Kab (douaroniezh)
Ur c'hab , pe ur beg-douar, zo un tamm douar gant ar mor tro-zro nemet en un tu. E douaroniezh eo ar bae hag ar pleg-mor kontrol ar c'hab.
Beg, kab ha ledenez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ma klasker lakaat kemm etre ar c'hab hag ar beg-douar e vefe ar beg ur ger kaozeek[1]. Brasoc'h vefe ur c'hab eget ur beg-douar ivez. Met pa vez bras-bras ar c'hab e lavarer ul ledenez anezhañ.
Furmadur ar c'haboù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Furmet e voe a c'haboù a-vremañ pa voe stabilaet live ar mor e-pad marevezh ar Skorn-bras diwezhañ. Krignet e voe an takadoù tener eus an aodoù gant ar gwagennoù hag ar morredennoù, ha furmet e voe ar c'haboù gant an takadoù kaletoc'h. Kaboù zo a c'hall bezañ furmet gant gouelezennoù ivez, traezh ha dichaladur peurvuiañ, gouzedet eno gant ar morredennoù, er memes mod a furmadur an tomboloioù.
Un nebeud kaboù brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ar C'hab Horn e Chile
- Kab ar Spi Mat e Suafrika
- ar C'hab Fisterra e Galiza
- Beg ar Raz e Breizh
- Beg Tarifa e su Bro-Spagn
- ar C'hab Canaveral e Florida
- Cape Cod e Massachusetts
Kavet e vez an anv e broioù, kêrioù hag inizi zo ivez : bro ar C'hab Glas, kêr ar C'hab (Suafrika), en Afrika o-daou, pe c'hoazh enez ar C'hab Breton e Skos Nevez, ar broviñs kanadian.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveoù ha notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ hervez geriadur Ménard da skouer.