Ninive
Ninive (Ninu(w)a en akkadeg; ܢܸܢܘܵܐ Nīnwē e sirieg klasel ; נינוה Nīnewē en hebraeg ; Νινευή Nineuē e gregach ; Nineve e latin; نينوى Naynuwa en arabeg) a oa ur gêr en Asiria en Henamzer. Kêr-benn rouantelezh hag impalaeriezh Asiria e voe. Edo war lez reter ar stêr Tigris, e-kichen al lec’h m’emañ bremañ Mosoul, en Irak.
Unan eus koshañ kêrioù Mezopotamia eo Ninive. Ur c’hroashent a bouez e oa, war ribl an Tigris hag e-kreiz an hentoù a gase eus ar Mor Kreizdouar da Bersia ha, pelloc’h, da Veurvor Indez. Roudoù eus annez tud a gaver eno abaoe ar VIvet milved kent JK. Tamm-ha-tamm e teuas Ninive da vezañ unan eus brasañ kêrioù an tolead. Kreskiñ a reas kalz e deroù ar VIIvet kantved kent JK, pa oa kêr-benn Impalaeriezh Asiria. Ledet eo rivinoù ar gêr-benn-se war ur gorread 730 hektar ha kelc’hiet int gant aspadennoù mogerioù-kreñv savet gant brikennoù pri, 12 km o hed. Furchardegoù a-leizh zo bet graet eno abaoe kreiz an XIXvet kantved ha drezo o deus dastumet an henoniourien gouiziegezh war impalaeriezh Asiria ha war sevenadur Mezopotamia dre vras : e palezioù Ninive ez eus bet kavet e-leizh a dablezennoù pri gant skridoù er skritur gennheñvel da skouer.