Gwer
Neuz
- Evit implijoù all, gwelet Gwer (disheñvelout).
Ar gwer zo un danvez kalet ha bresk, treuzwelus pe get, oberiet gant mab-den. Graet e vez gant traezh tommet betek dont da vezañ liñvel. Neuze e vez roet ur stumm d'an danvez liñvel ha lezet e vez da yenaat. Gallout a ra ar gwer bezañ treuzwelus ha disliv, ha gallout a ra ivez bezañ livet.
Gant gwer e reer endalc'herioù, evel gwerennoù pe boutailhoù, plakennoù da lakaat e prenestroù ar savadurioù ha traoù all c'hoazh (lunedoù...).
-
Ur voutailh e gwer.
-
Ur voul e gwer, graet gant ur gweraer eus Briad.
-
Gwerennoù ur prenestr.
-
Gwer-livet en un iliz.