Mont d’an endalc’had

Emgann Varsovia (1920)

Eus Wikipedia
Soudarded Polonia dres goude an emgann gant bannieloù tapet digant an Arme Ruz

Emgann Varsovia, lesanvet Burzhud ar Vistula, a voe un trec'h peurglok polonat e 1920 e-kerzh ar Brezel etre Polonia hag URSS. Polonia, darbet da vezañ trec'het garv, a oa deuet a-benn da argas ha da drec'hiñ al Lu Ruz. Vladimir Lenin, penn ar Volcheviked en doa graet "ur pikol faezhidigezh" eus ar c'holl-se.

Soudarded Polonia e 1920 o c'hortoz an dagadenn soviedel. Armet int gant ur vindrailherez Colt-Browning 1895

Goude Argadenn Kiev gant Poloniz harpet gant Republik Poblel Ukrania, ar nerzhioù lu soviedel a oa deuet a-benn da dalañ hag enep-argadiñ en hañv 1920. Rediet e oa bet an nerzhioù lu polonat da gilañ, strafuilhet, war-zu ar C'hornôg. Darbet e oa d'an nerzhioù lu polonat bezañ dispennet hag evit an arvestourien e oa anat e vefe un trec'h peurglok gant Soviediz.

Emgann Varsovia a ao padet etre an 12 hag ar 25 a viz Eost 1920 etre nerzhioù an Arme Ruz renet gant Mikhail Tukhachevsky a oa o tostaat da gêr-benn Polonia ha Kreñvlec'h Modlin. D'ar 16 a viz Eost, nerzhioù lu Polonia renet gant Józef Piłsudski o devoa enepargadet diouzh ar su, o troc'hañ lañs an argadenn soviedat. Rediet e oa bet al Lu Ruz da gilañ buan hag en dizurzh war-zu ar reter hag a-dreñv ar stêr Neman. Ar c'holloù a oa bet ramzel a bep tu: evit ar Rusianed e oa bet 10 000 den lazhet, 500 den steuziet, 30 000 den gloazet ha 66 000 prizoniad. Evit Poloniz e oa bet 4500 den lazhet, 10 000 den steuziet ha 22 000 den gloazet.