Mont d’an endalc’had

Hengoun

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

An hengoun (liester : hengounioù) a zo doareoù ober pe doareoù komz treuskaset a rumm da rumm en ur strollad tud evel ur bobl pe ur renkad kevredigezhel. Termenet e vez a-wechoù evel ar pezh a vez kelennet d'ar yaouankiz gant an dud koshañ. Peurliesañ e vez intentet e vez treuzkaset an hengoun dre ar gomz hag ar skouer ha pa vefe traoù hengounel zo treuzskrivet ha treuskaset dre ar skridoù.
Dre vras e kaver anaoudegezhioù en hengounioù, da lavaret eo elfenn ditour. Hervez armezhourien zo (Friedrich Hayek ha Thomas Sowell) ez a un dalvoudegezh armerzhel gant heuliañ an hengounioù : pa vezont komprenet gant ar gempredidi e c'hellont lakaat anezho da esper an amzer.

Savet eo bet hengoun diwar an anv-gwan hen ha ne vez ket mui kavet nemet e-barzh ar gerioù kevrennek a dalvez kement ha kozh ha koun (kemmadur goude hen).

Ster relijiel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E pep relijion ez eus un hengoun a denn d'ar c'hredennoù, da istor an diazezerien, d'al lidoù ha d'ar stuzegezhioù erbedet. Komzet e vez eus an hengounioù lutherat pe eus an hengounioù soufiat. En Iliz katolik roman e vez pouezet war an Hengoun evel heulier an Diskuliadur, an div vammenn asamblez a ya d'ober sichenn ar gredenn gatolik.
Ne c'hell ket krediñ ar Brotestanted ez eus un hengoun kevatal d'ar Skritur sakr ha aze emañ unan eus abegoù o enebiezh d'an Iliz katolik.
Er frañmasonerezh e vez pouezet kalz ivez war an hengoun ken e vez daveet da Hiram, roue Tir en amzer Salaün, roue Jeruzalem.

Ster en arzoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pep arzour a zo bet levezonet gant oberennoù arzourien all. Dre ar stummadur e vez treuskaset doareoù ober hag ivez ur seurt preder war palioù an arzourien. Dre studiañ oberennoù an arzourien e c'heller sevel istor an teknikoù arzel pa ne c'hell ket den ijinañ traoù nevez holl ha pa glasfe mont a-eneb doareoù e araokidi.
Enebet e vez an teknikoù arzel savet er renkadoù uhelañ (an dañsoù lez, da skouer) hag ar re zo priziet gant an dud vunut (an dañsoù hengounel, da skouer). Ar memes tra eo evit a sell ar sonerezh hag ar c'hanaouennoù.
Koulskoude ez eus bet darempredoù padus etre ar renkadoù ken a ya an doareoù da bep tu. Meur a wech eo bet awenet stummoù arzel "uhel" gant doareoù poblek ha hengounel.

Ster er brederouriezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur pouez bras zo d'an hengoun pa gomzer eus ar skolioù prederouriezh.