Aerlu Ukraina
Rann eus | Nerzhioù lu Ukraina |
---|---|
Deiziad krouiñ | 17 Meu 1992 |
Anv er yezh a orin | Повітряні сили України |
Brezel | brezel soviedat-ukrainat, prelude to the Russian invasion of Ukraine |
Stad | Ukraina |
Lec'h | Vinnytsia |
Perc'henn war | Horodok |
Sez sokial | Vinnytsia |
Aerlu Ukraina (ukraineg : Повітряні сили Збройних сил України Povitryani Syly Zbroynykh Syl Ukrayiny, PS ZSU) eo anv aerlu Ukraina hag unan eus eizh skourr Nerzhioù lu Ukraina. Ar stumm a hiziv a oa bet krouet e 2004 dre gendeuziñ Nerzhioù difenn Aer Ukraina en aerlu.
Pa oa bet roet lamm d'an Unaniezh Soviedel e 1991, kalz nijerezioù a oa chomet war diriad Ukraina. Ur wech dishualet Ukraina e 1991 e oa chomet dizarc'hantet an nerzhioù lu nij, lakaet e oa bet e mirlec'hioù un darn eus an dafar pe deuet e oa da vezañ dizimplijadus. Evit ar pezh a sell ouzh greanterezh an armoù er vro, Ukroboronprom hag e skourr Antonov a oa deuet a-benn da zerc'hel tamm-pe-damm ar c'hirri-nij koshañ.
Nijlu Ukraina zo bet oberiant e Brezel an Donbas. Goude an arsav brezel e 2014, an nerzh nij zo paouezet gant ar c'hefridioù brezel en Donbas. Abaoe miz C'hwevrer 2022, an nijlu ukrainat zo bet o kemer perzh er brezel evit talañ ouzh aloubadeg Ukraina gant Rusia. Dafaret eo bremañ an nijlu gant un nebeud kirri-nij brezel liesroll stadunanat F-16 ha kirri-nij brezel soviedat dreist-holl.
Kefridioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Roll pennañ Aerlu Ukraina eo gwareziñ an oabl. Lies palioù da dizhout zo evit ober : bezañ mestr war an oabl a-us tiriad ar vro, tizhout palioù dre dagañ dre an aer an unvezioù ha mirlec'hioù enebour, gwareziñ an unvezioù ukrainat diouzh tagadennoù dre aer, gwareziñ ha sikour tagadennoù tirlu Ukraina, ar C'horfad troadegiezh-vor hag ar Morlu pa vez oberiadurioù-brezel pe gourdonadegoù en amzer a beoc'h, plantañ reuz e fiñvadegoù unvezioù enebour kement war zouar, en aer ha war vor, plantañ reuz er c'hehentiñ enebour, sklêrijennañ, pourvezañ dre aer evit dafar hag unvezioù stourm kement en amzer a beoc'h hag er brezel.