Mont d’an endalc’had

10 mm Auto

Eus Wikipedia
10 mm Auto
Skeudenn ar pennad 10 mm Auto

Ur gartouchenn 10 mm Auto
Doare
Doare korf an douilhez kreuzenn
Doare skeiñ e-kreiz
Bro orin Banniel Sveden Sveden
Bloavezh krouidigezh 1983
Muzulioù
Ø bannadell 10,16 mm
Ø kolier 10,74 mm
Ø korf an douilhez 10,80 mm
Ø strad 10,80 mm
Tevder ar strad 1,40 mm
Hirder an douilhez 25,20 mm
Hirder ar gartouchenn 32 mm
Pouez ha perzhioù all
Pouez ar vannadell 10 - 12 g
Tizh o vont e-maez V0 390 - 460 m/s
Gwask ar gazoù d'ar muiañ 2.300 bar
Energiezh ar vannadell 880 - 1.051 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

An 10 mm Auto, anvet ivez 10 mm Automatic pe 10 × 25 mm (e anv metrek), zo ur munision armoù-dorn ijinet e 1983 gant an embregerezh svedat Norma, gantañ ar soñj kinnig ur gartouchenn galloudusoc'h evit an 9 mm Parabellum hag a c'hallje mont er bistolenn Bren Ten. Colt a ginnigas e 1987 an Delta Elite, ur bistolenn diazezet war ar Colt M1911 ha kambret e 10 mm Auto. Amprouet e voe ar c'halibr gant an FBI e dibenn ar bloavezhioù 1980, met ne voe ket dibabet gant an ajañs[1].

Un nebeud armoù-dorn kambret e 10 mm Auto a vez produet pe ijinet c'hoazh, daoust d'ar c'halibr-mañ bezañ kalz nebeutoc'h poblek evit an 9 mm Parabellum pe ar .45 ACP da skouer. Ar c'halibroù .357 SIG pe .40 S&W zo deveret anezhañ.

  1. (en) The 10mm Auto Cartridge (diellet) war Bren-Ten.com (lennet d'an 03/09/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan