Ki-dour India
| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Carnivora | ||
Kerentiad : | Mustelidae | ||
Iskerentiad : | Lutrinae | ||
Genad : | Lutrogale | ||
Anv skiantel | |||
Lutrogale perspicillata Saint-Hilaire, 1826 | |||
Statud CITES : | Stagadenn II , Amzeriad adwel dianav | ||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ki-dour India (Lutrogale perspicillata) a zo ur c'hi-dour hag a vev e su Azia. Ar spesad nemetañ eus ar genad Lutrogale eo.
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kon-dour India eo ar c'hon-dour brasañ e su Azia. Muzuliañ a reont 130 cm ha gallout a reont pouezañ etre 7 ha 11 kg. Berroc'h ha c'hwekoc'h eo o blevenn eget hini ar c'hon-dour arall. Gell-du eo o c'hein ha gell-sklaer pe gris o c'hof.
20 vloaz e c'hellont bevañ en ur gwarezva. Kalz berroc'h eo o buhez en natur avat.
Emzalc'h ha gouennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Unpried eo kon-dour India. A-hed o buhez e talc'h ar c'houbladoù. Daoust ma'z eo brasoc'h ar par e kemer ar barez he c'hreñv warnañ. Homañ a c'han etre ur c'holen ha pevar c'holen goude un dougen 61 - 65 devezh. Ganti e vezont desavet e-pad ur bloaz en un douarenn. Goude ma'z int dizonet eo aotret ar par da dostaat outo. Kemer a ra perzh d'o desavadur dre zegas preizhoù dezho.
En em vagañ a reont diwar pesked. A-stroll e hemolc'hont. War 7 - 12 km² ec'h astenn o zachennad war a greder. Implijout a reont gwagrennoù-c'hwezh lec'hiet dindan o lost da verkañ anezhi.
Gwarez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hemolc'het e vezont evit o c'hreoñ met pennkaoz o stad arvarus eo distrujadur ha saotradur o ziriad.