Mont d’an endalc’had

Georg Mohr

Eus Wikipedia

Jørgen Mohr (e latin Georgius Mohr)(ganet d'ar 1 a viz ebrel [1640], marvet ar 26 a viz genver 1697) a oa ur matematikour eus Bro Danmark. Beajiñ a reas en Izelvroioù e Bro C'hall hag e Bro Saoz.

Ganet eo Mohr e Kopenhagen. E labour anavezetañ e geometriezh a zo ar brouenn e oa tu da sevel al lunioù gant ur c'helc'hier hag ur reolenn, gant ur c'helc'hier hepken. Anavezet eo an disoc'h dindan an anv a d/Teorem Mohr-Mascheroni. Embann a reas ivez al levr Euclides Danicus e Amsterdam e 1672.

Daoust ma oa lakaet e oberenn e bibliografiezh ar matematik e voe disoñjet e labour e-pad 250 vloaz. An enorioù a voe roet da Lorenzo Mascheroni a brouas an teorem 100 vloaz diwezatoc'h (1797). N'eo nemet e 1928, pa tizoloas ur studier yaouank ur gopienn en ur stal e Kopenhagen e voe anavezet labour Mohr.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]