Mont d’an endalc’had

Girolamo Frescobaldi

Eus Wikipedia
Girolamo Frescobaldi
Girolamo Frescobaldi
Girolamo Frescobaldi
Engravadur gant Claude Mellan, 1619

Stil : barok

Ganedigezh : 9 pe 13 a viz Gwengolo 1583 e Ferrara
Marv : 1 a viz Meurzh 1643 e Roma

Broadelezh : Dugelezh Ferrara
(Hiziv : italian)

Micher pennañ : ograouer, klavisimer
Micherioù arall : sonaozour

Girolamo Alessandro Frescobaldi (distagadur LFE: [dʒiˌɾɔːlamo fɾeskoˈbaldi]), anvet ivez "Gerolamo", "Girolimo" ha "Geronimo Alissandro", bet ganet d'an 9 a viz Gwengolo 1583 e Ferrara ha marvet d'ar 1añ a viz Meurzh 1643 e Roma, d'an oad a 49 bloaz, a oa un ograouer, ur c'hlavisimer hag ur sonaozour italian, unan eus sonerien bennañ dibenn an Azginivelezh ha deroù ar Barok.

Dreistdonezonet e oa en e vugaleaj, ha heuliet en devoa kentelioù Luzzasco Luzzaschi (~1545-1607) e Ferrara kent bout levezonet gant sonaozourion all, en o zouez Claudio Merulo (1533-1604), Ascanio Mayone (~1565-1627) ha Giovanni Maria Trabaci (~1575-1647).
Kador an ograouer a zalc'has e Penniliz Sant-Pêr eus an 21 a viz Gouhere 1608 betek 1628, hag adarre adalek 1634 betek e varv e 1643.

Er sonerezh bet embannet gant Girolamo Frescobaldi e kaver lod pezhioù eus ar re levezonusañ er XVIIvet kantved ; pezhioù eus e zastumad sonerezh relijiel evit an ograoù, Fiori musicali ("Bleunioù sonerezhel"), a chomas an daveenn bennañ evit a sell ouzh reolennoù ar gendonouriezh betek an XIXvet kantved.

Ferrara : ar blakenn eñvor
war dremm ti genidik G. Frescobaldi

Mab da Filippo Frescobaldi, ur bourc'hiz e Ferrare, e oa Girolamo. Marteze e oa un ograouer eus e dad, peogwir e troas daou eus e vibien da ograouerion[1], ha peogwir e voe lakaet Girolamo da studiañ ar sonerezh hag an ograoù e-kichen Luzzasco Luzzaschi (~1545-1607), ur sonaozour a zalc'he kador an ograoù e lez dug Ferrara, Alfonso II d'Este.
Hervez skridoù eus e amzer e oa Girolamo Frescobaldi ur soner donezonet-dreist pa oa bugel ; kaset-digaset dre gêrioù pennañ Italia e voe, ha buan e c'hounezas brud. Pa voe war-dro ugent vloaz e kuitaas e vro da vont da Roma : e 1604 e lod skridoù, ha testeni eus e vezañs e Roma e 1607 zo, pa voe enrollet evel "Girolamo ograour" (Girolamo organista) eus miz Genver betek miz Mae 1607. Gopret e voe gant Guido Bentivolio d'Aragona (1579-1644), arc'heskob Enez Rodos, ha gantañ ez eas da Flandrez e 1608, ar veaj nemeti a reas e-maez eus Italia. En Antwerpen e voe a-dra-sur, pa skriv kement-se e rakger e zastumad madrigaloù kentañ, embannet e 1608 ivez.
D'an 21 viz Gouhere 1608 c'hoazh e voe dilennet an ograouer yaouank da gemer kador Ercole Pasquini (~1560-etre 1608 ha 1619) e Penniliz Sant-Pêr e Roma. E Flandrez e chomas koulskoude, ha distreiñ da Roma d'an 29 a viz Here goude ur chomadenn e Milano, ma 'z embannas e zastumad Fantasie ("Faltazioù"). D'an 31 a viz Here ez azezas er gador, a zalc'has betek e varv, daoust dezhañ bout he dilezet gwech ha gwech all.

Etre 1610 ha 1613 e krogas G. Frescobaldi da labourat evit ar c'hardinal Pietro Aldobrandini, ken na varvas hennezh e 1621.
D'an 18 a viz C'hwevrer 1613 e timezas gant e serc'h Orsola Travaglini, alias Orsola del Pino. Div verc'h ha tri mab o devoe etre 1612 ha 1619.

E miz Here 1614 ez asantas an ograouer dilezel e gador da vont e servij dug Mantova, Ferdinando Gonzaga ; ken dipitet e voe gant lez Mantova avat ma tistroas da Roma e miz Ebrel 1615. Adkavout a reas e gadorioù er Benniliz hag e lez ar c'hardinal, ha kregiñ da gelenn en ur genderc'hel da embann e sonerezh : al levr Toccate ("tokatennoù") kentañ hag ul levr Ricercari et canzoni ("imbourc'hioù ha kanaouennoù") e 1615, ul levr Capprici ("froudennoù") e 1624, an eil levr tokatennoù ha canzone e 1627.

D'an 22 a viz Du 1628 e voe aotreet gant ar Benniliz da vont da Firenze da seniñ evit arc'hdug Toskana, Ferdinando II de' Medici. Betek 1634 e chomas e kêr, ma 'z embannas daou levr arie ("tonioù") e 1630.
E miz Ebrel 1634 e tistroas da Roma, pa oa bet gourc'hemennet da vont e servij ar pab Urban VIII, ar pezh a oa ar brasañ enor a veze graet d'ur soner. Adkregiñ a reas er Benniliz ivez, koulz hag evit ar c'hardinal Francesco Barberini, a oa un niz d'ar pab. D'ar mare-se eo ez embannas Girolamo Frescobaldi e Fiori musicali, e 1635. Ne embannas levr ebet ken kent e varv e 1643, a c'hoarvezas goude ur c'hleñved a badas dek devezh.
Beziet e voe e Santi Apostoli, iliz an Daouzek Abostol Santel e Roma ; da get ez eas e vez pa voe adsavet an iliz e dibenn an XVIIIvet kantved, met ur maen-bez gouestlet da "unan eus tadoù ar sonerezh italian" zo en hevelep iliz hiziv.

Fiori musicali
bet embannet e 1635 e Venezia

A-douez soaozourion veur Italia, Flandrez ha Bro-C'hall e voe Girolamo Frescobaldi an hini kentañ a gement a ouestlas e labour d'ar sonerezh-benveg, da lavaret eo hep kan na pozioù. Eizh dastumad a embannas en e vuhez, lod anezho o vout advoullet dindan e c'hoursell, ha pezhioù all a voe embannet goude e varv (Canzoni alla francese in partitura, Venezia, 1645) pe skignet dre zornskridoù.
Disheñvel-krenn eo al levr canzoni bet adembannet e 1634 diouzh embannadur orin 1628 : diwar an 40 pezh a zo ennañ, dek zo bet erlec'hiet ouzh re nevez, ha c'hwezek zo bet kemmet gant ar sonaozour, ar pezh a ziskouez e klaske tizhout peurvadelezh e arz.

Raktal gant e embannadenn gentañ, Ricercari et canzoni e 1615, e stalias Girolamo Frescobaldi e stil : er pezhioù-sonerezh-se e tistroas da zoare orin, glan, ar ricercare evel ma oant e dibenn an Azginivelezh. En e eil levr Toccate e partite e ouezas lakaat ar c'hlavieroù da ezteuler fromoù na oant biskoazh bet klevet kentoc'h, rak ne heulias ket reolennoù boas ar sonaozañ, ar pezh a reas a-hed e vuhez hag a ro d'e sonerezh ur blaz nevez da bep tamm sonerezh bet savet gantañ.
Adal 1627 ez astennas ar sonaozour e arz betek ar sonerezh evit lazoù-seniñ ha lazoù-kanañ, koulz war an dachenn relijiel hag an hini lik, framm an eil o vout ar c'hontrol-mik da hini eben ; daoust da gement-se, an daou stil a c'halle bout sonet ha kanet en iliz.

E 1635, d'an oad a 52 vloaz, ez embannas Girolamo Frescobaldi e bennoberenn, Fiori musicali. E levr nemetañ gouestlet d'an Iliz eo, hag e zastumad diwezhañ ma 'z eus pezhioù nevez. Meur a zoare zo er Fiori, petra bennak ma 'z eo an holl bezhioù bet savet evit an oferenn ; e berr gomzoù, an holl stiloù bet labouret gant ar sonaozour a gaver en dastumad, war-bouez sonerezh ar werin. Ur vuhez nevez en deus roet er Fiori d'an doare hengounel da brimaozañ war an ograoù diwar ur c'han gregorian : a bep eil e klever ar c'han hag an ograoù, ar soner o primaozañ en doare kendonouriel. Ur skouer e voe ar Fiori musicali a-hed an XVIIIvet hag an XIXvet kantved.
Toccate Girolamo Frescobaldi (1615 ha 1627) zo hir a-walc'h evit bout sonet en o unan, met savet e voent ivez evit talvout da rakkerzhoù da bezhioù hiroc'h c'hoazh. Un astenn d'al levr kentañ eo an eil levr e gwirionez, pa zegas luskoù disheñvel ha divoas.

Mailhoni zo a vare da vare e sonerezh G. Frescobaldi, lod pezhioù o taeañ sonerion hon amzer zoken, evel an Toccata IX a zo en eil levr : ken diaes eo e he seniñ ma skrivas ar sonaozour "Ne dizher ket an diwezh hep skuizhder"[2]
Hevelep notennoù a gaver er Fiori ivez, peurgetket unan a c'houlenn digant kaner ur pempvet mouezh kavout e-unan ar c'houlz ma rank kanañ en ur ricercare[3]. Kement-se a ziskouez ur wezh all e oa eus Frescobaldi un nevezer a-fed sonaozouriezh.

En e amzer e veze anavezet Girolamo Frescobaldi evel an nevezer nemetañ evit a sell ouzh ar sonerezh evit ar c'hlavieroù ; zoken pa ne blije ket e sonerezh mouezhel dezho ez anzave ar vurutellerion e oa Frescobaldi ur mestr-soner hag ur mestr-sonaozour. Betek kreiz an XVIIIvet kantved e klever levezon e labour war ar sonerezh evit ar c'hlavieroù.
Meur a sonaozour italian a zeskas ar vicher gant G. Frescobaldi, hag ar pennsonaozour alaman Johann Jakob Froberger (1616-1667) a studias en e gichen eus 1637 betek 1641. Sonaozourion evel Johann Pachelbel (1653-1706), Johann Sebastian Bach (1655-1754) ha Henry Purcell (1659-1695) a voe levezonet gant Girolamo Frescobaldi.

Toccate :
Toccata III
Sonet gant Sylvia Kind, klavisim eus deroù an XXvet kantved
Fiori Musicali :
Toccata avanti la Messa della Domenica
Sonet war ograoù Taylor & Body, Marquand Chapel, Yale University
Fiori Musicali :
Kyrie della Domenica
Sonet war ograoù Taylor & Body, Marquand Chapel, Yale University
  1. Hammond, Frederick (1983), op.cit.
  2. "Non senza fatiga si giunge al fine".
  3. "Intendami chi può che m'intend'io", "Komprenet me piv a c'hallo, en em gompren a ran-me".

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.