Porto Santo
Neuz
Porto Santo, pe O Porto Santo, zo un enezenn hag ur gumun e Rannvro Emren Madeira, hogen Vila Baleira eo anvet ar gêr-benn. Ur gorread 42,48 km² he deus. Unan eus c'hwec'h kumun Portugal dezhi ur barrez hep mui. Tostañ kumun dezhi eo Machico, en enez Madeira, er mervent dezhi.
Lesanvet eo Dourada (alaouret) gant tud Madeira.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un enez volkanek eo, evel Madeira hag an Inizi Desertas. Ar Pico de Facho, 541 m uhelder, eo ar menez uhelañ. 5482 a dud a oa en 2011, o chom en ur gorread a 43 km2.
Inizi bihan didud zo tro-dro dezhi:
- Ilhéu de Cal ;
- Ilhéu de Ferro'
- Ilhéu da Fonte da Areia
- Ilhéu de Fora
- Ilhéu das Cenouras, pe Enez ar C'harotez;
- Ilhéu de Cima.
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Gwel hollek.
-
Ti Kristof Kolomb.
-
E-barzh Casa Colombo
-
Delwenn da Gristof Kolomb e kreiz-kêr Porto Santo
-
Kolonenn vazaltek, ha Pico Ana Ferreira .
-
Ar stal Zarco Shopping en Vila Baleira, Porto Santo, Madeira.
-
Delwenn da Francisco José Peile da Costa Maya[1] com o Pico Castelo e a Vila Baleira en a-dreñv.
-
Iliz Vila Baleira
-
Aerborzh Porto Santo]]
-
Ilhéu de Baixo
-
Kartenn eus enez Porto Santo
-
Penn kornokañ traezheg Porto Santo.
-
Karr-boutin eus Cabeço da greiz Vila Baleira e Porto Santo.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En 1418 e voe taolet troad en enez gant merdeerien eus Portugal João Gonçalves Zarco ha Tristão Vaz Teixeira.