Kaol-go
Neuz
Kaol-go zo ur meuz eus Alamagn hag Elzas, anezhañ kaol gwenn miñset munut ha lakaet da c'hoiñ en hili. Mat eo evit ar yec'hed, ha leun a vitaminoù C. Ur meuz goañv eus ar c'hentañ eo.
Servijet e vez gant kilhevardon, a bep seurt silzig ha kig-sall, hervez pegen bras eo naon an dud.
Tud zo a ev bier gant kaol-go, re all a gav gwelloc'h gwin gwenn. Da neuze e c'haller evañ riesling, pe sylvaner a zo gwelloc'h marc'had. Bretoned zo ne zisplij ket dezho muskadig ivez.