Brezhoneg

  Etimologiezh

(1499) Gueluer er C'hatolikon[1], kar d'ar gerioù galw « gelver » e kembraeg, gelwel « gelver » e kerneveureg, gall « alarc'h (hucher) » ha gall « anvet, brudet » en heniwerzhoneg, deveret holl eus ur verb keltiek *gal-ō « huchan, galvan », a gaver e wrizienn, GAL, e germaneg hag e slaveg : kalla « gelver » en henislandeg, to call e saozneg, gla-sŭ « mouezh » (golosŭ e rusianeg) ha gla-gol-ati « komz » en henslaveg[2].

  Verb

gelver /ˈɡɛlvɛr/ verb kreñv eeun (displegadur)

  1. Goulenn ouzh unan bennak dont.
    • Erfin, o c’houzout e tostae e eur divezhañ, e reas gelver dirazañ ar venec’h all eus ar gouent evit goulenn pardon diganto. — (Gabriel Morvan, Buez ar Zent, Brest, 1894, p. 848.)
    • Aliañ a eure heritourien Pêr da lakaat ar Sant da laer, ha da c’helver anezhañ dirak ar Justis en ur lavaret n’en doa biskoazh paeet an tamm leve en doa staget ouzh e iliz. — (Gabriel Morvan, Buez ar Zent, Brest, 1894, p. 320.)
  2. Gelver unan bennak dre e anv : lavaret e anv a vouezh uhel evit lakaat anezhañ da zont.

Stummoù all

Deveradoù

Troidigezhioù

  Daveoù

Roll an daveoù :