Etymologiae
Etymologiae, anavezet ivez gant an anv Origines, krennet e Orig., zo un holloueziadur savet gant Izidor Sevilla (war-dro 560–636) e dibenn e vuhez. Broudet e voe Izidor da skrivañ al levr-se gant e vignon Braulio, eskob Zaragoza. En Etymologiae e oa dastumet ha renket ar ouiziegezh tennet eus ur bern skridoù klasel.
Ugent levr a oa oc’h ober an holloueziadur-se : tri anezho zo awenet, dre vras, gant Naturalis istoriae (pe Istor naturel) Plinius an Henañ, ha disklêriañ a ra Izidor eo tennet e zanvez eus levr Plinius. Ne ra ket anv avat eus aozerien latin all hag en deus implijet evit sevel e labour, evel Cassiodorus, Servius ha Solinus. Un eskob e oa Izidor hag anvet e voe da sant diwezhatoc’h. En e holloueziadur en deus lakaet kement tra a gave talvoudus gouzout. Plediñ a ra an oberenn gant danvez a bep seurt eta : ar yezhadur hag ar retorik, an douar, ar stered hag an hollved, ar metaloù, ar savadurioù, ar brezel, ar bagoù, al loened, an dud, ar medisinerezh, al lezennoù, an Iliz katolik hag ar relijionoù all, ar sent, ar yezhoù, al labour-douar, ar boued…
Bez’ e oa an Etymologiae unan eus al levrioù a voe implijet ar muiañ er Grennamzer. Alies e veze lennet e-lec’h an testennoù klasel a oa berraet ennañ. Abalamour da se e voe paouezet da lenn ha da adskrivañ an testennoù-se, ha lod a voe kollet. Meneg zo anezhañ gant Dante Alighieri, gant Geoffrey Chaucer, gant ar varzhed Giovanni Boccaccio, Francesco Petrarca pe John Gower. E-touez ar mil bennak a skouerennoù dornskrivet eus an Etymologiae a zo deuet betek ennomp emañ ar c’h-Codex Gigas eus an XIIIvet kantved ; an dornskrid koshañ eo ar c’h-Codex Sangallensis, eus an IXvet kantved, ennañ al levrennoù XI betek XX. Dek gwech e voe moullet an Etymologiae, d’an nebeutañ, etre 1472 ha 1530. Goude-se e voe roet nebeutoc’h a bouez dezhañ, da vare an Azginivelezh.
Etymologiae n’eo ket ken anavezet en hon amzer-ni, met ar Vatikan en deus soñjet lakaat an hini en deus savet ar skrid-se, Izidor, da sant patrom an Internet. Gant al lenneien eo anavezet e dalvoudegezh, dre m’en deus gwarezet an testennoù klasel ha dre ma kinnig deomp un doare da gompren soñjoù tud ar Grennamzer.