Feur-emglev Compiègne (867)
Feur-emglev Compiègne zo ur feur-emglev etre rouantelezhioù Frankia ar C'hornôg ha Breizh hag a voe sinet d'ar 1añ a viz Eost 867 e Compiègne.
Tenor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Compiègne, ar roue Karl Voal a zegemeras Paskwezhen, kont Gwened, mab-kaer ha kannad Salaun Breizh.
Dilezel gourc'hemenn truaj digant ar Vretoned a eure Karl Voal. Dre feur-emglev e c'houlezas ar Franked ledenez Cotentin, Jerzenez ha Gwernenez da Vreizh[1] ; an Avranchin ha Menez Mikael ar Mor a voe lezet gant ar Vretoned ivez, ha pa ne oa ket skrivet er feur-emglev. A-gevret gant an tiriadoù-se e oa an domanioù hag an tellerezhioù roueel, koulz hag an abatioù hag o fourpezioù.
Er-maez eus ar feur-emglev e chomas an eskoptioù avat : re Avranches ha Coutances a chomas e dalc'h arc'heskoti Rouan e-lec'h bout staget ouzh eskopti Dol[2]
Diskar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-c'houde aloubidigezh Breizh gant ar Vikinged er bloaz 919 ec'h eas rouantelezh Breizh war ziskar, hag an douaroù bet gounezet e 867 a yeas e 933 da Zugelezh Normandi, en em astenne war diriad arc'heskopti Rouan[3].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) (Strollad). Histoire de la Bretagne et des pays celtiques – Tome 1 : Des mégalithes aux cathédrales. Montroulez : Skol Vreizh, 1983, p. 146 (ISBN 978-2-903313-06-7).
- ↑ (fr) Guillotel, Hubert. Actes des ducs de Bretagne (944-1148). Roazhon : Presses Universitaires de Rennes, p. 47 (ISBN 978-2-7535-3498-8).
- ↑ (fr) Skol Vreizh, 1983, p. 154.