Bergisches Land
Ar Bergisches Land (Bro Berg en alamaneg) zo ur c'horn-bro gant torgennoù ha koadoù, e stad Nordrhein-Westfalen, en Alamagn, er reter d'ar Roen hag er c'hreisteiz d'ar Ruhr. Er c'hornad eo puilh ar c'hoadoù, ar pradoù, ar stêrioù hag ar gwazhioù-dour hag ouzhpenn 20 lenn zo, krouet gant Mab-Den[1]. Wuppertal eo ar gêr vrasañ ha pennlec'h ar vroig-se, met troet eo ar c'hreisteiz war-zu Köln dreist-holl. Remscheid, Solingen ha Wuppertal eo an teir c'hêr vrasañ.
Deuet eo ar vroig-se diouzh Dugelezh Berg gwechall. Aotrouien ar vro, konted ha duged Berg, o deus roet o anv dezhi. An anv latin "terre Montensis" (bro ar menezioù, Bergisches Land) a gaver en un enskrivadur eus 1363. Mont a reas an Dugelezh da get e 1815 hag e 1822 e voe staget ar vro ouzh Prusia, pa voe lakaet holl broviñs ar Roen enni.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Bergisches Land. tourismus NRW. Kavet : 15-07-2016.