Mont d’an endalc’had

Sleaford Mods

Eus Wikipedia
Sleaford Mods
musical duo
Deroù ar prantad labour2007 Kemmañ
Tachennminimalist music, Post-punk Kemmañ
Bro orinRouantelezh-Unanet Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.sleafordmods.com/ Kemmañ

Un daouad sonerezh post-punk saoz eo Sleaford Mods, bet krouet e 2007 e Nottingham. Er strollad e kaver ar c'haner Jason Williamson hag, abaoe 2012, ar soner DJ Andrew Fearn. Brudet int evit o doare sonerezh rap ha minimalist hag evit ur sell c'hwerv a zegasont diwar-benn Breizh-Veur, he sevenadur ha buhez ar rummadoù micherel e marevezh tenn strishadurioù ekonomikel, boulc'het gant Thatcher. Meur a bladenn o deus bet embannet.

Ganet eo Williamson d'an 10 a viz Du 1970, ha savet e Grantham, e Lincolnshire (etre Cambridge ha York). Awenet eo bet gant sevenadur ar Mods hag ar strollad hip-hop amerikan Wu-Tang Clan. Tremenet o deus kalzig amzer o sevel sonerezh hep na raje gwall verzh.

Kroget e voe gant ar raktres Sleaford Mods pa ginnigas Simon Parfrement, ur mignon da Williamson, lakaat e vouezh war sonerezh hañval ouzh ar bladenn Roni Size. Da gentañ o doa dibabet envel ar raktres "That's Shit, Try Harder", met cheñchet e voe dodenn evit komz eus Sleaford, ur gêr eus Lincolnshire, nepell diouzh Grantham. Gant Simon Parfrement, e krouas Williamson ar strollad da gentañ hag e labouras asambles gant un ijinour studio e Rubber Biscuit Studio e Nottingham war o feder fladenn gentañ. Dibabet e voe gant Parfrement lakaat Andrew Fearn da fardañ tonioù evit ar bladenn Wank e 2012. Hogen derc'hel a rae Parfrement da c'hoari ur perzhig er strollad evel luc'hskeudenner hag evel pourchaser kehentiñ mediaoù. Ober a reas Williamson anaoudegezh gant Fearn evit ar wech kentañ e 2009 goude bezañ klevet anezhañ o c'hoari an DJ en ur c'hlub bihan e Nottingham anvet ar Chameleon, ma oa o seniñ e donioù dezhañ awenet gant ar grime.