Wallia
Neuz
Wallia pe Walia (e spagnoleg) (Vália e portugaleg), a oa roue ar Vizigoted, etre 415 ha 418, goude drouklazhet Ataulf, ha Sigerig e 415.
Ar peoc'h a reas gant an impalaer roman Honorius ha daskor dezhañ e c'hoar Galla Placidia a oa bet skrapet. D'e druarekaaet e voe roet Akitania dezhañ en 417.
E lez a savas e Toloza, en tolead ma oa diazezet ar Wizigoted evel foederati.
Faezhañ a eure ar Vandaled hag Alaned en Hispania.
Dimeziñ a eure d'ur verc'h da Ricomer, roue ar Franked, ha d'e bried Ascyla. E verc'h a zimezas da Requila, roue ar Sueved, e Gallaecia, hag o mab Ricimero a renas.
War e lerc'h e renas Teodorig Iañ, deuñv Alarig.