Priz Nobel ar Peoc'h
Priz Nobel ar Peoc'h eo anv unan eus ar pemp Priz Nobel savet gant an embregour ha skiantour Alfred Nobel (1833-1896). Hervez testamant A. Nobel, Priz ar Peoc'h a zlee bezañ roet « d'an den en devo graet ar muiañ pe al labour gwellañ evit ar vreudeuriezh etre ar broadoù evit kas an armeoù da get pe o bihanaat, pe evit aozañ ha brudañ kendalc'hioù peoc'h. »
Iskevrennad eus | Priz Nobel |
---|---|
Rann eus | Priz Nobel |
Lec'h | Oslo |
Deroet gant | Norwegian Nobel Committee |
Deiziad kregiñ | 10 Kzu 1901 |
Review score | 5, 0.8 |
Lec'hienn ofisiel | https://www.nobelprize.org/prizes/peace/ |
Hashtag | PrixNobelDeLaPaix |
Advertises | peoc'h |
Rummad tost | Category:Organizations awarded Nobel Peace Prizes |
E 1876 e teuas Bertha von Suttner da vezañ sekretourez Alfred Nobel met goude ur sizhunvezh e tistroas d'he bro da eurediñ Arthur Gundaccar von Suttner. Daoust ma oa berr an amzer a dremenas e kompagnunezh Alfred Nobel e kenskrivas gantañ betek marv hemañ e 1896, ha krediñ a reer e oa hi he devoa ar muiañ a bouez e krouidigezh ur Priz Nobel ar Peoc'h e-touez ar prizioù Nobel all a oa savet hervez testamant ar skiantour.
Bep bloaz e vez roet ar priz Nobel en Oslo, kêr-benn Norvegia, rak spisaat a rae testamant Alfred Nobel e oa rekis reiñ ar priz Nobel er gêr-se. Roet e vez atav d'an 10 a viz Kerzu, a zo deiz-ha-bloaz marv Nobel, dirak roue Norvegia.
Tri zra a vez profet d'al loreidi : ur skrid-testeni, ur vedalenn hag ur baperenn a resisa sammad ar priz gounezet. Dalc'het e vez an abadenn e sal-kêr Oslo, hag antronoz e vez heuliet gant sonadeg Priz Nobel ar Peoc'h, a vez skignet da ouzhpenn 450 milion a diegezhioù e muioc'h evit 150 bro er bed. Brudet eo an abadennoù er bed a-bezh, ha tud brudet-kenañ a vez pedet d'o c'hinnig pe da gemer perzh enno.
Dibab loreidi Priz Nobel ar Peoc'h a laka a-wezhioù rendaelioù da sevel, rak kavout a reer war roll al loreidi tud o devoa implijet doareoù-ober feuls evit diskoulmañ kudennoù kent ober strivoù bras dre implijout doareoù difeuls evit klask skoulmañ ar peoc'h.
Priz Nobel ar Peoc'h eo ar Priz Nobel nemetañ na vez ket roet e Stockholm, e Sveden.
Loreidi
kemmañBloaz | Loread(ez) | Bro | Abeg | |
---|---|---|---|---|
1901 | Frédéric Passy | Bro-C'hall | « Abalamour m'eo unan eus diazezerien bennañ an Unaniezh Etreparlamantel hag ivez pennaozer Kendalc'h Hollvedel ar Peoc'h e 1899. » | |
Jean Henry Dunant | Suis | « Abalamour d'e berzh e diazezadur Poellgor Etrebroadel ar Groaz Ruz. » | ||
1902 | Élie Ducommun | Suis | « Abalamour d'e labour evel Sekretour a Enor, Burev Etrebroadel ar Peoc'h. » | |
Charles Albert Gobat | Suis | « Abalamour d'e labour evel Pennsekretour, Unaniezh Etreparlamantel ha Sekretour a Enor, Burev Etrebroadel ar Peoc'h. » | ||
1903 | William Randal Cremer | Rouantelezh-Unanet | « Abalamour d'e labour evel ezel, Parlamant ar Rouantelezh-Unanet ha Sekretour, Kevre Etrebroadel an Dredeogiezh (International Arbitration League). » | |
1904 | Institut de Droit International | Belgia | « Abalamour d'e strivoù, evel aozadur nann-ofisiel, evit termeniñ pennaennoù hollek skiant al lezennoù etrebroadel. » | |
1905 | Bertha von Suttner | Aostria-Hungaria | « Abalamour d'he labour evel Prezidantez a Enor Burev Etrebroadel ar Peoc'h hag aozerez Lay Down Your Arms – The Autobiography of Martha von Tilling ("Dilezit hoc'h armoù – Emvuhezskrid Martha von Tilling"). » | |
1906 | Theodore Roosevelt | Stadoù-Unanet | « Abalamour d'al labour a hanterouriezh bet kaset da bennvat a-benn echuiñ gant ar Brezel Rusian-Japanat hag abalamour d'e atapi ouzh an dredeogiezh, p'en devoa degaset he degouezh kentañ da Lez-varn Etrebroadel Den Haag. » | |
1907 | Ernesto Teodoro Moneta | Italia | « Abalamour d'he labour evel Prezidant, Kevre Lombardat ar Peoc'h ; unan eus an dud pennañ o labourat evit ar peoc'h en Italia. » | |
Louis Renault | Bro-C'hall | « Kelenner war ar Gwir Etrebroadel, a oa Kannad pad Bro-C'hall e Lez-varn Etrebroadel Den Haag. » | ||
1908 | Klas Pontus Arnoldson | Sveden | « Diazezer Kevre Svedat ar Peoc'h hag an Dredeogiezh. » | |
Fredrik Bajer | Danmark | « Abalamour d'he labour en Unaniezh Etreparlamantel pa oa Prezidant kentañ Burev Etrebroadel ar Peoc'h. » | ||
1909 | Auguste Marie François Beernaert | Belgia | Bet Pennmaodiern ; Ezel, Parlamant Belgia ; Ezel, Lez-varn Etrebroadel Den Haag ; « abalamour d'he labour en Unaniezh Etreparlamenael hag e Lez-varn Etrebroadel Den Haag. » | |
Paul-Henri-Benjamin d'Estournelles de Constant | Bro-C'hall | Ezel, Sened Bro-C'hall ; diazezer ha Prezidant ar strollad parlamantel gall evit an dredeogiezh a-youl-vat ; diazezer ar Poellgor evit Difenn an Deurioù Broadel hag evit an Unvanidigezh Etrebroadel ; « abalamour d'e labour diplomatek evit ar c'henemglev etre Bro-C'hall hag Alamagn, Bro-C'hall hag ar Rouantelezh-Unanet, kevret gant ur remzad diplomatel dibar war tachenn an dredeogiezh. » | ||
1910 | Burev Etrebroadel ar Peoc'h | Suis | Krouet e 1891 ; « abalamour d'e labour evit kenliammañ aozadurioù ar Peoc'h eus meur a vro. » |
Bloaz | Loread(ez) | Bro | Abeg | |
---|---|---|---|---|
1911 | Tobias Michael Carel Asser | Izelvroioù | Maodiern ; alvokad ; « abalamour d'e labour evel kentradour ar C'huzuliadegoù a-zivout ar Gwir Prevez Etrebroadel e Den Haag. » | |
Alfred Hermann Fried | Aostria-Hungaria | Kazetenner ; diazezer ar gelaouenn Die Friedenswarte ("Engortoz ar Peoc'h") ; « abalamour m'en deus diazezet Kevredad Alaman ar Peoc'h. » | ||
1912 | Elihu Root | Stadoù-Unanet | Bet Maodiern an Aferioù Estren ; « abalamour m'eo bet kentradour meur a feur-emglev tredeogiezh, abalamour d'e zeur kreñv ouzh an dredeogiezh etrebroadel, hag abalamour d'e raktres evit ul lez-varn etrebroadel. » | |
1913 | Henri La Fontaine | Belgia | Ezel eus Parlamant Belgia (senedour) ; « abalamour d'e labour evel Prezidant Burev Etrebroadel ar Peoc'h. » | |
1914 | — Loread(ez) ebet en abeg d'ar Brezel-bed Kentañ — | |||
1915 | ||||
1916 | ||||
1917 | Kuzul Etrebroadel ar Groaz Ruz | Suis | « Abalamour m'en deus sammet ar poellad divent da glask gwareziñ gwirioù an niver bras a brizonidi en holl duioù ar Brezel-Bed Kentañ, en o zouez o gwir da vont e darempred gant o familhoù. » | |
1918 | — Loread(ez) ebet — | |||
1919 | Woodrow Wilson | Stadoù-Unanet | Prezidant Stadoù-Unanet Amerika ; « abalamour m'en deus diazezet Kevre ar Broadoù. » | |
1920 | Léon Victor Auguste Bourgeois | Bro-C'hall | Bet Sekretour-Stad ; Prezidant Sened Frañs ; Prezidant Kuzul Kevre ar Broadoù ; « abalamour m'en deus diazezet Kevre ar Broadoù » |
Bloaz | Loread(ez) | Bro | Abeg | |
---|---|---|---|---|
1921 | Hjalmar Branting | Sveden | Pennmaodiern Sveden ; Kannad Sveden e Kevre ar Broadoù ; « abalamour d'e labour e Kevre ar Broadoù. » | |
Christian Lous Lange | Norvegia | Pennsekretour an Unaniezh Etreparlamantel ; « abalamour d'e labour evel kentañ Sekretour Poellgor Nobel Norvegia, hag evel Pennsekretour an Unaniezh Etreparlamantel. » | ||
1922 | Fridtjof Nansen | Norvegia | Skiantour ; ergerzhour ; Kannad Norvegia, Kevre ar Broadoù ; enhenter « paseporzhioù Nansen » evit ar repuidi ; «abalamour d'e labour evit skoazellañ ar milionoù a dud e Rusia a oa o stourm ouzh an naonegezh, ha d'e labour evit ar repuidi en Anatolia hag e Trakia. » | |
1923 | — Loread(ez) ebet — | |||
1924 | ||||
1925 | Austen Chamberlain | Rouantelezh-Unanet | Maodiern an Aferioù Estren ; « abalamour d'e labour evel kengentradour Feurioù-emglev Locarno. » | |
Charles Gates Dawes | Stadoù-Unanet | Besprezidant Stadoù-Unanet Amerika ; Kadoriad Poellgor ar Re Gevredet evit an Digoll ; « abalamour d'e labour evel kentradour "Raktres Dawes" da-geñver an digoll dleet gant Alamagn. » | ||
1926 | Aristide Briand | Frañs (Breizhad) | Maodiern an Aferioù Estren ; « abalamour d'e laour evel kengentradour Feurioù-emglev Locarno ha Kengrad Pariz (Kellog-Briand Pact pe General Treaty for Renunciation of War as an Instrument of National Policy, "Feur-emglev hollek evit dilezel ar brezel evel benveg politikel broadel"). » | |
Gustav Stresemann | Alamagn | Bet Pennmaodiern (Reichs-kanzler) ; Maodiern an Aferioù Estren ; « abalamour d'e labour evel kengentradour Feurioù-emglev Locarno. » | ||
1927 | Ferdinand Buisson | Bro-C'hall | Bet Kelenner kozh e Skol-veur ar Sorbonne e Pariz ; krouer ha prezidant Kevre Gwirioù Mab-den ; « abalamour d'e labour evit adunvaniñ ar bobl c'hall hag ar bobl alaman. » | |
Ludwig Quidde | Alamagn | Kelenner, Skol-veur Berlin ; ezel, Parlamant Alamagn ; perzhiad e meur a guzuliadeg evit ar Peoc'h ; « abalamour d'e labour evit adunvaniñ ar bobl c'hall hag ar bobl alaman. » | ||
1928 | — Loread(ez) ebet — | |||
1929 | Frank B. Kellogg | Stadoù-Unanet | Bet Maodiern an Aferioù Estren ; « abalamour d'e labour evel kengentradour Kengrad Pariz. » | |
1930 | Lars Olof Jonathan (Nathan) Söderblom | Sveden | Arc'heskob ; penn al luskad ekumenek ; « abalamour d'e strivoù evit lakaat an Ilizoù da gemer perzh n'eo ket hepken a-benn tizhout an unvaniezh ekumenek, evit ar peoc'h er bed ivez. » |
Bloaz | Loread(ez) | Bro | Abeg | |
---|---|---|---|---|
1931 | Jane Addams | Stadoù-Unanet | Kevredadourez ; Prezidantez Etrebroadel Kevre Etrebroadel ar Maouezed evit ar Peoc'h hag ar Frankiz (Women's International League for Peace and Freedom) ; « abalamour d'he labour evit degaskemmoù er gevredigezh, ha d'he labour evel penn KEMPF. » | |
Nicholas Murray Butler | Stadoù-Unanet | Prezidant, Columbia University ; « abalamour d'e labour evel pennlusker Kengrad Pariz, hag evel penn ar rann mirourañ eus al luskad amerikan evit ar Peoc'h. » | ||
1932 | — Loread(ez) ebet — | |||
1933 | Sir Norman Angell (Ralph Lane) | Rouantelezh-Unanet | Skrivagner ; ezel, Poellgor Erounit Kevre ar Broadoù ; ezel, Kuzul Broadel ar Peoc'h (National Peace Council) ; « abalamour m'eo aozer The Great Illusion ("An touell meur"), ma sav a-du gant Kevre ar Broadoù ha m'en deus levezon war tachenn ar brudañ hag ar c'henteliañ diwar-benn ar Peoc'h. » | |
1934 | Arthur Henderson | Rouantelezh-Unanet | Bet Maodiern an Aferioù Estren ; Prezidant, Kuzuliadeg Kevre ar Broadoù evit an Dizarmadeg (League of Nations Disarmament Conference) e 1932 ; « abalamour d'e labour e Kevre ar Broadoù, ha d'e strivoù a-fed diazarmadeg dreist-holl. » | |
1935 | Carl von Ossietzky | Alamagn (Trede Reich) | Kazetenner e Die Weltbühne("Leurenn ar Bed") ; peoc'hgarour ; « abalamour d'e stourm a-enep adarmañ Alamagn. » | |
1936 | Carlos Saavedra Lamas | Arc'hantina | Maodiern ; Prezidant Kevre ar Broadoù ; « abalamour d'e labpur evel hanterour e Brezel ar Chaco etre Paraguay ha Bolivia. » | |
1937 | The Viscount Cecil of Chelwood | Rouantelezh-Unanet | Skrivagner, bet Mirour ar Siell Brevez (Lord Keeper of the Privy Seal) ; « abalamour d'e labour evel diazezer ha Prezidant Koulzad Etrebroadel ar Peoc'h (International Peace Campaign). » | |
1938 | Ofis Etrebroadel Nansen ar Repuidi | Suis | Un aozadur etrebroadel evit sikour, bet krouet gant Fridtjof Nansen e 1921 ; « abalamour d'e labour evit skoazellañ ar repuidi. » | |
1939 | — Loread(ez) ebet, en abeg d'an Eil Brezel-Bed — | |||
1940 |
Bloaz | Loread(ez) | Bro | Abeg | |
---|---|---|---|---|
1941 | — Loread(ez) ebet, en abeg d'an Eil Brezel-Bed — | |||
1942 | ||||
1943 | ||||
1944 | Kengor Etrebroadel ar Groaz Ruz | Suis | Daleet betek 1945 e voe roadur ar Priz Nobel 1944 ; « abalamour d'al labour meur a zo bet graet e-pad an Eil Brezel-Bed en anv an denelezh. » | |
1945 | Cordell Hull | Stadoù-Unanet | Bet Maodiern an Aferioù Estren ; unan eus perzhidi pennañ e krouidigezh Aozadur ar Broadoù Unanet ; « abalamour d'e stourm a-enep an emglozadouriezh en e vro, d'e strivoù a-benn krouiñ ur bloc'had Stadoù a-du gant ar Peoc'h war ar c'hevandir amerikan, ha d'e labour evit Aozadur ar Broadoù Unanet. » | |
1946 | Emily Greene Balch | Stadoù-Unanet | « Bet Kelennerez war an Istor hag ar Gevredadouriezh ; Prezidantez Etrebroadel a Enor, Kevre Etrebroadel ar Maouezed evit ar Peoc'h hag ar Frankiz. » | |
John Raleigh Mott | Stadoù-Unanet | « Kadoriad, Kuzul Misioner Etrebroadel (International Missionary Council) ; Prezidant, Emglev Bedel Kevredadoù Kristen ar Wazed Yaouank (World Alliance of Young Mens Christian Associations/YMCA). » | ||
1947 | Friends Service Council | Rouantelezh-Unanet | « Kendruez d'an hentez ha c'hoant d'o skoazellañ. » | |
American Friends Service Committee | Stadoù-Unanet | |||
1948 | — Loread(ez) ebet — | |||
1949 | The Lord Boyd-Orr | Rouantelezh-Unanet | « Mezeg ; politikour war ar vagadurezh ; pennaozer ha Pennrener Aozadur ar Boued hag ar Gounezerezh (FAO) (Food and Agricultural Organization) ; Prezidant, Kuzul Broadel ar Peoc'h hag Unaniezh Bedel an Aozadurioù evit ar Peoc'h (World Union of Peace Organizations). » | |
1950 | Ralph Bunche | Stadoù-Unanet | « Kelenner, Harvard University Cambridge, MA ; Rener, Director, rann ar Gulatoriezh, Aozadur ar Broadoù Unanet ; hanterour oberiant e Palestina, 1948. » |
Bloaz | Loread(ez) | Bro | Abeg | |
---|---|---|---|---|
1951 | Léon Jouhaux | Bro-C'hall | « Prezidant, Poellgor Etrebroadel Kuzul Europa ; Besprezidant, Kengevredad Etrebroadel ar C'hweluniadoù Frank (International Confederation of Free Trade Unions/CFTU) ; ezel, Aozadur Etrebroadel al Labour ; kannad en Aozadur ar Broadoù Unanet. » | |
1952 | Albert Schweitzer | Frañs (Elzasad) | « Surjian misioner ; diazezour ospital Lambaréné (Gabon). » | |
1953 | George Catlett Marshall | Stadoù-Unanet | « Prezidant meur ar Groaz Ruz Amerikan ; bet Maodiern an Aferioù Estren ha Maodiern an Difenn ; kannad, A.B.U. ; kentradour Raktres Marshall. » | |
1954 | Komiserezh Uhel ar Broadoù Unanet evit ar Repuidi | Suis | « Un aozadur-skoazellañ etrebroadel bet krouet gant Aozadur ar Broadoù Unanet e 1951. » | |
1955 | — Loread(ez) ebet — | |||
1956 | ||||
1957 | Lester Bowles Pearson | Kanada | Bet Maodiern an Aferioù Diavaez Kanada ; bet Prezidant ar 7vet Dalc'h eus Emvod Meur ar Broadoù-Unanet ; « abalamour d'ar perzh en deus graet evit klask lakaat termen da Enkadenn Suez, ha da zalc'h ar Reter-Kreiz dre hanterouriezh ar Broadoù-Unanet. » | |
1958 | Georges Pire | Belgia | « Tad en Urzh Dominikan ; Penn an aozadur skoazellañ repuidi L'Europe du Coeur au Service du Monde. » | |
1959 | Philip J. Noel-Baker | Rouantelezh-Unanet | Ezel, Parlamant ar Rouantelezh-Unanet ; « abalamour m'en deus labouret a-hed e vuhez evit ar peoc'h hag ar c'henlabour etre ar broioù. » | |
1960 | Albert Lutuli | Suafrika | Prezidant an African National Congress/ANC ; «abalamour m'eo bet er penn a-raok evit ar stourm a-enep an apartheid e Suafrika. » |
Bloaz | Loread(ez) | Bro | Abeg | |
---|---|---|---|---|
1961 | Dag Hjalmar Agne Carl Hammarskjöld | Sveden | Pennsekretour, Aozadur ar Broadoù Unanet ; «abalamour m'en deus kreñvaet an aozadur. » | |
1962 | Linus Carl Pauling | Stadoù-Unanet | « Abalamour m'en deus stourmet a-enep taolioù-arnod an armoù nukleel. » | |
1963 | Kuzul Etrevroadel ar C'hroazioù Ruz | Suis | « Abalamour d'o labour da-geñver gwareziñ gwirioù mab-den a-hed ar 100 bloavezh abaoe ma oa bet ganet Kuzul Etrevroadel ar C'hroazioù Ruz. » | |
Kevre ar Groaz Ruz | Suis | |||
1964 | Martin Luther King, Jr. | Stadoù-Unanet | Stourmer evit ar gwirioù keodedel ; « abalamour m'eo an den kentañ e bed ar C'hornôg en deus diskouezet e c'haller kas ur stourm hep feulster. » | |
1965 | UNICEF | Broadoù Unanet | « Un aozadur etrebroadel evit skoazellañ. » | |
1966 | — Loread(ez) ebet — | |||
1967 | ||||
1968 | René Cassin | Bro-C'hall | « Prezidant, Lez Europat Gwirioù Mab-den. » | |
1969 | Aozadur Etrebroadel al Labour | Broadoù Unanet | « Pal pennañ Aozadur Etrebroadel a Labour eo staliañ pennaennoù a-benn ma vo gwellaet doareoù-labourat ha gwirioù kevredadel an implijidi. Diarvar eo an Aozadur e vo kreñvaet ar Peoc'h dre ar pennaenoù-se abalamour ma krennont an direzihderioù kevredadel. » | |
1970 | Norman E. Borlaug | Stadoù-Unanet | Kreizenn Etrebroadel evit Gwellaat ar Maiz hag ar Gwinizh]] (International Maize and Wheat Improvement Center) ; « abalamour d'e zegasadennoù d'an "Dispac'h Glas" a voe ken pouezus e kenderc'hadur ar boued, en Azia ha Suamerika dreist-holl. » |
Bloaz | Loread(ez) | Bro | Abeg | |
---|---|---|---|---|
1971 | Willy Brandt | RKA | Kañseller, Republik Kevreadel Alamagn ; « abalamour d'e Ospolitik. » | |
1972 | — Loread(ez) ebet — | |||
1973 | Henry A. Kissinger | Stadoù-Unanet | « Abalamour da Genemglev Pariz evit ar Peoc'h bet sinet e 1973 evit degas un harz-tennañ e Brezel Viêt Nam hag emdenn an nerzh amerikan. » | |
Lê Ðức Thọ (nac'het) | Viêt Nam (Republik Demokratel Viêt Nam) | |||
1974 | Seán MacBride | Iwerzhon | Prezidant, Burev Etrebroadel ar Peoc'h (International Peace Bureau) ; Prezidant, Poellgor Namibia ; « abalamour d'e zeur bras ouzh gwirioù mab-den : kas Kendivizad Europat Gwirioù Mab-Den (European Convention on Human Rights) dre Guzul Europa, sikour evit diazezañ ha kas Amnesty International ha labourat evel Pennsekretour Poellgor Etrebroadel ar Wiriaourien (International Commission of Jurists). » | |
Eisaku Sato | Japan | Pennmaodiern Japan ; « abalamour m'en deus dilezet an dibab nukleel evit Japan, hag abalamour d'e strivoù evit kas pelloc'h adunvanadur er rannved. » | ||
1975 | Andrey Sac'harov | URSS | « Abalamour d'e stourm evit gwirioù mab-den, an dizarmañ hag ar c'henlabour etre an holl vroioù. » | |
1976 | Betty Williams | Rouantelezh-Unanet (Iwerzhonadez) | « Diazezourezed Emsav ar Peoc'h evit Norzh Iwerzhon (anvet diwezhatoc'h Kumuniezh Tud ar Peoc'h). » | |
Mairead Corrigan | Rouantelezh-Unanet (Iwerzhonadez) | |||
1977 | Amnesty International | Rouantelezh-Unanet | « Abalamour ma gwarez gwirioù mab-den ar brizonidi a goustiañs. » | |
1978 | Mohamed Anwar el-Sadat | Egipt | « Abalamour da Emglevioù Camp David, a zegasas ur peoc'h kevraouet etre Egipt hag Israel. » | |
Menachem Begin | Israel | |||
1979 | Mamm Tereza | India | « Penngaserez Misionerien ar Garitez (Missionaries of Charity). » | |
1980 | Adolfo Pérez Esquivel | Arc'hantina | Penngasour gwirioù mab-den ; « abalamour m'en deus diazezet meur a aozadur difeuls evit gwirioù mab-den a-benn stourm ouzh ar juntenn vilourel a oa o ren war e vro, Arc'hantina. » |
Bloaz | Loread(ez) | Bro | Abeg | |
---|---|---|---|---|
1981 | Komisererezh Uhel ar Broadoù Unanet evit ar Repuidi | Broadoù Unanet | « Un aozadur skoazell etrebroadel krouet gant ABU e 1951. » | |
1982 | Alva Myrdal | Sveden | « Abalamour d'o labour dispar e nevidoù Feur-emglev Tlatelolco ar Broadoù Unanet evit an dizarmadeg, m'o deus kemeret pep a berzh pouezus ha gounezet an anaoudegezh etrebroadel. » | |
Alfonso García Robles | Mec'hiko | |||
1983 | Lech Wałęsa | Polonia | « Krouer ar c'hweluniad Solidarność ; stourmer evit gwirioù mab-den. » | |
1984 | Desmond Mpilo Tutu | Suafrika | « Eskob Johannesburg ; bet Pennsekretour, Kuzul Suafrikan an Ilizoù (South African Council of Churches). » | |
1985 | I.P.P.N.W | International Physicians for the Prevention of Nuclear War | Stadoù-Unanet | (Mezeien Etrebroadel evit Dizarbenn ar Brezel Nukleel) ; « abalamour da zitouroù solius, ha dre grouiñ un emskiant ouzh heuliadoù dirfeudek an armoù nukleel. Krediñ a ra d'ar Poellgor e tegas kement-se d'e dro ur c'hresk er gwask a-berzh an dud a stourm ouzh paotadur an armoù nukleel, hag e kas da adtermeniñ an tevetoù en ur deurel muioc'h a evezh d'ar yec'hed ha da gudennoù denegour all. » |
1986 | Elie Wiesel | Stadoù-Unanet | « Kadoriad "Poellgor ar Prezidant a-zivout al Loskaberzh" ("The President's Commission on the Holocaust"). » | |
1987 | Óscar Arias Sánchez | Costa Rica | « Abalamour d'e labour evit ar peoc'h e Kreizamerika, d'ar strivoù en deus kaset d'an emglev sinet e Guatemala d'ar 7 a viz Eost er bloaz-mañ. » | |
1988 | Nerzhioù Mirout ar Peoc'h ar Broadoù-Unanet | Broadoù Unanet | « Abalamour d'o strivoù a gasas da zegasadennoù pouezus war-du sevenidigezh unan eus pennaennoù ar Broadoù Unanet. » | |
1989 | Tenzin Gyatso 14vet Dalai Lama |
Tibet | « Abalamour d'e stourm evit dieubiñ Tibet, a gasas en ur chom bepred a-enep implij ar feulster. Kentoc'h en deus erbedet diskoulmoù peoc'hus diazezet war ar c'houzañvusted hag ar gendoujañs, abalamour da wareziñ hêrezh istorel ha sevenadurel e bobl. » | |
1990 | Mikhail Gorbatchev | URSS | Prezidant, Unaniezh Soviedel ; « abalamour d'e berzh gourfouezus en argerzh ar peoc'h a zo hiziv un dezverk pennañ e rannoù bras ar gumuniezh etrebroadel. » |
Bloaz | Loread(ez) | Bro | Abeg | |
---|---|---|---|---|
1991 | Aung San Suu Kyi | Birmania | « Abalamour d'he stourm peoc'hus evit an demokratelezh ha gwirioù mab-den. » | |
1992 | Rigoberta Menchú Tum | Guatemala | « Abalamour d'he labour evit ar reizhded kevredadel hag an adunvanadur kenelsevenadurel diazezet war an douj da wirioù ar pobladoù henvroat. » | |
1993 | Nelson Mandela | Suafrika | « Abalamour d'o labour a-benn echuiñ gant renad an apartheid, hag evit bezañ diazezet ur Suafrika demokratel nevez. » | |
Frederik Willem de Klerk | Suafrika | |||
1994 | Yasser Arafat | Palestina | « Evit enoriñ un ober politikel a ziarc'he un nerzh-kalon bras digant an daou du, hag en deus digoret hentoù nevez war-du ar vreudeuriezh er Reter-Kreiz. » | |
Yitzhak Rabin | Israel | |||
Shimon Peres | Israel | |||
1995 | Joseph Rotblat | Rouantelezh-Unanet | « Abalamour d'o strivoù a-benn krennañ war berzh an armoù nukleel er bolitikerezh etrebroadel ha, war hiroc'h termen, kas hevelep armoù da get. » | |
Pugwash Conferences on Science and World Affairs | Kanada | |||
1996 | Carlos Filipe Ximenes Belo | Timor ar Reter | « Abalamour d'o labour da-gaout un diskoulm reizh ha peoc'hus d'ar brezel e Timor ar Reter. » | |
José Ramos-Horta | Timor ar Reter | |||
1997 | International Campaign to Ban Landmines | Stadoù-Unanet | ("Koulzad etrebroadel evit forbannañ ar minoù") « Abalamour d'o labour a-benn forbannañ ha lemel ar minoù enepdenel. » | |
Jody Williams | Stadoù-Unanet | |||
1998 | John Hume | Rouantelezh-Unanet (Iwerzhonad) | « Abalamour d'o strivoù a-benn kavout un diskoulm peoc'hus d'ar brezel e Norzhiwerzhon. » | |
David Trimble | Rouantelezh-Unanet | |||
1999 | Médecins Sans Frontières | Suis | « Evit anaout labour diorreer ha denegour an Aozadur war meur a gevandir. » | |
2000 | Kim Dae Jung | Republik Korea | « Abalamour d'e labour evit an demokratelezh ha gwirioù mab-den e Korea ar Su hag en Azia ar Gevred dre vras, hag abalamour d'ar peoc'h hag ar peoc'haat gant Korea an Norzh da gentañ penn. » |
Bloaz | Loread(ez) | Bro | Abeg | |
---|---|---|---|---|
2001 | Broadoù Unanet | « Abalamour d'o labour a-benn sevel ur bet aozet gwelloc'h ha peoc'husoc'h. » | ||
Kofi Annan | Ghana | |||
2002 | Jimmy Carter | Stadoù-Unanet | « Abalamour d'an degadoù a vloavezhioù en deus tremenet o strivañ hep skuizhañ a-benn kavout diskoulmoù peoc'hus da genniñvoù etrebroadel, a-benn kas an demokratelezh ha gwirioù mab-den war-raok, hag a-benn herouezañ an diorroadur armerzhel ha kevredadel. » | |
2003 | Shirin Ebadi | Iran | « Abalamour d'he strivoù evit an demokratelezh ha gwirioù mab-den, reoù ar maouezed hag ar vugale pergen. » | |
2004 | Wangari Muta Maathai | Kenya | « Abalamour d'he degasadennoù war tachenn an diorroadur padus, an demokratelezh hag ar Peoc'h. » | |
2005 | Ajañs Etrebroadel an Energiezh Atomek | Aostria | « Abalamour d'ar bec'h o deus lakaet evit mirout na vije graet gant an energiezh nukleel evit dezevioù milourel ha da asuraat e vije graet en doare surañ posupl gant an energiezh nukleel lakaet da dalvezout evit an dezevioù peoc'hus. » | |
Mohamed El Baradei | Egipt | |||
2006 | Muhammad Yunus | Bangladesh | « Abalamour m'o deus aesaet buhez armerzhel ha kevredadel ar re baour, ar maouezed pergen, dre o labour difraoster war tachenn ar gorrgred. » | |
Grameen Bank | Bangladesh | |||
2007 | Al Gore | Stadoù-Unanet | « Abalamour d'o strivoù a-benn sevel ha skignañ muioc'h a didouroù a-zivout ar c'hemmoù degaset en hin gant mab-den, ha diazezañ an disentezioù a zo rekis evit stourm ouzh ar c'hemmoù-se. » | |
Bodad etregouarnamantel war kemmadur an hin | Suis | |||
2008 | Martti Ahtisaari | Finland | « abalamour d'e strivoù bras, war meur a gevandir hag e-pad pelloc'h eget tregont bloavezh, a-benn diskoulmañ kenniñvoù etrebroadel. » | |
2009 | Barack Obama | Stadoù-Unanet | « Abalamour d'e strivoù bras-divent da greñvaat an diplomaterezh etrebroadel hag ar c'henlabour etre ar pobloù. » | |
2010 | Liu Xiaobo | Sina | « Abalamour d'e stourm hir ha difeuls evit gwirioù diazez mab-den e Sina. » |
Bloaz | Loread(ez) | Bro | Abeg | |
---|---|---|---|---|
2011 | Ellen Johnson-Sirleaf | Liberia | «Abalamour d'o stourm difeuls evit surentez ar merc'hed hag evit gwirioù ar merc'hed da gemer o ferzh leun e sevel ar peoc'h. » | |
Leymah Gbowee | Liberia | |||
Tawakkul Karman | Yemen | |||
2012 | Unaniezh Europa | Unaniezh Europa | « Abalamour m'he deus kaset war-raok, e-pad ouzhpenn 60 vloaz, ar peoc'h hag an divroc'h, an demokratelezh ha gwirioù mab-den en Europa. » | |
2013 | Aozadur evit Berzañ an Armoù Kimiek | « Abalamour d'e strivoù bras-kenañ a-benn dispenn an armoù kimiek. » | ||
2014 | Kailash Satyarthi | India | « Abalamour d'o stourm a-enep korvoerezh ar vugale hag ar yaouankizoù, hag evit gwir an holl vugale da gaout deskadurezh. » | |
Malala Yousafzai | Pakistan | |||
2015 | Pevarad ar C'hendiviz Broadel e Tunizia | Tunizia | ||
2016 | Juan Manuel Santos | Kolombia | ||
2017 | International Campaign to Abolish Nuclear Weapons | |||
2018 | Denis Mukwege | Kongo (RD) | ||
Nadia Murad | Tunizia | « Abalamour d'o strivoù evit lakaat termen da implij ar feulster revel evel un arm-brezel » | ||
2019 | Abiy Ahmed | Etiopia | « Abalamour d'e strivoù evit degas peoc'h ha kenlabour etrebroadel, ha pergen abalamour d'e gentodenn evit lakaat termen d'ar brezel a-zivout an harzoù gant Eritrea amezek » | |
2020 | World Food Programme | Italia | « Abalamour d'e strivoù evit stourm ouzh an naonegezh, d'e zegasadennoù evit gwellaat aozioù ar peoc'h e takadoù ma'z eus brezel ha d'e strivoù evit mirout na vefe arveret an naonegezh evel un arm-brezel » |
Bloaz | Loread(ez) | Bro | Abeg | |
---|---|---|---|---|
2021 | Maria Ressa | Filipinez | « Abalamour d'o strivoù evit mirout ar frankiz eztaoliñ, a zo rekis evit an demokratelezh hag ar peoc'h padus. » | |
Dmitry Muratov | Rusia | |||
2022 | Ales Bialiatski | Belarus | « Evit ar gevredigezh keodedel e ra loeridi Priz Nobel ar Peoc'h en o bro. E-pad meur a vloaz o deus broudet ar gwir da vurutellañ ar galloud ha da wareziñ gwirioù-diazez ar geodedourien. | |
Мемориал | Memorial | Rusia | ||
Center for Civil Liberties | Ukraina | |||
2023 | Narges Mohammadi | Iran | « Abalamour d'he stourm enep mac'homerezh ar maouezed en Iran ha d'he stourm evit kas war-raok gwirioù mab-den ha frankiz an holl dud. » |
Daveoù
kemmañ- (en) Lec'hienn ofisiel ar Prizioù Nobel. Kavet : 06/10/2023.