Mont d’an endalc’had

Morlu Impalaeriezh Japan

Eus Wikipedia
Morlu Impalaeriezh Japan
Morlu
Rann eusArmed Forces of the Empire of Japan Kemmañ
Deiziad krouiñ1869 Kemmañ
Anv er yezh a orin大日本帝国海軍 Kemmañ
StadImpalaeriezh Japan Kemmañ
Perc'henn warHiro Naval Arsenal, Japanese submarine I-168, Bucholz Army Airfield, Wotje Airport Kemmañ
Heuliet gantNerzh-mor emzifenn Japan Kemmañ
Deiziad divodañ1945 Kemmañ
Banniel (deskrivadur)banniel Morlu Impalaeriezh Japan Kemmañ
Istoristor Morlu Impalaeriezh Japan Kemmañ
Item operatedflodad Morlu Impalaeriezh Japan Kemmañ
Roll elfennoùlistenn bigi Morlu Impalaeriezh Japan Kemmañ
Banniel Morlu Impalaeriezh Japan

Morlu Impalaeriezh Japan (IJN; Kyūjitai: 大日本帝國海軍 Shinjitai: 大日本帝国海軍; Dai-Nippon Teikoku Kaigun pe 日本海軍 Nippon Kaigun) "Morlu an Impalaeriezh Japanaat Meur") a oa anv morlu ofisiel Impalaeriezh Japan adal ar bloavezh 1868 betek 1945. Divodet e oa bet goude trec'h Japan gant ar Gevredidi e-pad an Eil Brezel-bed. E-penn ar morlu e oa ar Gunreibu (Burev penn Morlu Impalaeriel Japan) hag ar Kaigunshō (Ministrerezh Morlu Japan) didan urzhioù Impalaer Japan evel penn-meur al lu troadegiezh hag ar morlu. Ur wech roet lamm d'ar Morlu impalaeriel e voe savet ar Kaijō Jieitai (Nerzh-mor emzifenn Japan ), d'ar 1 añ a viz Gouhere 1954.

7 a viz Kerzu 1941, kirri-nij prest da lorc'hañ eus an douger-Kiri-nij Shōkaku e-pad an Arsailh war Pearl Harbor

Ar Morlu japanat a oa an trede hini er bed e 1920, a-dreñv ar Royal Navy hag an United States Navy (USN). Harpet e oa gant an Dai-Nippon Teikoku Kaigun Kōkū-tai, Servij nij Morlu Impalaeriel Japan evit ar c'hirri-nij hag oberiadurioù bombeziñ ar flodad. Bez e voe an enebour pennañ da Gevredidi ar C'hornôg e-pad Brezel ar Meurvor Habask.

Orinoù Morlu Impaleriel Japan a zo da glask da gentañ en eskemmoù a oa etre broioù Azia, da gentañ e-kerzh ar Grennamzer ha goude-se en e-barr er XVIvet ha XVIIvet kantved pa oa ur mare eskemmoù puilh gant ar galloudoù europat e-kerzh Mare an dizoloadennoù bras en Azia. Goude daou gantved sioul pad ma oa serret ar vro dre politikerezh ar shōgun er Marevezh Edo, morlu Japan a oa aet goustadik war wanaat betek ma vije rediet ar vro d'en em zigeriñ hag un-dro dre nerzh gant an Oberiantiz stadunanat eus 1854. Dre-se a oa bet kudennoù lies o kregiñe Japan a oa bet un diaz d'an Adsav Meiji. Memes mare ma oa an impalaer o tistreiñ evel den pennañ ar vro, e oa deuet war-wel ur marevezh modernizadur hag ul lamm greantel. War dachenn ar Morlu e oa bet berzhioù lies, alies a-enep nerzhioù enebour kalz galloudusoc'h evel e-kerzh ar Brezel etre Sina ha Japan pe e-kerzh ar Brezel etre Japan ha Rusia. Kement-mañ a oa echuet pa voe peurzistrujet e-kerzh an Eil Brezel-bed.

Istor Japan war-vor a zo unan hir. Liammoù kozh a oa dija etre ar vro ha peurest kevandir Azia. Fiñvadegoù unvezioù milourel etre Korea ha Japan a oa lies, kroget e oant gant penn kentañ ar marevezh Kofun en IIIde kantved goude Jezuz-Krist. Goude taol c'hwitet an Aloubadegoù Vongol e Japan gant Kubilai Khan e 1274 ha 1281, ar vorlaerien wakō a oa kroget gant preizhañ kreñv arvorioù Sina.

Eil Brezel-bed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Morlu Impalaeriezh Japan vs US Navy e-keñver saverezh bigi
(1937–1945, e Tonennoù fiñvet)
MIJ USN
1937 45,000 75,000
1938 40,000 80,000
1939 35,000 70,000
1940 50,000 50,000
1941 180,000 130,000
1942–45 550,000 3,200,000
 日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける 
Banniel brezel Impalaeriezh Japan   Impalaeriezh Japan  –  An holl rummadoù ha pajennoù a-zivout Impalaeriezh Japan