Mont d’an endalc’had

Merien

Eus Wikipedia
merien
takson
Iskevrennad eusHymenoptera Kemmañ
Anv skiantelFormicidae Kemmañ
Renk taksonomekkerentiad Kemmañ
Takson uheloc'hFormicoidea Kemmañ
Anvet diwarcutting, Formica Kemmañ
Tachenn vicherelagriculture (ants) Kemmañ
Deiziad kregiñ140 million years BCE Kemmañ
Studiet gantmerienoniezh Kemmañ


Merien a zo amprevaned bihan eus kerentiad ar Formicidae hag a vev a-veuriadoù, hag a vez graet krugelloù-merien anezho. Rummet eo ar merien en urzhiad an himenoptered gant ar gwesped hag al laou-koad.

Ar c'hentañ merienenn a veve dija 100 million a vloavezhioù. Eveldomp e vevomp a-stroll met kalz niverusoc'h int: milionoù a viliardoù e vefent dasparzhet e-barzh war-dro 12 000 spesad hag ar memes mas o defe hag hini an denelezh a-bezh. En un doare hiniennel e c'hellont dougen pouezhioù betek 60 gwech pounneroc'h evit o mas a zo lec'hiet etre 1 ha 150mg. Daoust d'o 100 000 neuron hepken o deus krouet kevredigezhioù luzhiet kenañ ha da drec'hiñ enebourien 10 gwech brasoc'h a-drugarez d'ar pezh a vez anvet ar spered a-stroll.

Merien.

Ar merien kentañ a vefe o tont eus fin ar c'hretase, sur a-walc'h diwar diorroadur gwesped eus ar jurasik. En un doare morfologel ez int disheñvel diouzh an amprevaned all abalamour d'o "restell". Ar pep brasañ anezho n'o deus ket a eskell, met ar gouennerien o deus.

Ur penn o deus, ur brusk pe thorax e-kreiz hag un tor e-barzh pehini ar sac'h-boued. Brasoc'h eo hini ar rouanez peogwir ez eus e-barzh ur stok vielloù hag ur stok sperloeniganed pe spermatek. Ma vez frouezhusaet ar vi e vo krouet ur par a-hen-all e vo ul labourerez. Evit lod eus ar spesadoù merien e c'hell ul labourerez dont da vezañ ur soudardez m'eo maget mat. Lod a zo merc'hed an interamant, lod a zo dideilerezd, lod soudardezed pe magerezed. En em annavezout a reont dre ar c'hwezh, ar feromonoù a resevont gant o zastornelloù. Ma kav ur veriennen kalz boued e vern ul lodenn eus ar boued-se en he sac'h-boued hag e roio d'ur gamaladez ar boued-se beg ouzh beg dre ar pezh a vez anvet trofallaksiezh.

Pouezus eo ar merien evit an ekosistem rak gwalc'hiñ a reont an natur hag ar c'hêrioù o tebriñ korfoù marv, strewiñ a reont greun ha brenn fleur evit lod, reiñ a reont aer d'an douar kement hag ar buzhug ha gwareziñ a reont plantoù hag amprevaned all. Lod anezho a brodu zoken un deveradenn (dourenn) enep-mikrobel a implij an apotikerezh.

An tog-tousog c'hwibez, ophiocordyceps uniteralis a zeu a-benn da gemer kontroll empenn ar merien e vit oc'has betek ul lec'h mat da ziorren an tog-tousog-se. Mervel a ra neuze ar verienenn hag e teu war-wel an tog tousog dre benn ha dre gorfar verienenn.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger merien er
wikeriadur, ar geriadur frank.