Matilda Bro-Saoz
Neuz
An Impalaerez Matilda (1102-1167) a vez anvet an Impalaerez Maud (pe Maude) e saozneg a-wechoù, pe Matilda Bro-Saoz, a oa merc'h pennhêrez ar roue Herri Iañ (Bro-Saoz). Matilda hag he breur yaouankoc'h, William Adelin, e oa ar re nemeto manet bev eus bugale ar roue hervez al lezenn.
William a varvas e peñse ar Blanche-Nef (The White Ship e saozneg) e 1120, setu ma ne chome nemet Matilda e-touez bugale-vihan Gwilherm an Alouber.
Dimezioù ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Div wech e timezas:
- e Genver 1114 e Mainz da Herri V an Impalaeriezh santel (1081-1125), impalaer santel, met bugel ebet n'o doe, diouzh a ouzer .
- tri bloaz goude marv he fried ec'h addimezas e Mezheven 1128, er Mañs, da Jafrez V le Bel, kont Maine (1113-1151), ha tri mab o doe :
- Herri (1133-1189), a vo kont Anjev, Maine ha Poitev, dug Normandi ha Akitania, roue Bro-Saoz ;
- Jafrez (1134-1158), a vo kont Anjev, Maine ha Naoned ;
- Guillaume (1136-1164), beskont Dieppe.