Mont d’an endalc’had

Neaira (hetaira)

Eus Wikipedia

Neaira (Νέαιρα) a oa un hetaira er IVe kantved kt JK en Hellaz kozh.

Tetradrachm atenat en amzer Neaira (war-dro 393–355 kent JK)

Etre 343 ha 340 kent JK e voe graet prosez outi dre ma oa dimezet, e-maez al lezenn, d'un Atenad, ha dre ma kinnige he merc'h evel keodedourez atenat. Demosthenes an hini en dije komzet a-enep dezhi, ha miret eo e brezegenn e skridoù Apollodoros evel navet prezegenn ha daou-ugent an alvokad, met alies e vez lakaet war-gont Pseudo-Demosthenes, en devije labouret war galzik eus ar prezegennoù roet gant Apollodoros.

Tondo dremmet ruz war ur c'hiliks.

Eus ar skrid A-enep Neaira eo ec'h anavezer buhez Neaira. Prosez a voe graet dezhi pa oa hanter-kant vloaz gant mab-kaer Apollodoros, anvet Theomnestos. Ur vaouez estren e oa, dimezet d'ur c'heodedour atenat, ha klask a rae lakaat he bugale da geodedourien atenat. Munudoù hir zo diwar-benn buhez Neaira, ha gant-se eo ur vammenn a geleier diwar-benn buhez ar gisti hag ar merc'hed en Henc'hres.

Gant Nikarete

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa Neaira e deroù ar IVe kantved kt JK met n'ouzer ket pelec'h; prenet e voe en-yaouank gant Nikarete, ur vaouez hag a brene merc'hedigoù d'o gourdoniñ da vezañ hetairai, hag a rae "ma merc'hed" anezhe evit kreskiñ ar priz goulennet digant ar c'hastaouerien, hag a veve gante e Korinthos.

Kregiñ a reas Neaira da labourat evel gastig a-raok bout kaezouregez.

Kenavo da Nikarete ha Korinthos

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War-dro 376 kent JK e voe paeet tregont minae gant daou baotr, Timanoridas, eus Korinthos, hag Eukrates, eus Leukas, da brenañ Neaira digant Nikarete, ur priz uhel evit hetairai.

Pa zimezas an daou zen e voe emglev etrezo evit leuskel Neaira da zasprenañ he frankiz evit ugent minae. Ha hi, gant skoazell donezonoù hag amprestadennoù digant pratikoù kozh, da baeañ an arc'hant goulennet.