Mont d’an endalc’had

Jakez Karter

Eus Wikipedia
Jakez Karter
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh Bro-C'hall Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denJacques Cartier Kemmañ
Anv-bihanJacques Kemmañ
Anv-familhCartier Kemmañ
Deiziad ganedigezh31 Kzu 1491 Kemmañ
Lec'h ganedigezhSant-Maloù Kemmañ
Deiziad ar marv1 Gwe 1557 Kemmañ
Lec'h ar marvSant-Maloù Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvbosenn, Tifuz Kemmañ
Lec'h douaridigezhSaint-Malo Cathedral Kemmañ
PriedMary Catherine des Granches Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Yezh implijet dre skridgalleg Kemmañ
KargGovernor of New France Kemmañ
Grad milourelamiral Kemmañ
Perc'henn warManoir de Limoëlou Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Jakez Karter (poltred livet gant un arzour rusian e 1839)

Jakez Karter (31 a viz Kerzu 1491 - 1añ a viz Gwengolo 1557), pe Jacques Cartier evel ma reer anezhañ e galleg, a oa ur moraer eus Sant-Maloù hag a seller outañ evel unan eus ergerzherien vras reter Kanada.

En ur familh moraerien binvidik e oa bet ganet Jakez Karter e 1491. Dimeziñ a reas gant ur vaouez uhel he renkad, Catherine des Granches, a oa meur a lestr gant he zad.

Ne ouzer ket kalz tra diwar-benn temz-spered Karter, met sklaer eo e oa ur moraer barrek. Teir beaj a reas, mont ha dont, betek Kanada, dre vorioù dianav dezhañ ha dañjerus hep koll lestr ebet na martolod ebet estreget ar re a varvas gant ar c'hleñved. Neuze e c'heller lavaret e oa ur moraer eus an akuitañ, evit an amzer-se.

Ar veaj kentañ, 1534

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dibabet e voe gant roue Bro-C'hall, Frañsez Iañ, da vont da welet an "inizi hag an douaroù a lavarer ez eus enno kalz a aour ha madoù prizius all" (certaines îles et pays où l'on dit qu'il se doit trouver grande quantité d'or et autres riches choses). Kuitaat a reas Sant-Maloù d'an 20 a viz Ebrel 1534, e penn 2 vag ha 61 martolod da glask kavout un hent eus tu ar gwalarn da vont betek Azia. D'an 10 a viz Mae en em gavas, goude bezañ treuzet ar Meurvor Atlantel a oa bet habask, war aodoù an Douar-Nevez. Al lec'hioù kentañ a welladenn e Douar-Nevez a zo anavezet dija hag anvet, neuze mont a ra war-zu pleg-mor Sant Lorañs a-hed aodoù kornôg an Douar-nevez. Met an douar a well a zo paour ha netra ne gresk, an 12 pe an 13 a viz Even e kej gant annezidi, sur a-walc'h e oa Beothuks.. Goude se en em gavas en inizi all reter Kanada. Kenwerzh a reas gant Indianed. Pa gavas ar stêr Sant-Laorañs e soñjas e oa aze an hent da vont da Azia. D'ar 26 a viz Even e tizh ''Inizi ar Madeleine'' ha krediñ a ra er penn kentañ (faos e oa) ez eo ar C'hevandir.

Goude-se Karter a welas douaroù a seblante bezañ gwelloc'h evit diskuizhañ. Da c’houde e ergerzhas lec'hioù all gant ar spi da gavout hentoù evit mont betek China maleüruzamant ne oa ket ar pezh a grede, d'ar 14 a viz Gouere e tizh ar Gaspe, chom a ra eno betek ar 25 a viz Gouere.

Mont a reas kuit eus Gaspé d'ar 26 a viz Gouere ha mont a reas war-raok war ar pleg-mor, krediñ a reas (Gaou eo) e oa Anticosti ul ledenez.

Douarañ a reas er pezh zo anvet bremañ Gaspé, e Kebek. Darempredoù en devo gant indianed eus pobl Irokoaned Sant-Laorañs ha degemeret int mat, ganto e reont kenwerzh, hag un emglev a vez sinet ganto. Ur groaz vras a vez plantet eno evit disklêriañ e oa bremañ an douar-mañ da roue Bro Frañs met n'eo ket plijet ar penn bras Donnacona. E-pad e veaj e sammas gantañ daou eus mibien penn ur meuriad Indianed Donnacona, hag o c’has gantañ en-dro da Europa. D'ar 15 a viz Eost, Karter hag e akipaj a errujont betek Bro Frañs.

Daoust d'an diouer a aour ha metal prizius e chom Karter seder evit lavaret ez eus un hent evit tizhout Azia. An daou indian a zo gantañ a gadarn e gredennoù, neuze Frañsez kentañ a roas 3000 lur, 3 bag hag un akipaj 110 den, an daou indian a zo eus ar veaj evel-just.

An eil beaj, 1535-1536

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er bloavezh war-lerc’h, d’an 19 a viz Mae, e kemeras penn an hent adarre da vont da hanternoz Amerika. Ar wech-mañ e oa gantañ 3 lestr, 110 martolod hag an daou Indian yaouank. Mont a reas pelloc’h en aber ar stêr Sant-Laorañs ha douarañ a reas en ur geriadenn indian anvet Stadacona (zo deuet da vezañ kêr Kebek hiziv). Eno e voe adkavet e zaou vab gant ar penn meuriad Donnacona. Gant unan eus e listri ez eas Karter pelloc’h en aber ha tizhout ur gêriadenn all anvet Hochelaga (Montréal hiziv), d’an 2 a viz Here. Eno en em vodas tremen mil Indian da zont da welet an Europiz. El lec’h-se end-eeun ez eus bremañ ur pont anvet pont Jakez Karter. Goude bezañ tremenet daou zevezh gant Indianed Hochelaga e tistroas Jakez Karter da Stadacona. Divizout a reas tremen ar goañvezh eno, rak diwezhat e oa evit distreiñ da Europa. Savet e voe ur c’hreñvlec’h ganto ha lakaat a rejont boued a-gostez evit ar goañv. E-pad ar goañvezh-se e talc’has Karter un doare deizlevr, ma skrive kement tra a wele, doareoù bevañ an Indianed hag all.

Etre miz Du 1535 ha miz Ebrel 1536 e voe skornet an dour er stêr hag al listri ne c’hellent ket fiñval alese. Ouzhpenn se e voe klañv tud Karter gant ar skorbud. Skrivañ a reas Karter en e zeizlevr, e miz C'hwevrer, ne oa ket dek den, diwar ar 110 a oa ac'hanomp, a oa yac’h a-walc’h da sikour ar re all. Klañv e oa an Indianed ivez, met digant unan anezho, Domagaya, unan eus an daou baotr yaouank a oa bet kaset gantañ da Vro-C’hall e klevas Karter e oa tu da bareañ gant dour diwar rusk ur seurt gwez a gaved tro-dro. Moarvat ez eo a-drugarez Domagaya hag e alioù e chomas bev 85 martolod e dibenn ar goañv.

E miz Mae 1536 e voe prest Karter da zistreiñ da Europa. Divizout a reas kas gantañ Donnacona, ar penn meuriad, evit ma kontfe eñ e-unan an doare eus ar vro, pelloc’h en hanternoz, a vije stank enni an aour hag ar madoù prizius all. Teir sizhun e voent war vor ha degouezhout e Sant-Maloù en-dro d’ar 15 a viz Gouere 1536.

Pevarzek miz e oa padet eil beaj Jakez Karter. Gouiziegezh en doa dastumet diwar-benn ar vro, he danvez, he madoù, ha pa vijent c’hwezhet pe dreistprizet gantañ a-wechoù. Klasket en doa kaout darempred gant an Indianed. Peadra evit ma c’hellfe ar C’hallaoued en em staliañ da vat eno.

An trede beaj, 1541-1542

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D’an 23 a viz Mae 1541 e loc’has Jakez Karter adarre evit e drede beaj, gant pemp lestr. Ar wech-mañ ne glaske ket mui an tremen da vont betek Sina met klask a rae tizhout ar broioù pinvidik en doa klevet komz diwar o fenn hag en em ziazeañ da vat war ribloù ar stêr Sant-Laorañs.

Erruout a reas e Stadacona d’an 23 a viz Eost. En em staliañ a reas un tammig uheloc’h en aber, ha dilestrañ a reas an drevadennerien a oa deuet gantañ gant o chatal hag o holl vinvioù. Savet e voe ur c’hreñvlec’h, anvet Charlesbourg Royal, ha kroget da labourat an douar. An dud a zastumas mein, pa gave dezho e oant mein prizius (kouarz kammgemeret evit diamant…). Daou lestr a zistroas da Europa, d’an 2 a viz Gwengolo, gant ar mein didalvoud-se.

Jakez Karter, diouzh e du, a yeas pelloc’h gant listri all, da glask bro "Saguenay", ar vro binvidik a oa bet deskrivet dezhañ gant ar penn meuriad Donnacona. Met ne c’hellas ket mont pelloc’h eget Hochelaga, abalamour d’an amzer fall. Distreiñ a reas da Charlesbourg Royal. Eno ne oa ket gwall vat an darempred ken etre an Indianed hag annezidi ar c’hreñvlec’h. Nebeut a dra a ouzomp eus an doare ma tremenas ar goañvezh 1541-1542. War a seblant e voe taget ar c’hreñvlec’h gant an Indianed. Ar skorbud a rae e reuz en-dro ha daoust d’al louzoù a oa anavezet ganto bremañ e varvas lod eus an drevadennerien. Lakaet e voe an holl da lestrañ war an tri lestr a chome e miz Mezheven 1542 hag erruout a rejont en Europa e miz Here. Beaj diwezhañ Jakez Karter e oa bet.

Tremenvezh a reas ar peurrest eus e vuhez en e gêr c’henidik, Sant-Maloù. Mervel a reas d’ar 1añ a viz Gwengolo 1557. D’ar mare-se ne oa diazezet Europad ebet c’hoazh e Kanada. Ret e voe gortoz beaj Samuel de Champlain, e 1608.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Lestr Jakez Karter, gant Dan Lailler, embannet gant An Here
  • Jakez Karter, gant Loeiz Andouard, embannet gant Mouladurioù Hor Yezh

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]