Mont d’an endalc’had

Lutesiom

Eus Wikipedia
Lutesiom
IterbiomLutesiomHafniom

Lu
Lr
Taolenn beriodek, Lutesiom
Perzhioù hollek
Niver atomek 71
Rummad kimiek Lantanidoù
Strollad Lantanidoù
Trovezh 6
Bloc'h f
Tolz atomek 174,97
Aozadur elektronek
[Xe] 4f14 5d1 6s2
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 9, 2
Perzhioù atomek
Niver oksidadur + 3
Oksidenn vazennek skañv
Tredanleiegezh 1,00 (Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 523,519 kJ/mol
2 : 1 341,145 kJ/mol
3 : 2 022,273 kJ/mol
4 : 4 365,958 kJ/mol
5 : 6 445,215 kJ/mol
Skin atomek 224 pm
Skin kenamsav 174 pm
Skin Van der Vaals (stlenn ebet)
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled
Douester (≈20 °C) 9,842 g/cm3
Teuzverk 1 663 °C
Bervverk 3 402 °C
Tredanharzusted 582 nΩ•m (e 20 °C)
Neuz an elfenn
1 cm3 eo ec'honad an diñs lutesiom.

Un elfenn gimiek eo al lutesiom ; Lu eo e arouez kimiek, 71 e niver atomek ha 174,97 e dolz atomek.

E 1878 e voe hiniennekaet an elfenn 70 gant ar c'himiour suis Jean Charles Galissard de Marignac e Skol-veur Geneva a-douez an erbiom a oa en un tamm kailh gadolinit. An anv ytterbium a roas d'an elfenn nevez, en enor da Ytterby, ur gêriadenn e-kichen Stockholm ma teue ar c'hailh.
E 1907 e voe rannet ytterbium Galissard de Marignac e div elfenn gant ar c'himiour gall Georges Urbain : unan a anvas neoytterbia, a zeuas da vezañ an iterbiom 70Yb, hag eben a anvas lutecia diwar anv latin Pariz, a voe anvet lutecium (pe : lutetium) 71Lu diwezhatoc'h.
E 1907 ivez e voe dizoloet Yb ha Lu en ytterbia gant ar c'himiour aostrian Carl Auer von Welsbach, hag ur wezh c'hoazh gant er Stadoù-Unanet gant ar c'himiour saoz Charles James.
E 1953 e voe kenderc'het lutesiom peuzc'hlan[1].

Ur metal liv an arc'hant eo al lutesiom, al lantanid kaletañ eo.

Mat e talc'h al lutesiom ouzh an daskrign. Gorrek-tre e c'houzañv an oksidadur en 20°C, met buan e tev e 150 °C ; da neuze e tro da drioksidenn lutesiom Lu2O3, a c'hall lonkañ an dour hag an dioksidenn garbon CO2.

  • Buan e tazgwered al lutesiom gant dour zomm, gorrekoc'h gant dour yen :
2 Lu [k] + 6 H2O [d] → 2 Lu(OH)3 [dz] + 3 H2 [g][2]
  • Dilufrañ gorrek-tre a ra an iterbiom en aer :
4 Lu + 3 O2 → 2 Lu2O3 (trioksidenn lutesiom)
2 Lu [k] + 3 H2SO4 [dz] → 2 [Lu(H2O)9]3+ [dz] + 3 SO42- [dz] + 3 H2 [g]
  • Gant ar pevar halogen skañvañ (F, Cl, Br hag I), aroueziet amañ dre X, e tazgwered Lu pa vez tommoc'h eget 200 °C :
2 Lu [k] + 3 X2 [g] → 2 LuX3 [k]

Daou izotop eus Lu a gaver en natur : Lu-175 ha Lu-176, 175Lu o vezañ stabil.
Skinizotopoù zo bet kevanaozet, 32 anezho, 174Lu o vezañ an hini stabilañ gant un hanter-vuhez a 3,31 bloavezh.

Izotopoù stabilañ al lutesiom
Izotop % en natur Hanter-vuhez Digevanad
173Lu kevanaozet 1,37 bloavezh 173Yb
174Lu kevanaozet 32,31 bloavezh]] 174Yb
175Lu 97,41 stabil, 104 neutron
176Lu 2,59 3x1010 bloavezh 176Hf

Nebeut a implij a vez graet eus al lutesiom, abalamour d'e rouezded ha d'e briz.

  1. EMSLEY John, Nature's Building Blocks
  2. Alc'hwez : k = kalet, d = dourek, dz = dourzileizhenn, g = gaz
Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok