Mont d’an endalc’had

Abaris Hyperboreos

Eus Wikipedia
Abaris Hyperboreos
den a c'hallfe bezañ faltaziet, mythological Greek character
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhHyperborea Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivethenc'hresianeg Kemmañ
MicherApollo priest, therapist, arkitektour Kemmañ
Perc'henn warAbaris's arrow Kemmañ

Abaris Hyperboreos (Αβάρις Υπερβορέος, Abáris Hyperboréos, gant Platon) a oa un den fur hervez mojennoù Hellaz kozh. Beleg e oa da Apollon, en amzerioù a-raok brezel Troia, pe, hervez doareoù all, en amzer Pythagoras.

Skit pe Hyperborean e oa, beajiñ a rae dre Hellaz, ha brud en devoa en Aten dreist-holl. Digant Apollon en devoa bet ur saezh, ha hervez Herakleides Pontikos e nije ganti (tro ar bed en dije graet evel-se, hep debriñ tamm), hag ouzhpenn-se e oa bet roet dezhañ ar galloud da ziouganañ. Brud en doa ivez da vout medisin, ha hervez Platon[1] e paree an ene koulz hag ar c'horf dre ganoù-pareañ (epodai). Savet en dije un templ da Persefone e Sparta, hervez Paosanias[2].

  • Meneget eo e anv er c'hoarigan gallek les Boréades (1764), savet gant ar sonaozour gall Rameau. Beleg-meur Apollon eo Abaris, ha mab kuzh an doue. Karet eo gant ar rouanez Alphise, a zo ret dezhi dimeziñ da unan eus mibien Boreas. Gant e saezh hud e vo trec'h dezho.
  1. C'harmides 158C
  2. Deskrivadur Hellaz 9.10