Arz erotek e Pompei ha Herculaneum
An arz erotek e Pompei ha Herculaneum zo bet kavet e kêrioù kozh bae Naplez (e Pompeii ha Herculaneum dreist-holl) war-lerc'h ma voe kroget da gleuziañ enno en XVIII-vet kantved.
Kavet e voe e oa leun ar c'hêrioù-se a livadurioù erotek a svoe spontet ar gleuzerien ouzh o gwelout. Betek binvioù ordinal en tier a oa stummoù erotek dezho. Kement-se a ziskouez e oa laosk a-walc'h doareoù-bevañ reizhel ar Romaned en amzer-se, hep arabadoù a vez e darn eus ar c'hevredigezhioù a vremañ, goude ma n'eo ket ur ster erotek a vez e atav gant darn eus ar skeudennoù, evel ar pichoù bras-meurbet a c'halle aroueziañ ar speriusted pe ar strujusted.
An digompren etre an daou sevenadur-se a voe kaoz ma moe kuzhet kalz eus ar c'havadennoù adarre. Da skouer, urmurlivadur a ziskoueze Priapus, doue kozh ar vuhez reizhel hag ar speriusted, gant e bikol mell pich, a oa bet goloet a blastr ha ne voe addizoloet nemet e 1998 abalamour d'ar glav.
Kabined ar sekredoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1819, pa deuas ar roue Frañsez I a Naplez da weladenniñ diskouezadeg Pompeii e Mirdi Naplez gant gwreg ha merc'h e oa ken diaes o welout ar pezhioù arzel ma tivizas e vijent serret en ur pezh kuzh, ha ne vije digoret nemet d'an dud "a oad hag a vuhez reizh".
Addigoret, serret, addigoret adarre, adserret e-pad 100 vloaz, eo bet an diskouezadeg. e dibenn ar bloavezhioù 1960 (koulz dispac'h ar reizh) e voe digoret e-pad ur pennad berr. Ret eo bet gortoz ken ar bloaz 2000 evit ma tigorfe da vat. Ar vugale (dindan 18 vloaz, hervez al lezenn) ne vezont ket laosket da vont e-barzh hep aotre, ha chom a ra ur gward gante atav e-barzh ar pezh kuzh.
Skouerioù brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pichoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Marelladur e teol: an doue Pan gant un Hamadriadenn.
Kleier arem gant pichoù loened a oa stank -- Ur mell kalc'h (pe Pan, Priapus pe unan evelte) ne oa nag erotek na drouk, met arouez ar strujusted nemetken.
-
Kloc'h dre avel
Priapus
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Moger Priapos, Ti ar Vetti
-
Murlivadur all da b-Priapus, this time from the entryway of the largest Pompeii brothel
Fouzhlec'hioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Murlivadur eus brasañ fouzhlec'h Pompeii
-
Murlivadur erotek eus Pompeii
N'ouzer ket ha mennet e oa ar skeudennoù da ziskouez ar pezh a ginnige ar stalioù-se pe da sachañ lagad ar weladennerien hepken.
Livadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Amañ dindan standilhonoù eus murlivadurioù, marelladurioù, delwennoù, ha traoù erotek arall kavet e Pompeii ha Herculaneum.
-
Murlivadur en ur c'hibelldi, gant daou baotr hag ur plac'h.
-
Murlivadur en ur c'hibelldi.
-
C'hoari daou. Murlivadur ouzh moger kreisteiz sal emziwiskañ kibelldi Pompei
Gwener en un hanter grogenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Murlivadur Pompei gant Gwener ne oa ket anavezet gant Sandro Botticelli, liver Ganedigezh Gwener, met marteze e oa un adlivadur roman eus livadur brudet gant Apelles graet meneg anezhañ gant Lucian. En henamzer klasel eo arouez kourzh ar maouezed e oa ar c'hregin.
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
C'hoari daou, Casa dei Vettii
-
Eus ti ar C'hantvet Deiz-ha-bloaz
-
Banvez
Notennoù ha daevennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pennad saoznek diwar-benn fouzhlec'h Pompei : Erotic frescoes put Pompeii brothel on the tourist map, The Times, 27th October 2006