Gwallreuz naturel
Iskevrennad eus | desastre, natural phenomenon, riskl naturel, risk source, environmental disturbance |
---|---|
Abeg pennañ | tommadur ar blanedenn |
Efed | labez |
Manifestation of | riskl naturel |
Handled, mitigated, or managed by | disaster preparedness |
Ur Gwallreuz naturel a vez graet eus ur gwallzarvoud gant abegoù naturel ha gant un disoc'h fall evit kevredigezhioù denel. Meur a zoare gwallzarvoudoù naturel a zo evel diruilhadoù, sec'hor, krenoù-douar, dour-beuz, amzer c'hor, riskloù douar, kelc'hwidennoù trovanel, tanoù-gwall pe dislonkadennoù menezioù-tan. Ouzhpenn ar re-se e c'hall bezañ ivez eus korventennoù erc'h, korventennoù traezh, korventennoù tan, grizilh, riell, dolinoù, arnev, avelioù-tro ha tsunamioù. Ur gwallreuz naturel a c'hell bezañ mammenn distrujoù savadurioù denel betek kolloù buhez. Mammenn eo ivez da kolloù ekonomikel, e liamm gant braster ar gwallreuz. An distrujoù ha disoc'hoù fall a vez liammet gant penaos eo prientet an dud da dalañ ouzh gwallreuzioù, na pegen solud eo ar savadurioù, hentoù ha frammoù all (pontoù...) el lec'hioù tizhet. Lod skiantourien a embann e vefe mat paouez gant implij an droienn "gwalldaol/gwallreuz naturel". Gwelloc'h e vije hervezo d'ober gant an doare simpl "gwallreuz". Ne vije nemet da ouzhpennañ mammenn ar gwallreuz. Ur gwallreuz a erru pa vez un ober naturel dreistordinal (a-wechoù gant un orin denel kemmesket) o erruout etrezek ur gumuniezh denel. An disoc'hoù hag ar grevusted anezho a vez liammet gant ledander an darvoud ha kizidigezhioù ar c'hevredigezhioù tapet.
Dielfennadenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwallreuz naturel a vez graet eus un darvoud gant ur skog uhel war ur gevredigehz pe ur gumuniezh denel goude un taol-fall gant un abeg naturel.