Mont d’an endalc’had

Utrecht (kêr)

Eus Wikipedia
Kumun en Izelvroioù Izelvroioù
Utrecht
Banniel Ardamezioù



Lec’hiadur e proviñs Utrecht
hag en Izelvroioù
Proviñs Utrecht Utrecht
Kod post 3500-3585
Maer Jan van Zaanen (VVD)
Gorread 99,32 km²
douar 95,67 km²
dour 3,64 km2
Hed 5° 7' 10" Reter
Led 52° 05' 36" Norzh
Poblañs 300 030 (12.01.2009)
Piramidenn hervez an oad (01.2009)
Stankter 3068 ann./km²

Lec'hienn ar gumun www.utrecht.nl/

Utrecht (distagadur nederlandek /ˈytrɛxt/) zo ur gêr e-kreiz an Izelvroioù, kêr-benn proviñs Utrecht. Unan eus kêrioù pobletañ an Izelvroioù eo (270 243 a annezidi e 2004).

E 1579 e voe sinet eno un emglev anvet Unaniezh Utrecht (Unie van Utrecht e nederlandeg) etre dileuridi eus seizh proviñs d’o unaniñ a-enep galloud Spagn. Sellout a reer an emglev-se evel diazez Republik ar Seizh Izelvro Unanet.

E 1713 e voe sinet eno Feur-emglev Utrecht, a lakaas fin da Vrezel Hêrezh Spagn.

E 1843 e voe digoret ul linenn hent-houarn etre Utrecht hag Amsterdam, hag abaoe emañ Utrecht e-kreiz rouedad al linennoù hent-houarn en Izelvroioù. Eno emañ burevioù kreiz ar gompagnunezh hent-houarn Nederlandse Spoorwegen.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.