Pallenn-moger
Ur pallenn-moger zo ur pallenn da lakaat a-ispilh ouzh ur voger.
Ur c'hinkladur ordinal e oa e ti pinvidien ar Grennamzer, koulz evit kinklañ ha diskouez live ar binvidigezh.
Perzhioù pleustrek all a oa d'ar pallennoù-moger : derc'hel tommder ar salioù ; dre ma'z int lemm-laka e c'helled o diskregiñ kent o rollañ hag o c'has d'un annez all. Da guzhat un nor e talvezent ivez, aes e oa o gorren evit reiñ tremen diouzh ezhomm.
Teknik
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da gentañ e vez treset ha livet ar skeudenn war ur follenn paper tev, ar c'harton.
Da eil e vez lakaet ar c'harton-se war ar stern-gwiader, dindan an anneuennoù, da lavaret eo an neudennoù a zo a-serzh.
Goude-se e vez tremenet ar vulzun da sevel ar steuenn, eleze an neudennoù a-led, en ur zoujañ d'an tresoù ha d'al livioù a zo war ar c'harton. Betek 2 000 liv zo rekis evit fardañ lod pallennoù-moger ; etre 5 ha 10 neudenn dre c'hantimetr a-serzh a ya da ober ar steuenn.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Verlet, Pierre (1977). La tapisserie – Histoire et technique, du XIVe au XXe siècle. Lausanne : Edita, 2000 (ISBN 978-2-88001-044-7)
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Chaseadeg an Unkorneg
- Pallenn-moger Bayeux, a zo ur pezh broderezh e gwirionez.