Nijniy Novgorod
Nijniy Novgorod Нижний Новгород | |||||
---|---|---|---|---|---|
56° 19′ 37″ N, 44° 0′ 27″ R | |||||
Bukit war pep skeudenn hep klikañ | |||||
| |||||
Riez | Rusia | ||||
Sujed | Oblast Nijniy Novgorod | ||||
Diazezadur | 1221 | ||||
Maer | Юрий Шалабаев (Youri Chalabaev) | ||||
Kod post | 603000 betek 603999 | ||||
Kod pellgomz | +7 831 | ||||
Gorread | 514,56 km² | ||||
Uhelder | 200 m | ||||
Poblañs | 1 244 254 (2021) | ||||
Stankter | 2 418 | ||||
Website | admgor.nnov.ru |
Nijniy Novgorod (ruseg: Нижний Новгород) eo pempvet kêr vrasañ Rusia. 1 255 159 a dud a oa o vevañ enni e 2011. Kreizenn velestradurel Oblast Nijniy Novgorod ha Distrig kevreadel ar Volga eo. E 400 km e reter eus Moskou emañ, war gember ar stêrioù Volga hag Oka. Anavezet eo ivez evit an ekonomiezh, an treuzdougen hag ar sevenadur.
Nijni a dalv kement hag "izel" ha Novgorod "kêr nevez". Anvet e oa Gorkiy (Горький) etre 1932 ha 1991, diouzh anv ar skrivagner soviedel. Krouet e oa e 1221 gant ar Priñs Youri II a Vladimir. E 1612 e oa savet ur arme bras gant Kouzma Minin ha Priñs Dimitri Pozharsky evit dieubiñ Moskou diouzh ar Boloned. E 1817 e teuas da vezañ ur greizenn genverzh bras eus Impalaeriezh Rusia. E-pad ar prantad soviedel e teuas da vezañ ur greizenn industriel a-bouezh, da skouer ar c'hirri Gaz. Pourveziñ a reas aveadurioù an arme d'an talbenn e-pad an Eil Brezel-bed. Abalamour da se e voe bombezet stank lec'h produiñ Gaz gant al Luftwaffe. Adsavet e voe buan goude ar brezel avat.
Tud dibar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Maksim Gorkiy (1868-1936), skrivagner. War e lerc'h e oa anvet kêr etre 1932 ha 1990.
- Aleksandr Baburin, mestrc'hoarier echedoù rusian-iwerzhonat, bet ganet e 1967 e Gorkiy.