Pierre Gustave Toutant de Beauregard
Pierre-Gustave Toutant de Beauregard, ganet d'an 28 a viz Mae 1818 e Saint-Bernard, hag aet da anaon an 20 a viz C'hwevrer 1893, a oa ur politikour, ijinour, skrivagner, kargad, ha jeneral eus lu Stadoù Kengevreet Amerika e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika.
Hiziv an deiz e vez berraet e anv dindan ar stumm P. G. T. Beauregard, met eñ ne implije e raganv Pierre nemet ral a wech ; sinañ a rae e lizheroù gant ar stumm G. T. Beauregard.
Anavezet eo evel unan eus trec'herien armeoù an Norzh e-pad kentañ emgann Bull Run.
Kentañ emgann Bull Run
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kentañ emgann Bull Run pe kentañ emgann Manassas a vvoe taol-dreist Pierre-Gustave Toutant de Beauregard en e vuhez soudard. Dre implij ar c'hazetennoù e teuas a-benn da gemer ur plas meur en trec'h, padal ne adkaver ket ur plas ken uhel dezhañ pa lenner testenioù ar re a gemeras perzh en emgann.