Trevelin
Trevelin (Trevelín a vez skrivet a-wechoù gant spagnolegerien, Trefelin e vije e kembraeg) zo ur gêr e gwalarn Proviñs Chubut, en Arc'hantina er Wladfa, tost d'an harzoù gant Chile, e departamant Futaleufú, war lez ar stêr río Percey. 516 km zo alese da Rawson, er reter, kêr-benn Chubut.
Poblañs
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]4 856 a dud a oa o chom enni en 2001 (26,9 % a gresk abaoe an 3828 a dud a oa e 1991). 8vet kêr ar broviñs eo.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E lodenn c'hleb Patagonia emañ.
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un anv kembraek eo anv Trevelín, savet diwar ar gerioù tref (kêr)ha melin (milin), abalamour d'ar vilin gentañ, anvet "Los Andes", savet eno gant ar C'hembread John Daniel Evans e 1889.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kreizon Kembreiz Cwm Hyfryd e oa Trevelin, an draonienn anvet Valle 16 de Octubre e spagnoleg peogwir e voe krouet an drevadenn d'ar 16 a viz Here 1888.
E 1902, pa oa bec'h etre Arc'hantina ha Chile diwar-benn gouzout da be vro e oa an tolead, e voe mouezhiet gant tud Kembre, ar brasañ niver d'ar poent, a-du gant Arc'hantina.
Mirdi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er Museo Histórico Regional, diazezet e milin gozh John Evans, hag er Museo Cartref Taid e c'haller gwelout un toullad arrebeuri a oa d'ar miliner. Nepell emañ bez marc'h John Evans, Malacara (Dremm fall), a gollas e vuhez o lammat eus ur vri serzh e-kerzh un arsailh gant an Indianed.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Trevelin pueblo del molino. keleier a bep seurt ha luc'hskeudennoù.
- Trevelin
- Kartenn eus Chubut
- film kembraek db kembraegerien ar c'hornad: http://www.youtube.com/watch?v=uxpo776TBWQ