Memor elektronek
Neuz
Anvet e vez "Memor" an holl barzhioù elektronek en araez da gadaviñ ent padennek roadennoù. Daou rizh memor a zo :
- Ar vemor greiz pe memor diabarzh a vez en araez da gadaviñ ar roadennoù e-kerz erounezadur ar goulevioù (pe sevenadur ar programmoù). Ergrafet e vez gant amredoù elektronek arbennik herrus. Klotaat a ra gant pezh e vez anvet "memor bresk" pe RAM.
- Ar vemor a dolp pe vemor diavaez pe c'hoazh memor alvezel e vez graet ganti da gadaviñ ar roadennoù war un hir dermen goude ma vez lazhet an urzhiataer. Klotaat a ra gant an aveadoù kadaviñ gwarellek evel ar c'hantennoù kalet, ar c'hantennoù helam pe gweledel (CD-ROM pe DVD-ROM), pe c'hoazh ar vemor sonn.
Arouezadurioù teknikel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An arouezadurioù teknikel pennañ a zo :
- Ar barr a zo kementad uc'hek ar stlenn a c'hell ur vemor kadaviñ (e bitoù),
- An amzer haeziñ a glot gant ar spas amzer etre ar goulenn skrivañ/lenn hag hegerzded ar roadenn,
- An amzer gor (pe an amzer gelc'hiad) a zo ar spas amzer izek etre div haezadenn genheuilh d'ar vemor,
- Ar c'has a zo ar c'hementad roadennoù eskemmet e-kerz ur werzh amzer, e bitoù dre eilenn.
- Ar steuzidikted a zo gouested ur vemor da virout ar roadennoù pa ne vez ket porzhet ken.
Ur vemor vat-kenañ a zo unan neuze hag he deus ur barr uhel, un amzer haeziñ hag un amzer gor izel, ur c'has uhel hag ur steuzidikted izel.
E-barzh un urzhiataer e vez lakaet memorioù a galvezourieh disheñvel hervez ar roll o do da c'hoari da lavaret eo hervez an darvenn e vez goulennet digante e-keñver ar roadennoù.
ne : nano eilenn
me : mikro eilenn
Nebeut a vemor e-touez ar re herrusañ a zo e-barzh an urzhiataer lakaet e-kichen ar c'hewerier hag ar memorioù a dolp a vez arveret da gadaviñ ar stlennoù ent padel.