Mont d’an endalc’had

Bernez Italia

Eus Wikipedia
Bernez Italia
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denBernard, Bernhard Kemmañ
Anv-bihanBernard Kemmañ
Titl noblañsRoll rouaned Italia Kemmañ
Deiziad ganedigezh797 Kemmañ
Lec'h ganedigezhHauts-de-France Kemmañ
Deiziad ar marv17 Ebr 818 Kemmañ
Lec'h ar marvMilano Kemmañ
Lec'h douaridigezhBasilica of Sant'Ambrogio Kemmañ
TadPepin Italia Kemmañ
MammRuodhaid Kemmañ
Breur pe c'hoarAdelaide, Atala, Gundrada, Bertha, Tetrada Kemmañ
PriedCunigunde Kemmañ
BugelPepin, Count of Vermandois Kemmañ
FamilhKarolingidi Kemmañ
Michermonark Kemmañ
KargRoue ar Franked Kemmañ
Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !


Bez Bernez Italia e Milano.

Bernez Italia, ganet war-dro 797, ha marvet d'ar 17 a viz Ebrel 818, a voe roue al Lombarded war-lerc'h e dad, eus 813 betek 817. Mab e oa da b-Pepin Italia ha d'e serc'h Chrothais, ha mab-bihan d'an Impalaer Karl Veur.

Adalek ma varvas e dad Pepin e oa dezhañ da vout roue al Lombarded met ne fellas ket d'an tad kozh Karl Veur e gas di a-raok e bemzek vloaz, en 812. Anvet e voe da roue e miz Ebrel 813. Ren a reas dindan evezh ur mab-bihan da g-Karl Martel, Adalhard, a oa kenderv d'e dad. Da varv Karl Veur e reas e le d'an impalaer nevez, e eontr Loeiz an Deol.

En Gouhere 817 e fellas d'an impalaer, levezonet gant kerent an impalaerez Irmingard Hespengau, tennañ digant Bernez gouarnamant Italia, hag an titl a roue ouzhpenn, evit o reiñ d'ur mab dezhi. Bernard koulskoude ne fiñvas ket da gentañ. Met en em sevel a reas an Italianed. Broudet gant e gostezenn en em savas ivez, en desped dezhañ, e 817. Berzh ne reas ket, kodianañ a rankas e Chalon-sur-Saône ha goulenn pardon digant an impalaer. Kaset e voe da Aachen, ma voe kondaonet d'ar marv.


Dimeziñ ha bugel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War-dro 813 e oa dimezet da Cunigunda Laon (797-818 pe 835).

Daou vugel o deus bet

  • Pepin, kont Péronne, e hanternoz ar Saena, kentañ dug Vermandois, bev en 840
  • Cunigunda, ganet war-dro 817, bev atav en 835.