Mont d’an endalc’had

Sikhegezh

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Sikhi Khanda
Istor Sikhiouriezh
Kredennoù sikh
Sikh
Ar C'hurued Sikh
Bhagatoù Sikh
Tud sikh dibar arall
Predouriezh
Kredennoù
Talvoudegezhioù · Berzioù
Teknikoù
Neuzioù arall · Bani
Kustumoù sikh · Roll
Skriturioù
Guru Granth Sahib
Adi Granth · Dasam Granth
Rummadoù
Termennoù sikh · Kustumoù
Istor · Category:Familh ar c'hurued sikh
Gurdwara · Lec'hioù · Politikouriezh



Ar sikhegezh (pandjabeg: ਸਿੱਖੀ sikkhī) a zo ur relijion a zeraouas e-pad ar XVIvet kantved e gwalarn India gant kelenn Guru Nanak Dev hag an nav guru denel a zeuas war e lerc'h. Gant hec'h izili e vez anvet ar relijion Sikh Gurmat (kelenn ar c'houroued) pe Sikh Dharma. Sikhegezh a zeu eus ar ger sikh a zeu eus ar sañskriteg śiṣya - studier, diskibl. Ar sikhed a ya d'ober ar pempvet kumuniezh relijiel vrasañ er bed.

Kredenn bennañ ar Sikhegezh a zo feiz en un Doue hepken Vāhigurū hag a vez arouezet gant an ēk ōaṅkār. Kavout a ra d'ar Sikhed e tleer klask ar salud dre brederiañ a-zivout anv ha kemennad Doue. Dezho eo ret heuliañ kelennadur an dek Guru Sikh hag o levr santel - ar Gurū Granth Sāhib - hag a zo ennañ oberennoù meur a skrivagner diwar-benn danvezioù liesek. Divizet e voe gant an dekvet guru, Gobind Singh e vo guru diwezhañ ar Khalsa Panth.

E kreizenn sevenadur ar Panjab emañ ar Sikhegezh.

Bez' ez eus 23 milion a sikhed er bed met an darn vrasañ anezho a vev e stad Panjab, en India.

En hengoun relijiel eus India ar kreiznoz emañ gwrizioù ar Sikhegezh. Pouezus-tre e oa hengoun ar Sant Mat e kelennadurezh diazezer ar Sikhegezh, Nanak. Levezonet e oa hemañ gant doktrin Kabir, gant ar Vaichnaviegezh (ar Bhakti dreist-holl) ha gant ar Soufiegezh. Disheñvel eo ar Sikhegezh diouzh ar Vaichnaviegezh dre ma nac'h an idoloù avat, doktrin an avatared hag ar pouez a ro d'an deoliezh diabarzh. Embreg ar sikhegezh a vefe diaesoc'h eget hini ar Bhakti.

Gant klaskourien e oa bet livet ar Sikhegezh evel ur feiz zizalc'h pe ur relijion sunc'hretek a gengejfe elfennoù eus an Hindouegezh hag an Islam. Ar Sikhed a gred e voe roet o relijion dezho gant Doue hag ar bennozh a vefe ar sikhegezh ur relijion sunc'hretek herveti a vez kavet kunujennus gant lod anezho.

Er Sikhegezh eo Doue - anvet Vāhigurū - distumm, peurbad ha nann-sellet. Livañ a reas Vāhigurū evel ur c'houer, nemetañ, personel ha trehont. Da gavout ar salud e tle ar c'hreder perc'hennañ ur feiz hag un darempred don gantañ.

Hollvezañt ha difin eo Doue ha livet eo gant an dermenn ēk ōaṅkār. Kent krouidigezh ar bed na oa nemet Doue hag e youl difin (''hukam''. Pan hen c'hoantas e voe ar bed a-bezh krouet. Adalek-se e vagas Doue karantez an dud evit ar maya.

Tra ma ne c'hell ket an dud kompren Doue penn-da-benn en-doa skrivet Nanak e c'helle kaout un anaoudegezh darnel anezhañ. Bezañt eo Doue e-barzh E holl grouidigezh ha gwellus eo evit ar re zihunet. Hevez Nanak e tle bezañ gwelet gant al "lagad diabarzh" per ar "galon". Dleout a ra ar grederien prederiañ da vont war-raok war hent ar sklêrijenn. Ur pouez bras a roe d'ar brederiadenn rak aotren a ra an dud da gaout darempred gant Doue. Reizh ebet en-deus Doue ha, hervez, Nanak, en-deus krouet ar vuhez war meur a ved.

Kavoud ar salud

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kelennadur Nanak n'eo ket diazezet war ar vennozh a baradoz pe a infern. E bal a zo un unvaniezh bersonel gant Doue hag a vlen d'ar salud. An diarbennoù pennañ war hent ar salud-mañ a zo an diemglevioù hag ar garantez evit traoù ar bed. An traoù-se a vac'h an dud e-barzh un heuliad difin ag adc'hanidigezhioù. ar karma eo anvet ar meiziad-mañ.

Ar maya - touell pe iwirionez - a zo unan eus an diarbennoù pennañ ouzh ar salud. Distroet ez eo an dud eus an deoliezh gant dudioù bedel na roont nemet plijadurioù touellek. Evit Nanak, avat, e oa diwirionez ar bed nebeutoc'h pouezus eget hini e dalvoudegezhioù. Levezon an ego, ar c'hounnar, ar gwallc'hoant, ar c'hoantegezh ha karantez evit an traoù bedel - anvet ar pemp droug - a zo noazus pergen. Tonkad an dud c'hloazus d'ar pemp droug a zo an disrannidigezh digant Doue hag un deoliezh kreñv eo ar remed nemetañ. Hervez Nanak eo didalvez an deoliezh divaez (emgastizerezh, pirc'hirindedoù, lidoù). Eus ar galon hag ar spered e tle an deoliezh wir dont.

Al lid pennañ eo ar Nām Japō, ur brederiadenn a adlavarer difin anv Doue en he fad. Ur c'hustum boutin a zo en India d'adlavarout anv Doue pe ur silabenn sakr met ar relijion sikh a bouez war zoare personel al lid. Ma'z eo graet mat e tizh ar ''Nām Japō'' d'an unvaniezh gant Doue, ar Sach Khand.

Un darn bouezus Sikegiezh eo ar kirat karō, ar redi evit pep kreder da labourat gant dezo ha da bleustriñ da vezañ gouestl da wareziñ ar re wanoc'h. Dezhañ eo ret kaout ur gweled gwellwelus ha laouan ar vuhez, un dra a anve Nanak caṛdī kalā ha rannañ e draoù gant ar gummuniezh (Vaṇḍ chakkō).

An dek Guru hag an aotrouniezh relijiel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eus ur ger sañskritek a dalvez "kelenner" pe bleinier e teu an dermenn guru. Gant dek guru e voe diazezet ar sikhiegezh etre 1469 ha 1708. Ledanaat ha kreñvaat a reas pep guru ar c'hemennad lezet gant e ziagentourien. Guru Nanak Dev a oa ar guru kentañ tra ma voe Gobind Singh an hini diwezhañ. Kent e varv e tekredas e vefe ar Gurū Granth Sāhib guru-dibenn ar sikhed.

Goude marv Nanak e teuas lankad pouezusañ krouidigezh ar relijion sikh. Diskibien en-doa Nanak met aozadur ebet en-doa savet. Ur gumuniezh wir a grogas Guru Angad da sevel dre grouiñ lidoù ispisial evit ar ganidigezhioù, an euredoù hag an obidoù. Un urzhaz a veleien (manj).

Erlec'hier Guru Angad, Guru Amar Das a ziazezas Amritsar ma'z eo lec'hiet an Harimandir Sahib. E vab yaouankañ, Guru Arjun a yeas da c'huru goudezañ. Eñv eo a gendastumas ar skriturioù sikh. Bac'het ha lakaet d'ar mav e voe gant an impalaeriez Voghol a stourme ouzh ar relijion nevez. E varv a vroudas e erlec'hierien da sevel un aozadur milourel ha politikel barrek da zifenn ar c'humuniezhioù sikh.

Ar c'hwec'hvet guru, Guru Hargobind, a grouas un ensavadur ispisial da gemer divizioù e-pad un enkadenn, an Akal Takht, a zo e sez a-dal an Harimandir Sahib. Ar Sarbat Ḵẖālsā en em vod en Akal Takht e-pad gouellioù 'zo evel ar Vaisakhi pe an Diwali ha pan eus divizioù da gemer. Ur gurmatā a zo un diviz kemeret gant ar Sarbat Ḵẖālsā dirak ar Gurū Granth Sāhib. Dleout a ra ur gurmatā sellout ouzh pennaennoù diazezel ar relijion sikh ha d'an holl siked eo ret da sentiñ outañ.

Guru Nanak Dev.

Guru Nanak Dev, diazezer ar Sikhegezh, a oa bet ganet e Rāi Bhōi dī Talvaṇḍī, ur geriadenn anvet Nankana Sahib hiziv ha lec'hiet e-kichen Lahore, er pezh a zo Pakistan hiziv. Ur patwari e oa e dad Mehta Kalu . E vamm a oa Tripta Devi . Ur c'hoar en-doa, Bibi Nanaki. E gerent a oa C'hatried eus ar c'hlan Bedi. Teoget gant ar relijion e oa Nanak pa oa ur paotr yaouank hag e c'hoant a anaoudigezh a zegasas anezhañ da vont kuit eus e gêr. E-pad ar maread-se, war a lavarer, e kejas Nanak gant Kabir (1440–1518), un den santel azaouezet gant tud a veur a feiz.

Hervez an hengoun ez eas Nanak diwar wel pa oa 30 vloaz. E-pad un nebeud a zevezioù e kreded e oa beuzet en ur stêr lec'hiel, Kali Bein hec'h anv. Distreiñ a reas tri devez goude-se ha respontiñ a reas d'ar goulennoù "nā kō hindū nā kō musalmān" - n'eus hindou ha muzulman ebet. Adalek an ampoent-se eo e krogas Nanak da kelenn ar pezh a furmo diaz ar sikhegezh. Daoust ma'z eus tabud diwar-benn an hent en-doa heuliet e kreder en-deus graet pevar beaj vras. An hini gentañ a vleinia anezhañ en Assam ha Bengal, an eil e Sri-Lanka, an trede e Kachmir, Ladac'h ha Tibet hag an hini bevare en Arabia.

Gant Sulakhni, merc'h ur marc'hadour riz eus Batala, e oa dimezet ha daou vab en-doa. An hini koshañ, Sri Chand, a oa un emgastizer hag a ziazezas sektenn an Udasied. An hini yaouankañ, Lakshmi Das, a choazas ar vuhez vedel. Evit Nanak, a grede en rāj maiṁ jōg (diseblanted er vuhez vedel), ne oant ket barrek da vont da c'hurued.

Kresk ar gumuniezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1571 e choazas Nanak Lahiṇā, unan eus e ziskibl, evel e erlec'hier. En em adenel a reas Guru Angad ha d'an eil guru eus ar sikhed ez eas. Daoust ma ne oa Sri Chand un den sklouf e c'hoanage an Udasied ez efe da c'huru goude e dad. Nac'hañ a reas da zegemer diviz Nanak. Oc'h heuliañ alioù Nanak ez eas kuit Guru Angad eus Kartarpur, lec'h ma veze o chom gant Nanak ha da Khadur, lec'h ma veve e wreg, ez eas. Aze e chomas betek ma voe barrek da adunvaniñ ar gumuniezh. Kenderc'hel a reas Angad labour Nanak ha reizhañ a reas ar Skritur gurmukhi.

D'an trede guru ez eas Guru Amar Das e 1552. D'ur greizenn relijiel bouezus e lakaas Goindval ha prezegiñ a reas e-keñver kevatalder ar reizhoù. Difenn a reas ar sati hag ar purdah ha broudañ al langar. Goulenn a reas ouzh an holl a zeue d'e welout da gemer perzh ennañ. Stummañ a reas 146 abostol, hag a oa 52 maouez en o zouez. E lezvad Jēṭhā e anvas da vleiniañ ar gumuniezh war e lerc'h.

Da C'huru Ram Das ez eas Jēṭhā. Eñ eo a ziazezas Ramdaspur hag a yafe diwezhatoc'h da Amritsar. E 1581 ez eas e vab yaouankañ d'ar pempvet Guru dindan anv Guru Arjun. Eñ a savas ar Harimandir Sahib (anvet ivez an azeuldi alaouret) ha kregiñ a reas da brientiñ an Ādi Granth dre zastumañ skridoù ar c'hurued diraog. Boureviet ha lazhet e voe gant an impalaer Moghol Jahangir e 1606 peogwir en-doa harpet ur skraper ha nac'het da gemm an Ādi Granth.

Krouidigezh ur gummuniezh bolitikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da c'hwec'vet guru ez eas Guru Hargobind. Daou gleze a zouge, unan evit ar galloud speredel hag unan arall evit ar galloud amzeriat (anvet mīrī ha pīrī er sikhegezh). D'ur gumuniezh zizalc'h gant ul lu barrek d'o difenn ez eas ar sikhed. E 1644 ez eas Guru Har Rai da c'huru, war-e-lerc'h e teuas Guru Har Rai. Ar gwerzioù kenaozet ganto na oant ket bet lakaet el levr santel eus ar sikhed.

Da c'huru ez eas Guru Tegh Bahadur e 1665 ha ren a reas ar sikhed betek ma voe lakaet d'ar marv gant Aurangzeb peogwir en-doa gwarezet Hindoued ha nac'het da vont da vuzulman. E vab, Gobind Rai, a ren war-e-lerc'h. Gobind Rai, na oa nemet nav bloavezh pa'z eas da c'huru dindan anv Gobind Singh a vilourekaas muioc'h c'hoazh ar siked. Badezet e voe gant ar Pañj Piārē ha krouiñ a reas ar Khalsa e 1699. An dizemglev gant an impalaeriezh Voghol a gendalc'has ha goude ma en-doa lazhet Aurangzeb pevar eus e vibien e kasas Gobind Singh ar Zafarnāmā dezhañ.

Un tammig kent e varv e tivizas Gobind Singh e vefe ar Gurū Granth Sāhib guru nemetañ ar sikhed. An aotrouniezh vedel a roas d'ar Khalsa. Banda Bahadur, un emgastizer a gargas da gastizañ ar re o-doa heskinnet ar sikhed. Goude e varv e teuas Gobind Singh da vezañ da benn al lu sikh. Lakaet d'ar marv e voe gant Jahandar Shah goude m'en-doa nac'het da vont d'ur muzulman.

Goude diskarr an impalaeriezh Voghol ez eas ar sikhed d'un nerzh galloudus en India. Ur riez sikh a ziazezas Maharaja Ranjit Singh er Penjab. Lahore e voe e hêrbenn hag en em astenn a rae betek tremenlec'h Kaiber. Goude e varv e tiskaras, avat, ha gant ar Saozon e voe staget goude ar brezelioù saoz-sikh.

Harpañ a reas ar sikhed ar C'hendalc'h Broadel Indian met krouiñ a rejont ivez daou aozadur da wareziñ o interestoù : ar Shiromani Gurdwara Prabandhak Committee hag ar Shiromani Akali Dal. E-pad disrannadur India e 1947 e voe lazhet miliadoù a sikhed ha ret e voe da vilionoù arall da dec'hout o mammvro. Daoust ma'z eo aet Penjab d'ar stad pinvidikañ en India goude an Dispac'h Glaz e krogas ur strollad eus sikhed bleiniet gant Jarnail Singh Bhindranwale da stourm evit ur stad sikh dizalc'h, ar Khalistan.

Levrioù Santel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daou levr santel o-deus ar sikhed : ar Gurū Granth Sāhib hag an Dasam Granth.

War a greder e voe skrivet an Adi Granth gant Bhai Gurdas dindan goursell Guru Arjun etre 1603 ha 1604. Er Skritur gurmukhi e vez skrivet. Homañ a voe krouet da wareziñ kelennadurezh ar c'hurued Sikh. D'an amzer ma voe skrivet an Adi Granth e oa kinniget galloud Arjun gant dalc'hidi Prithi Chand, e vreur ha keveler.

Dornskrid orin an Adi Granth a vez anvet kartārpur bī ha perc'hennet e gant ar familh Sodhi eus Kartarpur.

Guru Granth Sahib

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Un dornskrid eus ar Gurū Granth Sāhib.

Eilstumm diwezhañ ar Guru Granth Sahib a voe dastumet gant Gobind Singh. Kenaozet eus an Adi Granth hag eus melganoù Guru Tegh Bahadur. Gant Guru Granth Sahib e voe dekretet e vo ar Guru Granth Sahib guru peurbad ha bev ar sikhed. Enderc'hel a ra skridoù eus ar pemp guru kentañ, eus Guru Tegh Bahadur hag ur werzenn nemeti gant Gobind Singh. Kelenadurezh ar sent evel Kabir, Namdev, Ravidas ha Sheikh Farid a endalc'h ivez.

Rannet eo an destenn e ragaoù hag a zo isrannet hervez o hirded pe o aozour. 31 raga ez eus er Guru Granth Sahib. Skrivet eo e Sant Bhāṣā, ur yezh kar d'an hindieg ha d'ar penjabeg hag a veze kalz implijet e norzh India e-pad ar c'hrennamzer gant ar prezegerien boblek. Ar Guru Granth Sahib a endalc'h 5000 shabad pe meulganoù.

Gant ar Mūl Mantra, ur werzenn skrivet gant Nanak e krog ar Guru Granth Sahib

Relijionoù Dharmek
BoudaegezhHindouegezhJainegezhAyyavazhiSikhegezh