Yoann Gourcuff
Yoann Gourcuff (pe Gourkuñv hervez doare ar brezhoneg) zo ur melldroader eus Breizh, bet ganet d'an 11 a viz Gouere 1986 e Plañvour er Mor-Bihan. Kreizer argader brudet eo, anezhañ gwellañ c'hoarier Breizhat e deroù an XXIvet kantved moarvat. Hag-eñ yaouank c'hoazh emañ ivez e-touez gwellañ c'hoarierien Frañs ha meur a grogad etrebroadel en deus kemeret perzh enne. E skipailh mell-droad Breizh emañ – daoust ma n'en deus ket c'hoariet c'hoazh o vezañ ma n'eo bet war an dachenn da geñver ar c'hrogad Breizh / Kongo e 2008 nemet da lañsañ ar c'hrogad abalamour ma oa gloazet – hag e-barzh hini Frañs. Abaoe ar bloavezh 2009-2010 e c'hoari e-barzh skipailh Bourdel, en doa gounezet kampionad Frañs ar c'hevre kentañ er bloaz a-raok.
FC an Oriant (2000/2001)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mab d'ar gourdoner Christian Gourkuñv eo bet stummet en Oriant betek e 14 vloaz pa zivizas kuitaat klub ar Verlued da vont da hini Stad Roazhon asambles gant e dad a yeas da c'hourdoner eno e fin ar c'houlzad 2000-2001.
Stad Roazhon (2001/2006)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Gouere 2001 e krog da c'hoari e-barzh skipailh re yaouank Stad Roazhon. Daou vloaz war-lerc'h d'an 31 a viz Mae 2003 ez a kib Gambardella gant ar skipailh, trec'h m'emañ war Strasbourg, 4 ouzh 1 e Stad Frañs e Sant-Denez (93). Ur pal a lak Yoann Gourkuñv er 15vet munutenn, dirak daoulagad e dad eta hag en doa gounezet ar memes kib d'e goulz.E gevrat vicherel gentañ a sin e 2003 gant Stad Roazhon p'emañ dija skipailhoù hollvrudet evel Ajax Amsterdam en Izelvroioù pe Arsenal e Bro-Saoz o kregiñ da dostaat outañ. Nav c'hrogad a gemero perzh enne war an dachenn e-kerzh ar c'houlzad kentañ-mañ. Ar bloaz war-lerc'h e 2004-2005 e c'hoario 21 c'hrogad kampionad ar c'hevre kentañ. D'an 29 a viz Gouere 2005 e c'hounez kampionad Europa ar re dindan 19 vloaz, gant skipailh Frañs.
AC Milano (2006-2008)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 2006-2008 emañ e klub hollvrudet ar Milano AC en Italia. E-pad ar c'houlzad kentañ eo lakaet evit ar wech kentañ da c'hoarier titlet en ur c'hrogad eus kevre kampioned Europa. E-kerzh ar c'hrogad-mañ a-enep da AEK Athena eo e lakao ivez e bal kentañ en ur gib europat. Ar c'houlzad 2007-2008, anezhañ an eil e Milano AC a vo startoc'h evit Yoann Gourkuñv na vo ket lakaet da c'hoari nemeur. Divizout a ra mont da welet e lec'h all hag asantiñ a ra e skipailh e vefe prestet ur bloavezh da glub Bourdel gant un opsion war werzh.
Bourdel (2008-2010)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E varregezh koulz hag e skiant bet prenet en ur c'hlub a live etrebroadel a zegaso kalz da skipailh Bourdel. En em gavout a ra eno e 2008 pa oa kampion skipailh Lyon Olimpek evit ar 7vet bloaz da heul. Berzh a ra ken e ra. Buan e teu da vezañ ur c'hoarier hollret d'ar gourdoner Laurent Blanc a gas anezhañ d'al letonenn bep tro ma c'hall. Nebeut war-lerc'h e ra e doull e skipailh Frañs.
Lyon (2010)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude da gaout ar kib bed gant Frañs, sinet en deus gant Jean-Michel Aulas ar prezidant eus ar c'hlub al Lyon met koulskoude, gallout a rae da c'hoari gant Arsenal e Bro-Saoz.
Enorioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'an 3 a viz Genver 2009 e resev priz sportour ar bloaz digant kazetennerien sport Ouest-France.