Mont d’an endalc’had

Yann Mari Ewan Heneu

Eus Wikipedia

Yann Mari Ewan Heneu (Jean-Marie Héno, er marilhoù) a oa ur beleg hag ur skrivagner a Vro-Wened, ganet e Neizin d'an 23 a viz Genver 1868, ha marvet e Lanvodan d'an 8 a viz Here 1929. Brudet eo evel skrivagner e hengoun al lennegezh brezhonek Bro-Wened ha fonnus ar skridoù en deus savet. E zastumad kontadennoù Bourapted en tiegeh (embannet e-barzh Dihunamb e 1906) eo e oberenn anavezetañ. Dindan meur a anv-pluenn anavez en deus skrivet : Alban, Alban er Meliner, Er Flaouitour, Iann Skod Derù, Huitellour, J.H. Kosman, Mab Azen, Mab er Halvé, Mab er Hemener, Mab er Jiboésour, Maeleg er Blañoeh, Er Meitour, Penetiou, Talhoarn, Tujen er Halvé[1].

Studiañ a reas e kloerdi bihan Santez-Anna-Wened hag e kloerdi bras Gwened hag e voe beleget d'an 23 a viz Kerzu 1893. Anvet e voe da gure e Plezheneg, Ploue ha Berrig, a-raok bezañ person e Noaloù ha Lanvodan, e-lec'h ma varvas. Kejañ a reas e 1905 gant Loeiz Herrieu hag e krogas gant pourveziñ testennoù e-leizh evit ar c'helaouenn Dihunamb. Liesseurt e voe ar c'henlabourerezh : komz plaen, barzhoniezh, buhezioù sent, troidigezhioù… Skridoù a voe embannet goude e varv gant Loeiz Herrieu hag André Mellac o doa resevet e baperioù. Pennadoù a voe embannet gant Ar Vro, Brittia ha Feiz ha Breiz ivez. Chomet eo diembann un toullad skridoù.

  • Istoer Breih pé hanes er Vretoned, kempennet gant Loeiz Herrieu hag André Mellac, Embannadurioù Dihunamb, An Oriant, 378 p., 1910
  • Guéladen Tondal, beaj burhudus ér bed arall pe er péh e huelas Tondal er bed arall, Embannadurioù Dihunamb, An Oriant, 1932, 65 p.
  • Bourapted an tiegeh, Embannadurioù Dihunamb, An Oriant, 1932, 184 f. 2l. Adembannadur : Bourrapted an tiegezh, kempennet gant Goulven Pennaod, Ploveilh, Preder, n°179-180, 1974, 116 p.
  • Derdriu ha lah mahbed Usneh, Embannadurioù Dihunamb, An Oriant,1933, 65 p.
  • Mab azen hag é ré kar, Embannadurioù Dihunamb, An Oriant, 1935, 175 p.
  • Er Graal Santel, Embannadurioù Dihunamb, An Oriant, 1935, VI-414 p.
  • Anken en Nibelungen, tennet a lennegeh koh Germania, Embannadurioù Dihunamb, An Oriant, 1939, 62 p.
  • Ribardenneu, Embannadurioù Dihunamb, An Oriant, 1939, 170 p.
  1. Roll savet gant Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien vrezhonek.