… Ha perag, ne oa den war ar blasenn, d’an noz ha d’an eur ?…

LOM

N’ouzon ket, Aotrou Komiser.

LAOU

Me n’ouzon ket muioh.

LOM

N’eo ket me ar mestr.

JEREMI

Me eo ar mestr. Nemed peleh ema hoh Iñspektor ?

LOM

Eiz devez en-deus kemeret.

JEREMI

Brao emaon ganti. Kemer eiz devez repoz d’ar zeiz a viz eost mil nao hant daou ha tregont. Den ebed war ar blasenn evid diwall monumant an Unvaniez !… (E zivreh d’al laez) Biskoaz kemend all ! Domaj eo n’oh ket bet gwintet ivez, rag, ma red an dorfetourien, daou dorfetour a welan dirazon.

LOM

(Da Laou) Ha me a oa em zoñj kaoud avañsamant.

LAOU
Da avañsamant ha va hini a zo e sah an diaoul.
JEREMI

Sac’het on. (Goude eur pennad). Ha piou ar mestr amañ goude ar mestr ?

LOM

Me eo ar mestr war-lerh an hini all.

JEREMI

Dioded lakaet da vistri. Souezuz eo n’out ket deut a-benn da houzoud, te pe unan all, a-hed da droiou a-dreuz kêr, e vije bet diskaret ar monumant d’ar beure.

LOM

Feiz, nann !

JEREMI

Na den, na piou, na penaoz, na petra, peleh... Mad, paotrig, gouzoud a ri heb dale pell, piou eo ar mestr braz en ti-mañ. Ha n’ah-eus zoken kaset den war-lerh ar voiouchen ?

LOM

N’em-boa den da gas.

JEREMI

Peleh ema neuze paotred an Urz : polis war droad ha war vilo, archerien, ar hedourien war varh ?...

LOM

E Gwened, Aotrou Komiser.

JEREMI

Ar polis e Gwened hag ar reuz e Roazon ! O ! malloz ruz ! C’hwi ’oar ha me ne ouien ket... Oll int bet kaset da Wened ?

LOM

Hiniennou a zo e kêr gand o zervich.

JEREMI
Ha n’int ket deut c’hoaz en-dro ?
LOM

Marteze emaint war-lerh an dorfetourien ?

JEREMI

(Selled a ra ouz Laou o tastum e gartou.) Petra an dra-se ? Ma n’eo ket malevuruz ! Servicherien ar Vro o c’hoari "manille" hag an tan e kêr hag an dorfetourien o redeg ! Den n’en-doa gouezet, den n’en-deus gwelet ! (Gwinta a ra gand penn e vaz ar hartou a-ziwar an daol.) N’eus bet den gloazet na lazet ? N’eo ket euz ar polis e komzan, nemed eus an dremenidi.

LOM

N’on-eus klevet klemm ebed war ar blasenn, Aotrou Komiser.

JEREMI

Ken buan eun tad a famill o vond abred da gemer an tren, pe eur paour kêz micherour o vond da besketa, a vije bet tizet gand an tammou houarn talmet ha strinket tro-war-dro. Petra ar baperenn-mañ ?

LOM

Abaoe deh, d’an noz, ema war ar bureo. Soñjet em-boa da genta he has deoh d’ho ti.

JEREMI

Ne dalveze ket ar boan. Arabad e vije bet, zoken. Pa ne deuan ket d’ar bureo, ar paperennou degaset em ano a zo da veza miret war ar bureo, nemed urz e vije bet roet dit a-raog, d’o degas din, d’am zi. (Regi a ra golo ar baperenn, benn a ra ar baperenn). Tonnerre de Dieu ! dleet e oa degas an dra-ze din dioustu.

LOM

Mez...

JEREMI
D’ar red, d’ar red...
LOM

N’em-boa urz ebed.

JEREMI

Ar paperou didalvez a hell gortoz em buro ; nemed hemañ a oa ar re gapitalla, ha n’ah-eus ket gouezet. Azen ahanout, azen gorneg memez, n’ouzez ket an A B K euz da vicher.

LOM

Peleh em-bije kavet an Aotrou Komiser ?...

JEREMI

Em zi, em zi... (Selled a ra ouz Lom gand daoulagad kasauz). Em zi... (Lenn a ra, a vouez uhel, ar baperenn).

KUZUL-MEUR GWENN ha DU

« Ema ar Hallaoued o lida hizio an deiz ma oe trehet ar Vretoned pevar hant vloaz ’zo ha staget Breiz ouz Bro-Hall. Bretoned om atao. N’om ket bet gounezet c’hoaz abaoe pevar hant vloaz m’ema ar Hallaoued er vro. Felloud a ra dim eta, e vefe renet Breiz hiziviken gand Bretoned a ouenn, evid brasa mad Pobl Vreiz.

Kregi a reom en emgann evid deubidigez ar bro, e deiz ha bloaz he sujidigez, en eur zistruja arouez or sklaverez bet savet gand or mistri e-kreiz ar hêrbenn. »

Dre urz : GWENN-HA-DU.

An torfetour en-deus bet ar vadelez da lavared dim, neizeur, e vije bet diskaret ar monumant d’ar beure, ha den ne ouie... ha den ne ouie...

LOM

Domaj eo, Aotrou Komiser, n’eo ket bet digoret al lizer.

JEREMI
Domaj eo n’eo ket digor da spered... Koll a ra unan e benn.
LAOU

(Dezañ e-unan) Er bloaz a zeu, d’ar mare-mañ, ni a ’vo adarre on-daou, Lom ha me, o labourad douar. (Sellet a ra piz ouz ar sinadur war ar baperenn).

JEREMI

Piou eo Gwenn ha Du ?

LAOU

(Mao an tamm anezañ). Aotrou Komiser, Gwenn ha Du n’int ket anoiou tud. Ar gwenn hag an du zo liviou, er politik. (O vond, a gred dezañ, a-du gand e vestr). Ar gwenn hag an du a zo mad, nemed ar ruz a zo an tad.

JEREMI

(Heb selaou). Gwenn ha Du ?... Daou e tleont beza.

LAOU

Aotrou Komiser, gwenn ha du a dle beza liviou Breiz.

JEREMI

Liviou Breiz ?

LAOU

Liviou ar banniel.

JEREMI

Daoust ha Breiz he-deus eur banniel ?

LAOU

Sur he-deus.

JEREMI

Nann ! (Dezañ e-unan). Banniel Breiz e tle beza. Piou ar re-ze : gwenn ha du. (O prederia, eur pennad. Da Laou ha da Lom) Penaoz ? C’hwi atao amañ, ha Gwenn ha Du o redeg ?

LOM
Mond a ran.
LAOU

Mond a ran ivez. (Mond a reont).

JEREMI

Polis an diaoul ! (Eur polis o tond trumm)

N° 22

Aotrou Komiser, gwelet em-eus eur wetur-dre-tan, tiz braz warni, o vond war hent Redon. An torfedour a zo e-barz.

JEREMI

Eñ e-unan en-deus roet dit da houzoud e oa e-barz ?

N° 22

E gwirionez, n’em-eus ket gouezet, nemed sur on, hervez tiz ar wetur.

(An N° 6 o tond)

N° 6

Aotrou Komiser, eun den en-deus treuzet, eun eur ’zo, plasenn an ti-kêr hag a zouge en e zorn eun dra bennag.

JEREMI

Petra ’zouge ?

N° 6

N’ouzon ket. Marteze, avad, e oa eun dra dañjeruz hag an den a hell beza an torfetour. Rag, da genta e jilgamme, kerkent, avad, m’en-deus gwelet ahanon, en-deus trohet kuit, ha, pa oa eet a-ziwar weled, ne jilgamme mui.

N° 50

Aotrou Komiser, daou zen o-deus treuzet, bremaig, war vilo-tan, plasenn Santez-Anna... Eur gwaz a-dreñv, eur vaouez araog... Nann, ar hontrol a fell din lavared. Chouket e oant o-daou gand aon da veza anavezet. Eun trouz spontuz a ree ar vilo-tan ha tiz an diaoul oa warnañ, ken na daole moged. War o lerh em eus redet, en eur zoñjal e vijent chomet a-zav en eun tu bennag, tost da Roazon. N’o-deus bet pann ebed hag, a-benn bremañ, moarvad, e tleont beza pell.

JEREMI

Pe hent o-deus kemeret ?

N° 50

Hent Sant-Malo.

JEREMI

A, ya ?

(An N° 9 o tond)

N° 9

Aotrou Komiser, tri den a zo o pourmen war lez ar Wilen... Tri den : unan braz, unan bihan hag unan etre daou. An hini braz, braz evel eur skeul ; an hini bihan, skañv evel eur marmouz evid pignad war gein an hini braz ha lammad a-dreñv ar monumant ha lakaad an tan e poultr. An hini etre daou a oa evid ober ar ged.

JEREMI

Gwelet mad hoh-eus anezo ?

N° 9

Ha klevet ar pez a lavarent.

JEREMI

Ha petra a lavarent, an eil d’egile ?

N° 9

An hini braz a lavare d’an hini etre an daou : hizio e vo gwall sklêr an dour evid chom e Roazon.

JEREMI
Pesketourien int neuze !
N° 9

Marteze pesketourien ha kazi zur pesketourien « en eau trouble » da lavared eo an dorfetourien, ha « gwall sklêr an dour » a zo geriou troet evid lavared : gwall zañjeruz ar pavez evid chom e Roazon.

(An N° 13 o tond).

N° 13

Aotrou Komiser, pevar den am-eus gwelet war-du an Tabor. Pe goz pe yaouank e oant, n’ouzon ket re vad. Unan ’oa kamm, an daou all a oa evel c’hwi ha me. Ha marteze an hini kamm ne oa ket kamm, an hini tort ne oa ket tort hag an daou a valee kompez a zo marteze tort ha kamm en o bale ordinal. Noz oa.

JEREMI

Ya ! Ya ! gweled a ran ; ho tiskleriaduriou a zo ivez gwenn ha du ha n’oh ket souezet eo bet diskaret ar monumant gand kement a dud e kement korn euz kêr. (Eur pennad. Dezañ e-unan) Taol Gwenn ha Du zo bet greet a-hed an noz, pe, d’an nebeuta, a-raog an deiz. N’int ket moarvad paotred dispont ha dond a rin a-benn da graouia war eun dro an du hag ar gwenn. Gwenn ha Du... Gwenn ha Du a zo da gavoud. (D’ar polis). Chomit eun hanter ahanoh war ar blasenn, da ziwall ar monumant en kas e vefe laeret eun tamm bennag anezañ ; an hanter all a stanko an hentou a zegas da Roazon. Klevit : eur muntrer a zistro alïez da dachenn e dorfed, keuz ennañ pe fouge. Taolit evez eta ! An hini kenta a dostao ouz ar monumant bruzunet, lakait dezañ an ereou ; an neb a dremeno e-biou dezañ en eur hoarzin pe zoken gand eur mousc’hoarz, an ereou dezañ ; d’an neb a glasko kuitaad Roazon, pres warnañ, an ereou ; d’an neb a droio kein ouz ho kweled, an ereou ; d’an den a dremeno, stouet e benn, an ereou. Ereou ! ereou ! gand ma vo ereet an torfetour gwir ! Gwenn ha Du a zo da gavoud. Kleved a rit ! Ahe ! prim ahann ha pep hini en e blas, ha degasit din eur gwenn pe eun du. An hini a raio kazeg en e dro en-do keuz moar-vad. (Ar polis en em denn). Pa zoñjan e paro bremaig an heol war blasenn an ti-kêr... Ha pa zoñjan e paro an heol-ze e leh all ivez... (Selled a ra ouz an deiziadur a verk 7 a viz Eost 1932. Diframma a ra ar bajenn, ouz hoezortuilla, en eur waska war e imor). Seiz… a… viz eost mil… nao hant… daou… ha… tre… gont…




EIL ARVEST

Kambr un arzour yaouank

AN ARZOUR

Hi ! hi ! hi !… ha ! ha ! ha !... Petra ’m-eus gwelet ? Petra ’m-eus lennet ? (lenn a ra eur pennad a vouez uhel) « Ar mintin-mañ, lakepoded o-deus diskaret monumant an Unvaniez. » Lakepoded ! Hag amañ : « Ma vez kavet an torfetour, e hell beza barnet d’ar maro… » Oho ! o! o! (Lenn a ra) :

Pennad 434-ved (Lezenn 13 mae 1863)

« An neb piou a vo bet lakaet, a-youl hag a-ratoz, an tan-gwall e savadurioù, listri, bagou, magazinou, chanteriou, gand tud o chom e-barz, pe a hellfe tud beza o chom e-barz, ha bewech, e lehiou annezet pe annezeg, pe ez int perhennet pe ne dint ket, gand an torfetour, a vo barnet d’ar maro. »

Pennad 435ved (kemmet gand Lezenn 2 ebrel 1892)

Eilved dilinenna.

« Al lakaad gand eur meno-torfed war eun hent boutin pe berhennet eun ardivink-tarza a vo hevelebekaet ouz ar hlask-muntra a-youl hag a-ratoz. »

A ! A !… Lakepoded !… Torfetour!… Ar maro !… Dihouget… Paotred ar hazetennou a skriv, memestra, berniou sotoniou. Tud farsuz pe tud diskiant. Dond a ra an dour em daoulagad… gand ar joa. A ! A ! A !… (Skei a raer war an nor) Deus tre ! A! Gortoz ! gortoz ; prennet eo an nor. Te an hini eo, Youenn ? (Digeri a ra an nor. Eun den, barodenn du, gand eun tok melon hag eun disglavier, a zeu tre).

JEREMI
Ar polis an hini eo.
AN ARZOUR

Deuit tre, memestra !

JEREMI

Me eo ar homiser braz.

AN ARZOUR

Dezañ ar brasa salokras. Azezit !

JEREMI

Trugarez ! N’on ket skuiz ha, dreist-oll, n’em-eus ket amzer da goll. Evid labourad on deuet amañ.

AN ARZOUR

A, ya ?

JEREMI

Souezet oh moarvad, o weled ahanon o tond ken abred d’ober eun enklask en ho ti ?

AN ARZOUR

Feiz ! N’on ket re an oll. An arzourien a zo boazet da weled kemend all a draou : kaer ha divalo, noaz ha dinoaz... Peseurt enklask ho tegas ?

JEREMI

Evid ar monumant… Kompren a rit bremañ, emichañs.

AN ARZOUR

Ho komzou a gomprenan ; a-hend-all, avad…

JEREMI

Da furchal en ho ti.

AN ARZOUR

A-berz piou an enor braz-se ?

JEREMI

Na hoarzit ket ! Tremenet eo ar mare. Kemer a ran eur gador, kemerit unan all. Meur a dra am-eus da houlenn diganeoh.

AN ARZOUR

Senti a ran. (Azeza a ra)

JEREMI

Savit ho torn dehou, ha touit e lavarot ar wirionez ha netra nemed ar wirionez.

AN ARZOUR

(o sevel e zorn) Toui a ran.

JEREMI

Peleh hoh-eus tremenet an noz euz ar c’hwec’h d’ar seiz ?

AN ARZOUR

E Sant-Malo, aotrou komiser.

JEREMI

E Sant-Malo ? Gevier ! E Roazon oh bet gwelet er beure-mañ, pa zone pemp eur e tour an iliz veur.

AN ARZOUR

N’eo ket gwir.

JEREMI

Mad ; an eil gaou.

AN ARZOUR

Ar wirionez.

JEREMI
Gwelet e vo, paotrig, piou ema ar wirionez ouz e du. Ha bremañ selaouit mad ha respontit frêz : perag hoh-eus diskaret ar monumant ?
AN ARZOUR

A ! A ! biskoaz kemend-all ! Me an hini en-deus diskaret ar monumant ?

JEREMI

Ya ! C’hwi an hini eo, ha me ho ped da chom heb c’hoarzin e-keit ha ma vezin dirazoh.

AN ARZOUR

A !… A !… A !…

JEREMI

Ne vin ket paket genaoueg gand hoh A ! A ! A ! Anzav a rit pe ne rit ket ?

AN ARZOUR

Anzav petra ?

JEREMI

Te an hini eo ; prouet eo.

AN ARZOUR

Bezit seven, aotrou komiser braz, ha lavarit c’hwi !

JEREMI

Maleveruz eo, memestra, lavared : c’hwi ! d’eun torfetour. Pa ne fell ket deoh anzav, gwaz a-ze ! Ober an azen ganin, ha lavared din e oa en e wele, e Sant-Malo… A ! Sant-Malo benniget !…

AN ARZOUR

E Sant-Malo e oan, Aotrou komiser…

JEREMI
Ta ! ta ! ta ! Kompren a ran : e strêd Sant-Malo, e Roazon, ha goude blasenn Santez-Anna, hag, ahano, dre laer ha dre guz, cheddit en ho torn, beteg plasenn en Ti-Kêr, hag eno… boum !
AN ARZOUR

E Sant-Malo, en otel Solidor.

JEREMI

Ta ! ta ! ta ! gwelloh e karfen bezan dogan eged kredi ho kevier.

AN ARZOUR

I ! I ! I !

JEREMI

Perag e c’hoarzit ?... Hogen, evid furchal on deut amañ.

AN ARZOUR

Furchit !

JEREMI

Peleh emañ ho liziri ?

AN ARZOUR

N’em-eus ket a liziri.

JEREMI

Eur bern mignoned a skriv deoh, koulskoude. Gouzoud a ran o anoiou ; gand eur paotrig euz ar P.T.T int bet degaset din.

AN ARZOUR

Mignoned, ha mignonezed zoken, ken aliez ha bemdez... Nemed ne viran ket o liziri. O devi a ran, kerkent lennet.

JEREMI

A ? Perag e tevit anezo ? Gand aon marteze da veza diskuliet ganto eun deiz bennag ?

AN ARZOUR
Abalamour ne gomzont nemed euz karantez, ha morse euz Breiz.
JEREMI

Diod an hini ho kredo. Louarn oh ; re hir avad, eo ho lost.

AN ARZOUR

Hirig, aotrou komiser.

(An Ao. Jeremi a furch.)

JEREMI

Paperou koz... Petra ’dalvezont ?... Hum... Eur poltred... Piou honnez ?

AN ARZOUR

Va hoar vihan.

JEREMI

Pe oad he-deus bremañ ?

AN ARZOUR

Er bloaz-mañ he-deus greet he fask kenta.

JEREMI

Peleh ema o chom ?

AN ARZOUR

E ti he zad hag e mamm.

JEREMI

Mad ! Derhel a ran ar poltred-se ganin. Marteze e talvezo diwezatoh. Ne oar den... Hag ar poltred-mañ ?

AN ARZOUR

Hini va mamm-goz.

JEREMI

En em zarempredi a rit ?

AN ARZOUR
Daou vloaz ’zo n’en em zarempredom mui.
JEREMI

A ! N’en em zarempredit mui ? Perag ?

AN ARZOUR

Daou vloaz ’zo eo bet kaset d’ar vered.

JEREMI

Neuze, ar poltred-se n’en deus talvoudegez ebed... (Teurel a ra ar poltred war an daol. En traoñ, war ar ru, eur paour a gan war e zornoglez. Jeremi a selaou, sebezet da genta, ha mantret goude).

AR HANER

Mes chers et bons amis, écoutez la nouvelle,
Une nouvelle triste et fraîche d’aujourd’hui ;
Le monument de l’Union vient de faire étincelle
Et, comme une salade, il s’est aplati.


JEREMI

O ! Petra ’glevan ? Piou hennez ? piou hennez ? (Ema o vond er-mêz.) Allaz ! allaz ! n’on ket evid mond ahann ; paneved se...

AR HANER

Il s’est aplati comme une salade
En tombant d’la niche où il était logé ;
Et moi, en vous donnant cette sérénade,
Je sens que mon coeur s’est aussi brisé.


JEREMI

N’ema ket c’hoaz er bidouf ?

AR HANER

Je sens en mon coeur une grande tristesse
En songeant à ce bronze qu’était si bien niché.
Le duo d’amour du roi et d’la duchesse
Est mort le sept août, hélas ! assassiné.

JEREMI

Mond a ran buzubul o selaou an istrogell-ze. (Mond a ra d’ar prenestr). Ha n’eus den war ar blasenn d’ober dezañ stanka e henou ? Morse den war ar blasenn d’ar munut ma vez ezomm euz ar baotred.

AR HANER

La bonne duchesse est maintenant gisante,
Gisante et honteuse, son cul à l’envers,
Ah ! donnez l’aumône au bard’ qui vous chante,
Au barde qui vous fait l’aumône de ses vers.

(An Aotrou JEREMI a gemer eur hreuzeur hag ema o vond da winta anezañ dre ar prenestr war benn ar haner).


JEREMI

An aluzen ? Anduillenn !

AN ARZOUR

Respet deoh ! Aotrou komiser braz, ar hreuzeur a zo din. (Selaou a reont eur pennadig. Ne glever mui ar haner.)

JEREMI

Ouf ! Emichañs ema war hent ar bidouf. Kendalhom !... Peleh ema ho paperou ?

AN ARZOUR

N’em eus na paperou na liziri. Va micher a zo liva. Levriou diwar-benn va micher, netra ken.

JEREMI

Petra eo ar paperig-mañ a zo oh astenn e fri a-zindan an horolach, war mantell ar siminal ? Sevel a ra an horolach hag e kav eul lizer. Lenn a ra.) Eureka ! amañ e oa an teñzor kuzet. Furchet em-eus, poaniet em-eus, kavet em-eus. Ka... vet... em... eus ! Souezet e choman ; penaoz em-eus kavet ken abred an hini a glasken ?... Gwir, gand tregont vloaz er vicher on deut da veza eur fri-furch dispar.Lenn a ra a vouez uhel).

« Va muia karet,

« Da darz an deiz gand arm o tarza, ni a lido dirag ar bed oll, ar pevare kantved. » Al lizerig a zo sinet : Berneza.

AN ARZOUR

Eun ano flour.

JEREMI

Mil bennoz : ano va gwreg !

AN ARZOUR

Gouzoud a ran.

JEREMI

Gwaz pe vaouez eo Berneza ? E skritur moul eo bet skrivet al lizer ha gand ar skriverez eo sinet an ano.(Eur pennad) N’eus forz ; dond a rin da houzoud ha dindan bragez pe dindan broz e kavin krohenn Berneza...

AN ARZOUR

Al lizer-ze a oa eul lizer sakr.

JEREMI

Anzavet hoh-eus. Sklêr eo an afer penn-da-benn ha ne dalvez ket ar boan chom da furchal pelloh. Setu amañ, a-berz ar barner, eur baperenn hag a bed ahanoh da zond bremañ d’am heul.

AN ARZOUR

Ho polontez bezet greet !

JEREMI
C’hoarzit goap da hortoz c’hoarzin glaz... (Eur pennad) Marteze en eur furchal pisoh e kavin eun ano all, gwaz pe vaouez, rag daou e oant evid kas o zaol da benn... Ha c’hwi, pehini oh euz an daou ? Ar gwenn pe an du ? (An Arzour a ginnig mouga kement e c’hoarz.) Goude c’hoarzadeg e vo leñvadeg, paotrig. Diskouezit din ar poltredou hoh-eus livet.
AN ARZOUR

Ne dalvezo ket deoh, Aotrou Komiser braz, arvesti poltredou livet gand eun arzour yaouank. Emaoh o tond ouz lavared edo echu hoh enklask.

JEREMI

Gouzoud a ran, moarvad, ar pez am-eus d’ober. Gwelom ! (Digori a ra eur hartoñs ez eus ennañ taolennou.)

AN ARZOUR

Na zellit ket outo, Aotrou Komiser ! Divenn a ran.

JEREMI

N’em-eus na divenn nag urz da reseo digand den, amañ. Piou ar mestr, d’an eur-mañ, en ti ?

AN ARZOUR

An hini a oa mestr a-raog, a zo bremañ ar mestr.

JEREMI

A ! A ! A ! arzourig farsuz...

AN ARZOUR

Gwelit !

JEREMI

Ar pez a ran. O ! an daolenn-mañ a zo kaer kenañ : bleuniou mae, bleuniou a garantez tener. hag amañ, eur hein noaz. Eur hrohenn flour he-dous hounnez, moarvad. (Luchad a ra ouz an arzour.)

AN ARZOUR

Gwir eo.

JEREMI

An trede-mañ, petra ’dalvez ?

AN ARZOUR

N’he-deus an daolenn-ze talvoudegez ebed. Na zellit ket outi ! ho pedi a ran, Aotrou Komiser.

JEREMI

A! bremañ e pedit ! Lavaret em-boa deoh : goude c’hoarzadeg, leñvadeg. Perag ne zellin ket ouz an daolenn-ze ? Toui a rafen on degouezet war an neiz.

AN ARZOUR

Eeun.

JEREMI

(Eüruz).

Gand m’eo eur pehed braz... Goude eur hein noaz, setu eur vaouez noaz pill ! Hudur eo gand he fenn en traoñ. Deread eo sellet ouz eur vaouez en he sav. (Cheñch a ra penn d’an daolenn. Souezet maro e chom.) Petra ? piou ?... pehini... penaoz... va... va... va... o! n’eo ket va... va... gwreg... va gwreg... va gwreg...

AN ARZOUR

Ho kwreg, Aotrou Komiser.

JEREMI

Hañ ? Va gwreg ? Me ’lavar dit, paotrig, ne deui ket da veza eun arzour brudet. Ha va gwreg, pa deuio amañ da zelled ouz ar poltred-se a roio dit eur flahad war da fri hag a skopo dit e-kreiz da zaoulagad.

AN ARZOUR

Hi eo, koulskoude.

JEREMI

Hi ? hi ?... Piou ?...

AN ARZOUR

Ho kwreg, an Itron Jeremi. Tenna a ra dezi pe ne ra ket ?

JEREMI

Tenna a ra dezi, sur, hag an dra-ze eo ar gwasa, ar gwasa evidout a fell din lavaroud. Ar penn a denn, netra ken... Ar peurrest ? Pouah ! A ! paotrig, ker e kousto dit an taol farserez-se. Ma n’eo ket spontuz liva poltred eur hast, e noaz pill, ha lakaad warni penn va gwreg. Ya ! ker e kousto dit, marmouz fall ; ker e kousto dit...

AN ARZOUR

Penaoz em-bije gallet lakaad penn ho kwreg war an daolenn-ze ? N’em-eus ket dibennet eur horv na digorvet eur penn all evid lakaad da zegouezoud ar pez na zegouez ket.

JEREMI

Ne gomprenan ket.

AN ARZOUR

Eun arzour en dije komprenet. Penaoz em-bije gallet liva ho kwreg e noaz heb hi dirazon ?

JEREMI

Pa lavaran dit eo penn va gwreg war gorv eur hast. Liva dre vemor dremm eur vaouez hag a weler bemdez o tremen war ar ru, n’eo ket sorserez evid eul liver. Va gwreg, honnez ? Ne denn ket dezi zoken, nag a-bell nag a-dost.

AN ARZOUR

Gwir ! n’eo ket heñvel outi c’hoaz, neudenn ha neudenn, nag ar poltred n’eo ket echu. Mankoud a ra ar pik du a zo dindan he bronn dehou.

JEREMI

A ! O !... (Red eo dezañ azeza).

AN ARZOUR

Ho kwreg, Aotrou Komiser, a zo eur Vretonez vad.

JEREMI

(Dezañ e-unan). Daou e oant war varh-dre-dan, maouez a-raog... nann, gwaz a-raog, maouez a-dreñv... An n° 50 n’eo ket ken diod ha ma krede din. Ha me a gase va gwreg... (Eur

40
pennad, d’an Arzour.) Ne gomprenan na penaoz, na perag hoh-eus kredet ober din eun taol farserez ken brao kudennet, rag eun taol farserez n’eo ken... Perag oh eet da Zant-Malo ha diskennet en otel Solidor ? Ne houlennan ket diganeoh perag oh eet da dremen an noz euz ar c’hweh d’ar seiz e Sant-Malo, peogwir... - n’am respontit ket! - peogwir, e-kreiz an noz, oh deut da Roazon d’ober an taol ?... Mousc’hoarzin a rit. Ha kompren a ran ; ar prouennou-mañ a zo farserez ivez ha n’eo ket c’hwi hoh-eus greet an taol.
AN ARZOUR

N’eo ket me, a lavaran deoh.

JEREMI

Soñjal a reen n’eo ket c’hwi an hini oa. An arzourien n’int ket gwall baotred hag o zaoliou dispar a lak atao da hoarzin. Soñj am-eus, pa oan e skol ar skulterez e Pariz - rag me ’zo bet darbet din mmond da skulter paneved e oan eur zero war ar vicher, nag a droiou kamm am-eus c’hoariet... Ha n’oh ket evid lavaroud din petra a zouge ahanoh da vond da Zant-Malo ?...

AN ARZOUR

Abalamour...

JEREMI

Ne houlennan ket diganeoh an abalamour euz ho pourmenadenn. Lavarit din perag, c’hwi, eur breizad taer, n’oh ket eet da Wened, evel ar re all ?

AN ARZOUR

Abalamour ez een da Zant-Malo...

JEREMI
Mad, mad ! (Dezañ e-unan) Al loen... (Kregi a ra er pellgomzer) Allo ! Sant-Malo 45-74 evid 89-46. (D’an arzour) An otel Solidor am-eus goulennet.
AN ARZOUR

Gouzoud a ran ; boazet on ouz an numero.

JEREMI

Diod on, memestra ! (Galv ar pellgomzer) Allo ! an otel Solidor ? A ! mad ! Amañ ar homiser Jeremi, euz Roazon… Eur homiser. Ne gomprenit ket ? Polis, mar komprenit gwelloh. Klevit ! Daoust hag an Aotrou… (D’an Arzour) Ankounac’haet em eus hoh ano.

AN ARZOUR

An Du.

JEREMI

Allo ! daoust hag an Aotrou Gwenn ha Du… Allo ! Allo ! an Du hepken, An Du, arzour ha liver, en-deus kousket en hoh otel en noz eus ar c’hweh d’ar seiz, da lavaroud eo en noz diweza ? … A ! ya ? Mad, mad ! Soñjal a reen. Trugarez, Itron ! (D’an Arzour) E Sant-Malo hoh-eus trement an noz ; sklêr eo n’eo ket c’hwi an hini eo, n’eo ket c’hwi an hini a glasken.

AN ARZOUR

Lavaret em boa deoh.

JEREMI

(Gant eur mousc’hoarz glaz). C’hwi a zo evelato eun den farsuz. Allo ! kenavo ! (Sevel a ra da vond ar-mêz. An Arzour a ginnig dezañ e zorn ; Jeremi a zell outañ gand daoulagad kasauz hag a dro kein. En eur huñvreal) Daou e oant war vilo-tan, gwaz a-dreñv, maouez a-raog… Daou a oant war vilo-tan o redeg war-du Sant-Malo… Trouz an diaoul ha tiz ganto… (Eur pennadig) « Ho kwreg, Aotrou Komiser, a zo eur Vretonez vad… » (Distrei a ra en eun taol krenn d’an arzour.) Petra lavarit ?…

AN ARZOUR
Stouit ho penn, Aotrou Komiser, en kas e vefe re izel an treust !
JEREMI

(Droug ennañ). Foei ! n’on ket ken braz-se emichañs. (Hag o tremen e zorn war e dal. Dezañ e-unan). Loen brein !… Daonet va ene ! Gand piou an diaoul eo bet taolet ar monumant en traoñ ?…

  1. e 1942 e skrive Youenn Drezen