Mont d’an endalc’had

Litr

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.

Al litr zo un unanenn ec'honad. Div arouez ofisiel a zo abaoe 1979 : al lizherenn l vihan hag al lizherenn L vras[1] ; an arouezenn a gaver ivez evit diforc'hañ muioc'h c'hoazh diouzh < l > pe < L > gant lod fontoù.

N'eo ket al litr un unanenn eus ar sistem etrebroadel (SI), met degemeret e vez implij anezhañ gant an SI. Ar metr-diñs (m³) eo unanenn an ec'honadoù en SI.

Termenadurioù ha kevatal

Al litr a zo termenet abaoe 1964 evel un anv ispisial evit an dekimetr-diñs (1 L = 1 dm³).

  • 1 L = 1000 cm³ (rik)
  • 1000 L = 1 m³ (rik)

Rakgerioù ar sistem etrebroadel staget ouzh al litr

Gallout a reer implij al litr gant rakgerioù ar sistem etrebroadel. Ne vez ket graet alies gant al lieskementoù (ar metr kub m³ a vez implijet neuze), war-bouez an hektolitr (hL pe a-wezhioù hl) a vez graet gantañ war dachenn ar gounezvouederezh. Ranngementoù implijet alies : an dekilitr (dL, pe dl a wezhioù), ar c'hantilitr (cL, pe cl a-wezhioù) hag ar mililitr (mL, pe ml a-wezhioù), ral a wezh ar mikrolitr (µL pe µl).

Lieskement Anv Arouez Ec'honad Ranngement Anv Arouez Ec'honad
100 litr L dm³ 100 litr L dm³
101 dekalitr daL 10-1 dékilitr dcL
102 hektolitr hL 10-2 kantilitr cL
103 kilolitr kL 10-3 mililitr mL cm³
106 megalitr ML dam³ 10-6 mikrolitr µL mm³
109 gigalitr GL hm³ 10-9 nanolitr nL
1012 teralitr TL km³ 10-12 pikolitr PL
1015 petalitr PL 10-15 femtolitr fL µm³
1018 eksalitr EL 10-18 attolitr aL
1021 zettalitr ZL Mm³ 10-21 zeptolitr zL
1024 yottalitr YL 10-24 yoktolitr yL nm³

Orin an anv

Deveret eo an anv litr eus un unanenn c'hall koshoc'h, al litron (0,831018 litr) a zeu e anv eus an henc'hresianeg litra, pouez 12 oñs, dre al latin.

Kevatalderioù gant unanennoù metrek boas all

  • 1 µL (mikrolitr) = 1 mm³ (milimetr kub)
  • 1 mL (mililitr) = 1 cm³ (santimetr kub)

Troidigezhioù

Ul litr

≈ 0,87987699 kard impalaerel
Inverse: ur c'hard impalaerel ≈ 1,1365225 litr
≈ 1,056688 kard dourennek SUA
En tu gin : Ur c'hard dourennek SUA ≈ 0,946352946 litr
≈ 0,0353146667 troatad kub saoz
Inverse: Un troatad kub saoz ≈ 28,316846592 litr

Ur mililitr

≈ 0,03519507972785404600 oñs dourennek impalaerel
En tu gin : Un oñs dourennek impalaerel ≈ 28,4130625 mL
≈ 0,0338140227018429971686 oñs dourennek SUA
En tu gin : Un oñs dourennek SUA ≈ 29,5735295625 mL
≈ 0,0000353146667 troatad kub saoz
En tu gin : un troatad kub saoz ≈ 28 316,846592 mL

Displegadurioù

Peurvuiañ e vez graet gant al litroù evit an traoù muzuliet gant endalc'h pe ment o endalc'her (ar fluidennoù da skouer), tra ma vez graet peurvuiañ gant ar metroù kub (hag an unanennoù deveret) evit an traoù muzuliet gant o mentoù pe o dibasadenn. Graet e vez stank gant al litr ivez e muzulioù jedet, evel an douester (kg/L), evit keñveriañ aes gant douester an dour.

Ul litrad dour a bouez war-dro ur c'hilogram. Er memes doare : 1 mL dour a bouez war-dro 1 g ; 1000 litrad dour a bouez war-dro 1000 kg (1 [[tonenn (mas)|donenn). Eus istor an unanenn e teu a ra al liammadenn-se met abaoe 1964 n'emañ ket mui e-barzh an termenadur.

Arouez

Er penn kentañ e oa l (lizherenn l vihan) simbol nemetañ al litr, da heul kenemglev ar sistem etrebroadel ne ra ket gant lizherennoù bras nemet evit ar simboloù a zo ur berradur eus anvioù tud.

E meur a vro saoznek e vez skrivet ar sifr 1 gant an dorn e-giz ur varrenn sonn hep an eil varrennig a-veskell a vez ouzhpennet e kalz a vroioù all. Abalamour da se e c'heller kemmeskañ ar sifr 1 gant al lizherenn l. War skriverezioù 'zo, dreist-holl ar re goshañ, e veze ret ober an douchenn l (lizherenn) evit skriverezañ ar sifr 1. Ouzhpenn se ez eo heñvel-poch an div arouezenn e keneliadoù arouezennoù 'zo. Dre se e voe lakaet diaes tud 'zo, peurgetket e kumuniezh ar medisinerezh. Setu e voe degemeret L (lizherenn L vras) e-giz simbol all evit al litr e 1979.

A-raok 1979 e teuas implij al lizherenn-red vihan (U+2113) da vezañ stank e broioù 'zo ; da skouer e voe erbedet gant Burev Suafrika ar Standardoù er bloavezhioù 1970. Gwelet e vez c'hoazh e broioù 'zo met n'eo ket anavet ent-ofisiel gant ar BIPM.

Istor

E 1793 e voe degaset al litr e Frañs e-giz unan eus ar "muzulioù republikan" nevez, ha termenet evel un desimetr kub.

E 1879 e voe demeret termenadur al litr hag ar simbol l (lizherenn l vihan) gant Kendalc'h Meur ar Pouezioù hag ar Muzulioù (CIPM).

E 1901, da geñver an 3de CGPM, e voe adtermenet al litr evel ar volum ac'hubet gant 1 kg dour pur da demperadur e zouester brasañ (3,98 °C) dindan ur gwask a 1 atm. Gant se e voe kevatal al litr gant war-dro 1,000 028 dm³.

E 1964, da geñver an 12vet CGPM, e voe adlakaet an termenadur kozh da dalvezout, setu e voe termenet al litr evel un anv all evit an desimetr kub, da lavaret eo 1 dm³ rik. Dave NIST (e saozneg)

E 1979 e voe degemeret ar simbol all ouzhpenn L (lizherenn L vras) gant ar 16vet CGPM. Lavaret e voe ivez e vefe gwelloc'h mirout unan hepken eus an daou simbol-se en amzer da zont, met e 1990 e voe lavaret e oa ret abred c'hoazh evit ober an dra-se.

Gwelet ivez

Liammoù diavaez

Notennoù